Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/183

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
181
levr ar profed ézékiel.

oud deûet da véza kré, hag éc’h eûz dastumet aour hag arc’han̄t enn da den̄zoriou.

5. Gan̄d da furnez vrâz, ha gan̄d da werzidigez éc’h eûz kresket da c’halloud ; ha da galoun a zô bét savet enn da ners.

6. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma eo bét savet da galoun ével kaloun eunn Doué ;

7. Râk-sé chétu mé a zigasô enn da énep diavésidi, ar ré gréva eûz ar brôadou ; hag hî a lakai hô c’hlézé enn noaz war gaerded da furnez, hag a zaotrô da c’hénéd.

8. Da laza a rain̄t, hag az taolin̄t d’ar gwéled : hag é varvi é-touez ar ré a vézô lazet é-kreiz ar môr.

9. Ha té a lavarô dirâg ar ré a lazô ac’hanod : Doué ounn ; pétrâ-bennâg ma oud eunn dén, ha n’oud két eunn Doué, étré daouarn ar ré az lâz ?

10. Eûz a varô ar ré-zienwad é varvi dré zourn ann diavésidi ; râk mé eo em eûz hé lavaret, émé ann Aotrou Doué.

11. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout : Mâb dén, grâ keinvan diwar-benn roué Tir,

12. Ha lavar d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Té a ioa ar ziel hévél oc’h Doué (M), leûn a furnez ha klôk a gaerded :

13. É dudiou paradoz Doué oud bét : pép méan talvouduz a c’hôlôé ac’hanod ; ar sardon, ann topaz, ar jasp, ar c’hrizolit, ann oniks, ar béril, ar safir, ar c’harboun̄kl, hag ann éméroden, hag ann aour a greské da skéd ; hag ar zutellou a zô bét aozet évid ann deiz é péhini oud bét krouet.

14. Té a ioa eur c’hérubin astennet ha gwarézer : da lékéat em bôa war vénez san̄tel Doué ; é-kreiz ar vein lugernuz éc’h eûz baléet.

15. Klôk é oaz enn da hen̄chou enn deiz é péhini oud bét krouet, kén na eo bét kavet ar fallagriez enn-od.

16. Gan̄d da werzidigez vrâz, eo bét leûn da galoun a fallagriez, hap éc’h eûz péc’het ; hag em eûz da zistolet eûz a vénez Doué, hag em eûz da gollet, ô kérubin gwarézer, eûz a greiz ar vein lugernuz.

17. Savet eo bét da galoun enn da skéd ; kollet éc’h eûz da furnez enn da gaerded ; da ziskaret em eûz d’ann douar ; dirâg ar rouéed em eûz da lékéat évit ma wélin̄t ac’hanod.

18. Gan̄d al lôd brâz eûz da fallagriézou, ha gan̄t fallagriez da werzidigez éc’h eûz saotret da zan̄télez ; lakaad a rinn éta da zon̄d er-méaz ac’hanod eunn tân hag a loun̄kô ac’hanod ; hag é likiinn ac’hanod da gouéza é ludu war ann douar dirâg ar ré holl az gwélô.

19. Ar ré holl az gwélô é-touez ar boblou, a vézô saouzanet diwar da benn ; da-gét é vézi deûet, ha na vézi mui da-vikenn.

20. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

21. Mâb dén, trô da zaoulagad war-zû Sidon, ha diougan diwar hé fenn,

22. Ha lavar : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a zeû étrézég enn-od, Sidon, hag é vézinn san̄télet enn da greiz ; ha da dûd a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô bét gréat barn enn-hi, hag é vézinn bét san̄télet enn-hi.

23. Ar vosen a gasinn enn-hi, hag ar goad enn hé leûriou-kéar ; hag hî a gouézô a bép tû enn hé c’hreiz lazet gan̄d ar c’hlézé ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

24. Na vézô mui évit tî Israel eunn abeg a wall-skouér hag a c’houervder, nag eunn dréan ô c’hlaza ar ré holl a zô war hé zrô, hag a stourm out-hi ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.

25. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : P’am bézô strollet tî Israel eûz a vesk ar boblou é-touez péré em eûz hô skiñet, é vézinn san̄télet enn-hô dirâg ar brôadou ; hag hî a choumô enn hô douar, em bôa rôet da Jakob, va zervicher.

26. Hag hî a choumô enn-han̄ gan̄t pép kréd ; hag hî a zavô tiez, hag a blan̄tô gwini, hag a choumô gan̄t fisiañs, p’am bézô gréat barn war ar ré holl a stourm out-hô trô-war-drô ; hag hî a wézô pénaoz eo me ann Aotrou, hô Doué.


————