Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/174

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
172
levr ar profed ézékiel.

dirâg ar c’hlézé lemm-zé, limet évit luc’ha, béget évit laza.

16. Lemm, da vég ; kéa a zéou pé a gleiz, é pé léac’h-bennâg ma plijô d’as dremm.

17. Mé ivé a stokô va daouarn ann eil enn égilé, hag a leûniô va buanégez. Mé eo ann Aotrou em eûz komzet.

18. Ha gér ann Aotrou a zô deûet d’in, ô lavarout :

19. Ha té, mâb dén, laka d’id daou hen̄t, dré béré é hellô don̄t klézé roué Babilon ; eûz a eunn hévéleb brô é teûon̄t hô-daou ; hag hén̄ ô véza enn eur géar é penn ann daou hen̄t, a dennô d’ar sort dré béhini éz ai.

20. Eunn hen̄t a likii dré béhini éz ai ar c’hlézé étrézé Rabbat é brô bugalé Ammon, hag étrézé brô Juda, da Jéruzalem kéar kré-brâz.

21. Râk roué Babilon a arzaôaz er c’hroaz-hen̄t é penn ann daou hen̄t, ann diouganérez a glaskaz, ô veski ar saésiou ; kuzul a c’houlennaz digan̄d hé idolou, ar bouzellou a ardamézaz.

22. Kouéza a réaz ann diouganérez war Jéruzalem, a ioa enn tu déou ; hén̄ a zavaz ijinou brézel, a zigoraz hé c’hénou évid al lazérez, a réaz garmou brâz, a zavaz ann ijinou brézel oud ann ôriou, a réaz savennou-douar, hag a zavaz kréou.

23. En̄voradur ann oraklou a vézô évit-hô ével eunn dra didalvez, hag hî a wélô enn-han̄ ével eunn dén é éhan ann deisiou sabbat : hôgen hén̄ en dévézô koun eûz hé fallagriez, hag a zeûi évid hé c’hémérout.

24. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma hoc’h eûz digaset koun eûz hô fallagriez, ma hoc’h eûz rôet da anaout hô kwallérézou, ha ma eo en em ziskouézet hô péc’héjou enn hoc’h holl vénosiou ; ô véza, emé-vé, ma hoc’h eûz hô digaset da goun, é viot kéméret gan̄d ann dourn.

25. Hôgen té, den hép doujans, prin̄s fallagr a Israel, chétu ann deiz a oa merket évit kastiza da fallagriez.

26. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Tenn ar mitr, tenn ar gurunen. Ha né két houn-nez é deûz uc’héléet ann hini vuel, ha vuéléet ann hini uc’hel ?

27. Ar fallagriez, ar fallagriez, ar fallagriez a ziskouézinn ; ha kémen̄t-sé na c’hoarvézô kén na zeûi ann hini da biou eo ar varn ; hag hé rôinn d’ézhan̄.

28. Ha té, mâb dén, diougan, ha lavar : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué diwar-benn bugalé Ammon, ha diwar-benn hô mézégez ; hag é liviri : Klézé, klézé, en em zic’houin évit laza ; en em lim évit ma lazi ha ma luc’hi,

29. É-pâd ma wélon̄t traou didalvez diwar da benn, ha ma lavar gévier hô diouganerien ; évit ma kouézi war benn ar ré fallagr, ha ma ho gôlôi a c’houliou, pa vézô deûet ann deiz a oa bét merket évit kastiza hô fallagriez.

30. Distrô enn da c’houin, el léac’h é péhini oud bét krouet, é douar da c’hanédigez az parninn,

31. Hag é skuḻinn va frouden war-n-od ; tân va buanégez a c’houézinn enn-od, hag é rôinn ac’hanod étré daouarn tûd diboeil hag a aoz ar marô.

32. Da voéd é vézi d’ann tân, da c’hoad a vézô é-kreiz ann douar, d’ann an̄kounach é vézi rôet ; râk mé eo ann Aotrou, em eûz hé lavaret.


————


XXII. PENNAD


Gwallou Jérusalem a hast hé disman̄tr.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Ha té, mâb dén, ha na varni-dé két, ha na varni-dé két ar géar a c’hoad ?

3. Diskouéza a ri d’ézhi hé holl argarzidigézou, hag é liviri : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Houn-nez eo ar géar a skuḻ ar goâd enn hé c’hreiz, évit ma teui hé amzer ; hag é deûz gréat idolou enn hé éneb hé-unan, évid en em zaotra.

4. En em wallet oud, gan̄d ar goâd éch eûz skuḻet ; en em zaotret oud,