gan̄d ann idolou éc’h eûz gréat ; ha té éc’h eûz tôstéet da zeisiou, hag éc’h eûz hastet amzer da vloavésiou ; râk-sé em eûz da rôet da zismégan̄s d’ar brôadou, ha da c’hoapérez d’ann holl vrôiou.
5. Ar ré a zô tôst, hag ar ré a zô pell a drec’hô ac’hanod : té péhini a zô en em zaotret, a vézô brudet ha brâz da ziskar.
6. Chétu holl brin̄sed Israel a zô en em harpet war hô bréac’h évit skuḻa goâd enn-od.
7. Gwallet hô deûz enn-od tâd ha mamm, duet hô deûz enn da greiz ann diavésiad, glac’haret hô deûz enn-od ann emzivad hag ann in̄tan̄vez.
8. Va zan̄tuar éc’h eûz disprizet, ha va deisiou sabbat éc’h eûz saotret.
9. Labennérien a zô bét enn-od évit skuḻa ar goâd ; war ar ménésiou hô deûz débret enn-od ; gwallou hô deûz gréat enn da greiz.
10. Mézégez hô zâd hô deûz dizôlôet enn-od ; saotr ar c’hrég enn hé misiou hô deûz vuéléet enn-od.
11. Pép-hini anézhô en deûz gwallet grég hé nésa ; ann tâd-kaer en deûz gwallet gan̄d eur c’hadélez hé verc’h-kaer ; ar breûr en deûz gwallet enn-od hé c’hoar, merc’h hé dâd.
12. Rôou hô deûz digéméret enn-od, évit skuḻa ar goâd ; eur gounid hag eur c’hampi direiz éc’h eûz digéméret ; hag éc’h eûz duet da nésa dré bizoni ; hag éc’h eûz va an̄kounac’héet, émé ann Aotrou Doué.
13. Râk-sé chétu em eûz stoket va daouarn a-énep da bizoni, hag a-éneb ar goâd a zô bét skuḻet enn da greiz.
14. Da galoun hag hî a hellô en em harpa, da zaouarn hag hî a hellô en em fougéa, enn deisiou a zigasinn d’id ? Mé eo ann Aotrou em eûz komzet, hag é rinn.
15. Râk mé a skiñô ac’hanod é-touez ar brôadou, hag a wen̄tô ac’hanod é-kreiz ar boblou : hag é likiinn da éhana enn-od da hudurez.
16. Ha mé a berc’henno ac’hanod dirag ar brôadou : ha té a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
17. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :
18. Mâb dén, tî Israel a zô bét trôet évid-oun é kenn ; holl éz in̄t arem, ha stéan, hag houarn, ha ploum é-kreiz ar fornigel ; kenn arc’han̄t in̄t deûet.
19. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma oc’h bét trôet holl é kenn, râk-sé chétu hô strollinn holl é-kreiz Jéruzalem,
20. Ével ma strolleur ann arc’han̄t, hag ann arem, hag ar stéan, hag ann houarn, hag ar ploum é-kreiz ar fornigel ; é chouézinn tân war-n-ézhô évid hô zeûzi ; ével-sé é strollinn ac’hanoc’h em frouden, hag em buanégez, hag é arzaôinn ; hag é teûzinn ac’hanoc’h.
21. Ha mé hô strollô, hag a c’houézô war-n-hoc’h va frouden, hag é viot teûzet enn hé c’hreiz.
22. Ével ma teûzeûr ann arc’han̄t é-kreiz ar fornigel, ével-sé é viot teûzet enn hé c’hreiz ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô skuḻet va frouden war-n-hoc’h.
23. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :
24. Mâb dén, lavar d’ézhô : Eunn douar dic’hlan oud, né két bét glépiet gan̄d ar glaô é deiz va frouden.
25. Ar brofeded a zô bét dispac’het enn hé c’hreiz ; ével eul léon a iûd, hag a skrap hé breiz, hô deûz loun̄ket ann énéou ; madou brâz ha gôbrou hô deûz digéméret ; hé in̄tan̄vézet hô deûz paottet enn hé c’hreiz.
26. Hé béleien hô deûz disprizet va lézen, ha saotret va zan̄tuar ; n’hô deûz két gréat a zishévélédigez étré eunn dra san̄tel hag eunn dra ne d-eo ket san̄tel : n’hô deûz két gwézet anaoud eunn dra dic’hlan dioud eunn dra glân ; distrôet hô deûz hô daoulagad diouc’h va deisiou sabbat, ha saotret é oann enn hé c’hreiz.
27. Hé frin̄sed a ioa enn hé c’hreiz ével bleizi ô skrâpa eur preiz évit skuḻa goâd ; daré da golla ann énéou, ha da zastumi gounidou dré bizoni.
28. Hé froféded a lékéa war-n-ézhô prî divesk ; hî a wélé traou gwân, hag a ziougané d’ézhô gévier, ô lavarout : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué ; pa n’en dôa két komzet ann Aotrou.
29. Pobl ar vrô a zrouk-komzé bé-