10. Da vugalé ar sâv-héol gan̄t bugalé Ammon ; hag hé rôinn d’ézhô é digouéz ; évit na vézô mui a goun eûz a vugalé Ammon é-touez ar brôadou,
11. Ober a rinn ivé barn war Voab ; hag hî a wézo pénaoz eo mé ann Aotrou.
12. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma é deûz gwall c’hréat ann Idumea, pa eo en em ven̄jet eûz a vugalé Juda ; ma é deûz péc’het-brâz, pa é deûz ioulet en em ven̄ji anézhô :
13. Rak-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Astenna a rinn va dourn war ann Iduméa ; dispenna a rinn enn-hi ann dûd hag al loéned, hag hé likiinn da véza eunn distrô war-zû ar c’hrésteiz ; hag ar ré a zô é Dédan, a gouézo dindân ar c’hlézé.
14. Ha mé a rôi va ven̄jan̄s war ann Iduméa dré zourn va fobl a Israel ; hag hî a rai é-kén̄ver Édom hervez va buanégez, ha va frouden ; hag ann Iduméed a wézô pétrâ eo va ven̄jan̄s, émé ann Aotrou Doué.
15. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma hô deûz ar Filistined gréat ven̄jan̄s, ma in̄t en em ven̄jet a greiz hô c’haloun, enn eul laza, évit gwalc’ha eur gasoni gôz :
16. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Astenna a rinn va dourn war ar Filistined, hag é lazinn al lazérien-zé, hag é tispenninn dilerc’hiou aod ar môr.
17. Ha mé a rai war-n-ézhô ven̄jan̄sou brâz, oc’h hô c’hroza em frouden ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô rôet va ven̄jan̄s war-n-ézhô.
1. Enn unnekved bloaz, enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :
2. Mâb dén, ô véza ma é deûz Tir lavaret eûz a Jéruzalem : Mâd, torred eo persier ar boblou ; trei a rai étrézég enn-oun ; en em leûnia a rinn, hag hî a vézô didûd.
3. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé ouz-id, ô Tir ; ha mé a lakai da zével enn da énep kalz a vrôadou, ével ma laka ar môr da zével hé goummou.
4. Hag hî a ziskarô muriou Tir, hag a freûzô hé zouriou ; ha me a skrabô ar poultr anézhi ; hag é likiinn anézhô ével eur méan al lampra.
5. Da eul léac’h da zec’ha ar rouéjou é teûi é-kreiz ar môr, ô vésa ma em eûz komzet, émé ann Aotrou Doué ; hag hî a vézô da breiz d’ar brôadou.
6. Hé merc’hed ivé, péré a zô er parkéier, a vézô lazet gan̄d ar c’hlézé ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
7. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a zigasô da Dir eûz ann han̄ter-nôz Nabukodonosor, roué Babilon, roué ar rouéed, gan̄t kézek, ha kirri, ha marc’héien, hag ul lôd brâz a dûd hag a boblou.
8. Da verc’hed, péré a zô er parkéier, a vézô lazet gan̄d ar c’hlézé ; kréou ha savennou douar a zavô enn dro d’id ; ann diren a c’horréô enn da énep.
9. Koadennou ha tourzed a zavô oud da vuriou, hag é tiskarô da douriou gan̄d hé armou.
10. Gan̄d al lôd brâz eûz hé gézek é vézi gôlôet a boultr ; gan̄t trouz hé varc’héien, hag hé rôdou, hag hé girri, é kréno da vuriou, pa dréménô dré da bersier, ével enn eur géar dilézet.
ll. Gan̄t karn hé gézek é vac’hô da holl leûriou-kéar ; gan̄d ar c’hlézé é skôi da bobl, ha da skeûdennou ar ré gaéra a ziskarô d’ann douar.
12. Gwasta a rain̄t da vadou, preiza a rain̄t da varc’hadourez : da vuriou a ziskarin̄t, ha da diez ar ré gaéra a daolin̄t d’ann douar ; hag hî a daolô é-kreiz ann douréier da vein, da goat, ha da boultr.
13. Ha mé a lakai da éhana da holl ganaouennou, ha na vézô klévet mui soun da délennou.
14. Ha mé az lakai ével eur méan al lampra ; don̄d a rî da véza ével eul