8. Enn eunn douar mâd war galz a zouréier eo plan̄tet ; évit ma taolô koat, ma tougô frouez, ha ma teûi da véza eur winien vrâz.
9. Lavar : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Hag hî éta a zeûi da vâd ? Ha na ziframmô két hé grisiou-hî, ha na ziskarô két hé frouez-hî, ha na lakai két hé holl daoliou-hî da zizéc’ha, ha da wévi, ha gan̄d eur vréac’h gré, ha gan̄d eur bobl paot eo é tiframmô hé grisiou-hî ?
10. Chétu hî a zô plan̄tet ; hag hî éta a zeûi da vâd ? Pa vézô bét skôet gan̄d eunn avél loskuz, ha na zizéc’hô két ? Ha na wévô két é-kreiz doureier hé an̄chou ?
11. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :
12. Lavar d’ann ti héguz : Ha na ouzoc’h-hu két pétrâ eo kémen̄t sé ? Lavar neûzé : Chétu roué Babilon a zeû da Jéruzalem ; hag hén̄ a gémérô ar roué hag hé brin̄sed, hag hô c’hasô gan̄t-han̄ da Vabilon.
13. Hag hén̄ a gémérô unan eûz a wenn ar roué, hag a rai kévrédigez gan̄t-han̄ ; hag hel lakai da ôber lé ; hag é kémérô ar ré gré eûz ar vrô.
14. Évit ma vézô vuel ar rouan̄télez-zé, ha n’en em c’horréô két ; hôgen ma choumô enn hé gévrédigez, ha ma hé mirô.
15. Hé-man̄ ô sével a-énep d’ézhan̄ a gasaz kannaded da roué ann Éjipt, évit ma rôjé d’ézhan̄ kézek, ha kalz a dûd. Hag hén̄ a zeûi da vâd ? Néb en deûz gréat enn doaré-zé, hag hén̄ a vézô dieûbet ? Néb en deûz torret ar gévrédigez, hag hén̄ a hellô tec’hout ?
16. Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, é vézô kaset hé-unan̄ da vrô ann hini en dôa hé lékéat da roué, gan̄t péhini en dôa gréat kévrédigez ; hag en deûz hé zorret ; hag hén̄ a varvô é-kreiz Babilon.
17. Ha Faraon na zeûi két gan̄d eunn armé vrâz ; hag eur bobl paot évit brézélékaat enn hé énep ; oc’h ôber kréou, hag ô sével késtel, é lazô kalz a dûd.
18. Râk disprizet en deûz hé lé, ha torret hé gévrédigez, ha chétu en deûz rôet hé zourn ; ha pétrâ-bennâg ma en déûz gréat kémen̄t-sé, na dec’hô két.
19. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ével ma ounn béô, al lé en deûz disprizet, hag ar gévrédigez en deûz torret, a likiinn war hé benn.
20. Astenna a rinn va c’hidel war-n-ézhan̄ ; hag é vézô paket em rouéjou ; hag é tigasinn anézhan̄ da Vabilon, hag énô é varninn anézhan̄, enn abek d’ann drougiez gan̄t péhini en deûz va disprizet.
21. Hé holl dec’herien gan̄d hé holl armé a gouézô dindân ar c’hlézé ; hag ann dilerc’h anézhô a vézô skiñet e péb avel ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou em eûz komzet.
22. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Mé a gémérô boéden eûz a eur wézen-sedr uc’hel, hag hé likiinn ; terri a rinn eûz a vék hé skourrou eunn embouden, hag é plan̄tinn anézhi war eur ménez uc’hel ha dreist ar ré all.
23. War vénez uc’hel Israel é plan̄tinn anézhi, hag hi a daolô eur c’hresk, hag a rôi frouez, hag a zeûi da eur wézen-sedr brâz : hag al laboused holl a choumô dindan-hi, hag ann evned holl a rai hô neiz dindan skeûd hé skourrou.
24. Hag holl wéz ar vrô-zé a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou péhini em eûz vuéléet ar wézen uc’hel, hag em eûz gorréet ar wézen izel ; em eûz dizéc’het ar wézen c’hlâz, ha lékéat da zeliaoui ar wézen zéac’h. Mé eo ann Aotrou, em eûz hé lavaret, hag hé c’hréat.
1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :
2. Pérâg hoc’h eûs-hu trôet ar barabolen-man̄ é brô Israel, ha lékéat da lavar-paot, ô lavarout : Ann tadou hô deûz débret rézin c’hlâz, ha dent ar vugalé a zô bét kloc’het ?
3. Ével ma ounn béo, émé ann Ao-