préd, hag a skrapé dré ners ; ann tavan̄tek hag ar paour a c’hlac’haren̄t, hag ann diavésiad a wasken̄t gan̄d ho drouk-komsiou hép reiz.
30. Klasket em eûz eunn dén enn hô zouez, hag a zavché ével eur c’haé, hag a zeûjé da énébi ouz-in évid ar vrô-zé, gan̄d aoun na zispenfenn anézhi ; ha n’em eûz két kavet.
31. Hag em eûz skuḻet war-n-ézhô va frouden ; hô dispennet em eûz é tân va buanegez : hô hen̄t em eûz distaolet war hô fenn, émé ann Aotrou Doué.
1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in ; ô lavarout :
2. Mâb dén, diou c’hrég a oé merc’hed d’ann hévélép mamm.
3. Hag hî a zô en em rôet d’ar c’hadélez enn Éjipt, enn hô iaouan̄ktiz in̄t en em rôet d’ar c’hadélez ; énô eo bét gwasket war hô bronnou, énô eo bét tarzet penn-bronnou hô gwerc’hded.
4. Ar gôsa anézhô a oa hanvet Oolla, hag hé c’hoar iaouan̄k Ooliba ; d’in in̄t bét, hag hî hô deûz ganet mipien ha merc’hed ; hôgen ann hini a zô hanvet Oolla eo Samari, hag Ooliba Jéruzalem.
5. Hôgen Oolla en em rôaz d’ar c’hadélez em énep, hag a garaz dreist-penn hé orgédérien, ann Assiried hé amézéien,
6. Gwisket é glâz, péré a oa prin̄sed, ha bleñérien, ha tûd-iaouan̄k gadal, holl marc’héien, piñet war gézek.
7. Hag hî a zô en em roet d’ar c’hadélez gan̄d ann dûd dilennet-zé, holl mipien ann Assiried : hag hî a zo en em zaotret gan̄d holl hudurézou hé orgédérien.
8. Né deûz két dilézet zô-kén ar c’hadélez é dôa bét enn Éjipt ; râg hî hô dôa ivé kousket gan̄t-hi enn hé iaouanktiz, tarziet hô dôa penn-bronnou hé gwerc’hded, hag hô dôa skuḻet hô gadélez war-n-ézhi.
9. Râk-sé em eûz hé lékéat étré daouarn hé orgédérien, étré daouarn mipien Assur, péré é deûz karet dreist-penn.
10. Hî eo hô deûz dizôlôet hé mézégez, hô deûz kéméret hé mipien hag hé merc’hed, hag hô deûz hé lazet hé-unan gan̄d ar c’hlézé : hag hî a zô bét brudet é-touez ar c’hragez, ô véza ma hô deûz gréat barn war-n-ézhi.
11. Goudé m’é dôé gwélet kémen̄t-sé hé c’hoar Ooliba, en em rôaz gwasoc’h éget-hô d’ar c’hadélez ; hag en em zaotra a réaz dreist hé c’hoar.
12. Da vipien ann Assiried eo en em rôet divéz ; ha d’ann duged, ha d’ar vlénérien a zeûé étrézég enn-hi, gan̄d diḻad a bép liou, ha d’ar varc’héien a oa piñet war gézek, ha da dûd-iaouan̄k a zoaré vad.
13. Gwélet em eûz pénaoz é oa saotret hen̄t ann eil hag ében anézhô.
14. Hag Ooliba a greskaz c’hoaz hé gadélésiou ; pa é doé gwélet tûd livet war ar vôger, skeûdennou ar C’haldéed roudennet gan̄t livou,
15. Hag hî gourizou-klézé oud hô dargreiz, ha mitrou livet war hô fenn, hag hô duged holl diouc’h ann doaré, hag hén̄vel out mipien Babilon ha brô ar C’haldéed, é péhini é oan̄t ganet,
16. Hi hô c’haraz dreist-penn pa hô gwélaz, hag a gasaz kannaded d’ézhô er C’haldéa.
17. Ha mipien Babilon a zeûas d’hé c’havout é gwélé hé lousdôni, hag a zaotraz anézhi gan̄d hô lousdoniou ; hag hî a oé saotret gan̄t-hô, hag hé c’haloun é doe hé gwalc’h anézhô.
18. Lakaad a réaz enn noaz hé c’hadélez, hag é tizôlôaz hé mézégez ; ha va éné en em dennaz diout-hi, ével ma oa en em dennet va éné dioud hé c’hoar.
19. Râg hî é deûz paottet hé c’hadélez, ô kaout koun eûz a zeisiou hé iaouan̄ktiz, é péré é oa en em rôet d’ar chadélez e douar ann Éjipt.
20. Hag en em rôet eo hî d’ar c’hadélez gan̄d orgédérien, kîk péré a zô