Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/172

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
170
levr ar profed ézékiel.

22. Hôgen distroet em eûz va dourn, hag em eûz gréat enn abek d’am hanô, évit na vijé két saotret dirâg ar brôadou, eûz a greiz péré em bôa hô zennet, ha dira-z-hô.

23. Savet em eûz c’hoaz va dourn war-n-ézhô enn distrô, ma skiñfenn anézhô é-touez ar brôadou, hag é kaschenn anézhô é brôiou pell ;

24. O véza n’hô dôa két gréat va barnédigézou, m’hô dôa distaolet va c’hélennou, m’hô dôa saotret va deisiou sabbat, ha m’hô dôa hô daoulagad heûliet idolou hô zadou.

25. Râk-sé em eûz rôet d’ézhô kélennou péré n’in̄t két mâd, ha barnédigézou é péré na gavin̄t két ar vuez.

26. Hag em eûz hô zaotret enn hô rôou, pa gennigen̄t évid hô gwallou kémen̄d a zigoré ar c’hôv, évit ma wézin̄t pénaoz eo mé ann Aotrou.

27. Râk-sé, mâb dén, komz out tî Israeï, ha lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Hô tadou hô deûz c’hoaz va héget é kémen̄t-man̄, pa hô deûz va gwallet gan̄d dispriz ;

28. Goudé m’em dôé hô digaset enn douar em bôa touet é rôjenn d’ézhô ; gwélet hô deûz ann holl gréc’hiennou huel, hag ann holl wéz déliaouuz, hag énô hô deûz lazet hô viktimou ; énô hô deûz rôet hô c’hennigou héguz, énô hô deûz lékéat hô louzou c’houés-vâd, hag énô hô deûz skuḻet hô braoued-kennigou.

29. Neûzé é liviriz d’ézhô : Pétrâ eo al léac’h-huel-zé étrézé péhini éz îd ? Hag ann hanô a léac’h-uuel a zô bét rôet d’ézhan̄ bétég-henn.

30. Râk-sé lavar da dî Israel : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : En em zaotra a rit é hen̄t hô tadou : d’hô gadélez en em rôit, oc’h heûlia hô idolou :

31. Gan̄d ar c’hennig eûz hô rôou, pa dréménid hô pugalé dré ann tân, en em zaotrit enn hoc’h holl idolou bétég-henn ; ha goudé-zé é respoun̄tfenn d’é-hoc’h, ti Israel ? Ével ma oûnn béô, émé ann Aotrou Doué, na respoun̄tinn két d’é-hoc’h.

32. Na vézô két sévénet ménoz hô spéred, pa livirit : Nî a vézô ével ar brôadou, hag ével ar boblou a1l eûz ann douar, hag éc’h azeûlimp ar c’hoat hag ar vein.

33. Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, gan̄d eunn dourn kré, ha gan̄d eur vréac’h astennet, ha gan̄d ann diskarg eûz va frouden, é réninn war-n-hoc’h.

34. Mé hô tennô eûz a douez ar boblou ; mé hô strollô eûz ar brôiou é péré oc’h bét skiñet ; ha gan̄d eunn dourn kré, ha gan̄d eur vréac’h astennet, ha gan̄d ann diskarg eûz va frouden, é réninn war-n-hoc’h,

35. Hag é tigasinn ac’hanoc’h é distrô ar boblou ; hag énô é vreûtaimp kévret kéver-é-kéver.

36. Ével ma em eûz breûtéet ouc’h hô tadou é distrô brô ann Éjipt, ével-sé é varninn ac’hanoc’h, émé ann Aotrou Doué.

37. Ha mé hô lakai da bléga dindân va gwalen, hag hô tigasô é éréou va c’hévrédigez.

38. Ha mé a rannô diouz-hoc’h ar ré amzen̄t, hag ar ré fallagr, hag é tenninn anézhô eûz ar vrô é péhini é choumon̄t, ha n’az ain̄t két é brô Israel ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou :

39. Ha c’houi, tî Isrâel, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Baléit pép-hini war-lerc’h hoc’h idolou, ha servichit anézhô. Ma na zélaouit két c’hoaz ac’hanoun é kémen̄t-sé, ha mar saotrit hivizikenn va hanô san̄tel gan̄d hô rôou hag hoc’h idolou :

40. War va ménez san̄tel, war vénez huel Israel, émé ann Aotrou Doué, énô holl di Israél a zervichô ac’hanoun ; holl, émé-vé, enn douar é péhini é vézin̄t hétuz d’in ; hag énô eo é tigémérinn hô préveûdiou, hag ar c’hen̄ta frouez eûz hô téogou, hag hoc’h holl san̄télézou.

41. Ével eur c’hennig a c’hoûés-vâd é tigémérinn ac’hanoc’h, p’am bézô hô ténnet eûz a douez ar bobloû, hag em bézô hô strollet eûz ar brôiou é péré oc’h bét skiñet, hag é vézinn san̄télet enn-hoc’h dirâg ar brôadou.

42. Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô hô lékéat da von̄t é douar Israel, ann douar em