eûz savet va dourn a rôjenn d’hô tadou.
43. Hag énô é teûi da goun d’é-hoc’h eûz hoc’h hen̄chou, hag eûz ann holl wallou gan̄t péré oc’h en em zaotret ; hag é tisplijod d’é-hoc’h hoc’h-unan gan̄d ar gwél eûz ann holl zrougou hoc’h eûz gréat.
44. Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô gréat vâd d’é-hoc’h enn abek d’am hanô, ha nann hervez hô kwall hen̄chou, hag hervez hô kwallou argarzuz, tî Israel, émé ann Aotrou Doué.
45. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :
46. Laka da zaoulagad, mâb dén, war-zû ar c’hrésteiz, ha diver da c’hériou étrézég ann Afrika, ha diougan diwar-benn koat park ar c’hrésteiz.
47. Ha lavar da goat ar c’hresteiz : Sélaou gér ann Aotrou : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a lakai ann tân da gregi enn-od, hag é tévinn enn-od ann holl wéz c’hlaz, hag ann holl wéz séac’h ; ha na vougô két ar flamm eûz ann tân-zé : hag é vézô dévet gan̄t-han̄ ann holl zremmou adaleg ar c’hrésteiz bétég ann han̄ter-nôz.
48. Hag ann holl gîg a wélô pénaoz eo mé ann Aotrou em eûz lékeat ann tân enn-han̄, ha na vézô két mouget.
49. Ha mé a lavaraz : A, a, a, Aotrou Doué. Hî a lavar diwar va fenn : Ha na gomz két hé-man̄ gan̄t lavariou-kuzet ?
1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lararout :
2. Mâb dén, laka da zaoulagad war-zu Jéruzalem, ha diver da c’hériou étrézég ar san̄tuar, ha diougan a-énep douar Israel :
3. Ha lavar da zouar Israel : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu me a zeû étrézég enn-od, hag é tenninn va c’hlézé eûz hé c’houin, hag é lazinn enn hô touez ann dén reiz hag ann dén direiz.
4. Hag ô véza ma tléann da laza enn hô touez ann dén reiz hag ann dén direiz, va chlézé a iélô er-méaz eûz hé c’houin a-éneb ann holl gîg, adaleg ar c’hrésteiz bétég ann han̄ter-nôz.
5. Évit ma wézô pép kîk pénaoz eo mé ann Aotrou, péhini em eûz tennet va c’hlézé eûz hé c’houin hép galv.
6. Hôgen té, mâb dén, hirvoud kén na darzô da zigroazel ; hirvoud gan̄t-hô gan̄t c’houervder.
7. Ha pa livirin̄t d’id : Pérâg éc’h huanadez ? É liviri : Gan̄d ar péz a glévann ; râg hén̄ a zeû ; hag ann holl galounou a zizéc’hô, hag ann holl zaouarn a vézô diners, hag ann holl spéréjou a vézô gwanet, hag ann dour a rédô héd-da-héd ann holl c’hlinou ; chétu é teû, hag é c’hoarvez, émé ann Aotrou Doué.
8. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :
9. Mâb dén, diougan ha lavar : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Komz : Ar c’hlézé, ar c’hlézé a zô lemmet ; limet eo.
10. Lemmet eo évit laza ar viktimou ; limet eo évit teûrel skéd : râk té eo éc’h eûz diskaret gwalen va mâb, hag éc’h eûz trouc’het ann holl wéz.
11. Hag hé rôet em eûz d’ézhan̄, évid hé zerc’hel enn hé zourn ; évid hé lemma, hag hé lima, hag hé lakaad é dourn ann hini a dlé laza.
12. Garm, ha iûd, mâb dén ; râk tennet eo out va fobl, hag oud holl brin̄sed Israel, a zô bét tec’het dira-z-han̄ ; d’ar c’hlézé in̄t bét rôet gan̄t va fobl ; râk-sé skôit war hô morzed :
13. Râg eunn arnod eo ; ha pa dorfé ar walen, na vézô mui, émé ann Aotrou Doué.
14. Té éta, mâb dén, diougan ha skô da zaouarn ann eil oud égilé, ra zeûi diou ha teir gwéach klévé al lazérien ; hen-nez eo klézé al lazérez brâz, hô lakai da zaouzani,
15. A lakai ar galonou da zizéc’ha, hag a gresko ann disman̄trou. Digas a rinn ar spoun̄t oud hô holl zôriou