Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/182

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
180
levr ar profed ézékiel.

16. Ar Siried hô deûz gréat gwerzidigez gan-éz enn abek d’al lôd brâz eûz da labouriou ; hag hî hô deûz digaset war da varc’hallec’hiou perlez, tané, lien rouédek, lien lîn moan, seiz ha chodchod.

17. Juda ha douar Israel a zô bét ivé da varc’hadourien ; hag hî hô deûz digaset war da varc’hallec’hiou gwiniz flour, ha balzam, ha mél, hag eôl, ha rousin.

18. Tûd Damas a oa ivé da varc’hadourien, enn eskemm eûz da holl labouriou ; hag hî a zigasé kalz madou, gwîn c’houék, ha gloan livet-kaer.

19. Dan, hag ar Grésia, ha Mosel hô deûz digaset d’as marc’hallec’hiou houarn govéliet ; gwerzet hô deûz ivé d’id stakté ha raos c’houés-vad.

20. Dédan a werzé d’id pallennou-kézek.

21. Ann Arabia, hag holl brin̄sed Sédar a oa da varc’hadourien ; hî a zigasé d’id ein, tourzed ha bouc’hed.

22. Saba ha Réema a werzé ivé d’id hag a bréné gan-éz ; hî a zigasé d’id louzou-c’houés-vâd, mein talvouduz hag aour.

23. Haran, ha Chéné, hag Éden a bréné digan-éz. Saba, hag Assur, ha Kelmad a wérzé d’id.

24. Ar ré-man̄ a réa eur werzidigez vrâz gan-éz, hag a zigasé d’id mézer glâz, broudérez, hag arrébeûri talvouduz strôbet ha stardet gan̄t kerdin ; koat sedr a werzen̄t ivé d’id.

25. Da listri éo da wella gwerzidigez ; té a zô bet leûniet a vadou, hag a c’hloar é-kreiz ar môr.

26. Da roén̄viérien hô deûz da gaset war ann douréier brâz, avel ar c’hrésteiz é deûz da vrévet é-kreiz ar môr.

27. Da vadou, ha da den̄zoriou, ha da holl varc’hadourez, da verdéidi ha da levierien, ar ré a reizé pép-trâ war da varc’hallec’hiou, ann holl vrézélidi péré a oa enn-od, al lôd brâz a dud péré a oa enn da greiz a gouézô é-kreiz ar môr é deiz da zisman̄tr.

28. Ouc’h trouz garmou da lévierien é vézô spoun̄tet ar strolladou listri.

29. Ar ré holl a zalc’hé ar roén̄v a ziskennô eûz hô listri ; ar verdéidi hag ann holl lévierien en em zalc’hô war ann douar.

30. Keina a rain̄t kré diwar da benn, hag é c’harmin̄t gan̄t c’houervder ; teûrel a rain̄t poultr war hô fennou, en em sparfa a rain̄t gan̄t ludu.

31. Touza a rain̄t hô bléô enn abek d’id, eur gouriz-reun a likiin̄t war hô dargreiz ; gwéla a rain̄t war-n-od é c’houervder hô c’haloun gan̄d eur c’hlac’har vrâz.

32. Hag hî a rai eur c’heinvan diwar da benn, hag a wélô war-n-od, ô lavarout : Piou a zô ével Tir, péhini a zô deûet da véza mûd é-kreiz ar môr ?

33. Té péhini, gan̄d da werzidigez war ar môr, éc’h eûz leûniet a vadou eul lôd brâz a boblou ; té péhini gan̄d da vadou brâz, ha gan̄d da boblou paot, éch eûz pinvidikéet rouéed ann douar.

34. Bréma oud brévet gan̄d ar môr ; da vadou a zô éat é gwéled ann douréier, hag al lôd brâz a dûd a oa enn-od a zô kouézet.

35. Ar ré holl a choum enn énézi a zô bét saouzanet diwar da benn ; hag hô holl rouéed skôet gan̄d ar stourm-sé a zô bét gwévet enn hô dremm.

36. Marc’hadourien ar boblou hô deûz gréat goab ac’hanod ; deûet oud da-gét, ha na zistrôi mui-da-vikenn.


————


XXVIII. PENNAD


Kanaouen kan̄vaouuz diwar-benn disman̄tr Sidon.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in : ô lavarout :

2. Mâb Dén, lavar da brin̄s Tîr : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma eo bét savet da galoun, ha ma éc’h eûz lavaret : Doué ounn, hag ounn azézet é kador Doué é-kreiz ar môr : pétrâ-bennâg ma oud eunn dén, ha n’oud két eunn Doué, ha ma éc’h eûz rôet da galoun ével kaloun eunn Doué.

3. Chétu te a zô furoc’h égét Daniel ; n’eûz disgwél é-bed kuzet d’id.

4. Gan̄d da furnez ha gan̄d da boell