va ézan̄s ha va louzou-c’houés-vad.
42. Hag é kléved enn-hi mouéz eul lôd brâz a dûd a ioa el lévénez : hag ô kémérout hiniennou eûz ann dûd a zigased eûz ann distrô, é lékéjon̄t lagadennou-bréac’h enn hô daouarn, ha kurunennou skéduz war hô fennou.
43. Neûzé é liviriz d’ann hini a zô kôséet enn avoultriez : Hag hou-man̄ en em rôi c’hoaz d’hé c’hadélez ?
44. Hag hî a zô éad d’hé c’havout ével m’az éeur da gavout eur c’hrég fall ; ével-sé in̄t bét éat da gavout Oolla hag Ooliba, ar gwall c’hragez-zé.
45. Râk tûd gwirion in̄t ; hi a varnô anézhô ével ma varneur ann avoultrérézed, ével ma varneur ar ré a skuḻ ar goâd ; ô véza ma in̄t avoultrérézed, ha ma éz eûz goâd enn hô daouarn.
46. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Digas out-hô eul lôd brâz a dûd, ha rô-hi d’ar reustl ha d’ar preiz.
47. Ra zeûi ar boblou d’hô labéza gan̄t mein, ha d’hô zoulla gan̄d hô c’hlézeier ; ra lazin̄t hô mipien hag hô merc’hed ; ra zevin̄t hô ziez gan̄d ann tân.
48. Ével-sé é laminn ar gwall eûz ar vrô, hag ann holl c’hragez a zeskô da dec’hout diouc’h gwallou ar ré-man̄.
49. Hag hî a lakai da gouéza hô kwall war-n-hoc’h ; hag é tougod péc’héjou hoc’h idolou ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.
1. Enn naved bloaz, enn dékved mîz, enn dekved deiz eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou d’in, ô lavarout :
2. Mâb dén, skriv évid-od hanô ann deiz-man̄ ; râg enn deiz-man̄ eo savet roué Babilon a-énep Jéruzalem.
3. Hag é komzi oud ann ti héguz gan̄d eul lavar-trôet, hag é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Kémer eur pôd ; kémer, émé-vé, ha laka dour enn-han̄.
4. Dastum tammou kîk enn-han̄, eûz al lec’hiou gwella, ar vorzed, ar skoaz, ann tammou dilennet ha leûn a eskern.
5. Kémer al larta loéned, ha laka ann eskern a vern dindân ar c’hîk : laka-hi da virvi kaer, kén na boazô ann eskern a zô ébarz.
6. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Gwâ ar géar a c’hoad, ar pôd a zô merklet, ha n’az a két ar merkl diout-han̄ ; tenn ar c’hîk anézhan̄ a-damm-é-tamm, hép ma vézo taolet ar sort war-n-ézhô.
7. Râg hé goâd a zô enn hé c’hreiz : war ar méan al lampra é deûz hé skuḻet ; n’é deûz két hé skuḻet war ann douar, évit na vijé két gôlôet gan̄d ar poultr.
8. Évit lakaad da gouéza va frouden war-n-ézhi, hag en em ven̄ji anézhi, é rôinn hé goâd da skuḻa war ar méan al lampra évit na vézô két gôlôet.
9. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Gwâ ar géar a c’hoad, é béhini é rinn eur c’hrac’hel-geûneûd vrâz.
10. Bernit ann eskern, évit ma hô dévinn ; ar c’hîg a vézô bévézet ; ann holl dammou a vézô poazet, hag ann eskern a iélô-da-nétra.
11. Laka ivé ar pôd goullo war ar glaou béô, évit ma tommô ha ma loskô hé arem ; ma teûzô hé genn enn-han̄, ha ma vézô bévézet hé verkl.
12. Enn aner eo bét labouret ha c’houézet évit tenna ar merkl anézhan̄, né két éat zôkén gan̄d ann tân.
13. Argarzuz eo da hudurez : râk fellet eo bét d’in da c’hlana, ha n’oud két bét glanet eûz da zaotrou ; hôgen na vézi mui glanet, kén n’am bézo lékéat da arzaôi va frouden war-n-od.
14. Mé ann Aotrou em euz komzet : Deûet, hag é rinn. N’az inn két ébiou, na esperninn két, na habaskainn két : hervez da hen̄chou, hag hervez da ôberiou é varninn ac’hanod, émé ann Aotrou.
15. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :
16. Mâb dén, chétu mé a zigasô eur gouli war-n-od, ô skrapa d’id ar péz a zô ann hétusa d’as daoulagad ;