Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/186

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
184
levr ar profed ézékiel.

Faraon, roué ann Éjipt, hag é astorrinn hé vréac’h kré, hag hén̄ torret ; hag é likiinn da gouéza ar c’hlézé eûz hé zourn.

23. Ha mé a skiñô ann Éjiptianed é-touez ar brôadou, hag a wen̄tô anézhô é-kreiz ar brôiou.

24. Ha mé a grévai bréac’h roué Babilon, hag a lakai va c’hlézé enn hé zourn ; hag é torrinn bréac’h Faraon, hag hé dûd a c’harmô hag a geinô, pa vézin̄t lazet dira-z-han̄.

25. Ha mé a grévai bréac’h roué Babilon, ha bréac’h Faraon a gouézô ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô lékéat va c’hlézé é dourn roué Babilon, ha p’en dévézô hé astennet war vrô ann Éjipt.

26. Ha mé a skiñô ann Éjiptianed é-touez ar brôadou, hag a wen̄tô anézhô é kreiz ar brôiou ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.


————


XXXI. PENNAD


Ével ma eo bét disman̄tret ann Assiria, é vézô disman̄tret ivé ann Éjipt.


1. Hag enn unnékved bloaz, enn trédé mîz, enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou d’in, ô lavarout.

2. Mâb dén, lavar da Faraon, roué ann Éjipt, ha d’hé bobl : Out piou oud-dé héñvel enn da vrasder ?

3. Chétu Assur a ioa ével eur wézen-sedr war al Liban, kaer enn hé skourrou, stan̄k enn hé bran̄kou, hag uc’hel-brâz ; hag é-touez hé skourrou stan̄k, é savé hé bâr.

4. Ann douréier hô dôa hé maget, al loun̄k en dôa hé lékéat da zével ; ar steriou a rédé enn-drô d’hé grisiou, hag hî a gasé hé gouériou da holl wéz ar mésiou.

5. Râk-sé é oa bét savet dreist holl wéz ar vrô ; hag hé skourrou a oa paottet, hag hé bran̄kou a oa en em astennet gan̄d ann douréier vrâz.

6. Ha p’en dôé lédet hé skeûd, holl evned ann én̄v a réaz hô neiz enn hé skourrou, hag holl loéned ar c’hoajou a c’hanaz hô menned dindân hé bran̄kou, hag eul lôd brâz a vrôadou a choumé dindân hé skeûd.

7. Kaer-brâz é oa enn hé brasder, hag el léd eûz hé skourrou ; ô véza ma oa tôst hé grisiou d’ann douréier vrâz.

8. Ar gwéz-sedr na oan̄t két uc’héloc’h éget-hi é liors Doué, ar gwéz-sapr na oan̄t két kenn uc’hel hag hî, nag ar gwéz-platan kén lédan hag hî enn hô skourrou ; na oa gwézen é-béd é liors Doué hén̄vel oud hou-man, na ker kaer hag hî.

9. O véza ma em bôa hé gréat kaer, ha m’é dôa kals a skourrou deliaouuz, ann holl wéz dudiuz eûz a liors Doué a érézé anézhi.

10. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma eo savet houn-nez enn hé uc’helder, ma é deûz gorréet bâr hé skourrou ker glaz ha ker stan̄k, ha ma eo bét savet hé c’haloun enn hé uc’helder ;

11. Em eûz hé lékéat étré daouarn ar c’hréva eûz ar brôadou, péhini a rai d’ézhi ar péz a garô ; enn abek d’hé fallagriez em eûz hé distaolet.

12. Diavésidi, hag ar ré grisa eûz ar brôadou, a drouc’hô anézhi, hag hé zaolô war ar ménésiou ; hé skourrou a gouézô a bép tû a-héd ann traon̄iénnou, hag hé bran̄kou a vézô torret war holl rec’hier ann douar ; hag holl boblou ann douar en em dennô a zindân hé skeûd hag a zilézô anézhi.

13. Holl evned ann én̄v a choumô enn hé diskariou, hag holl loéned ar mésiou en em dennô enn hé skourrou.

14. Dré-zé ann holl wéz, plan̄tet war ann doureier na zavin̄t mui enn hô uc’helder, ha na c’horrôin̄t mui hô bâr dreist hô skourrou ker stan̄k ; hag ar ré a vézô douret na choumin̄t két enn hô sâ : râg holl in̄t bét rôet d’ar marô é gwéled ann douar, é-kreiz bugalé ann dûd, gan̄d ar ré a ziskenn er poull.

15. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Enn deiz é péhini eo bét diskennet er béz, em eûz gréat kan̄v, hag em eûz hé gôlôet gan̄d al loun̄k ; hé steriou em eûz stan̄ket ; miret em eûz oud hé doureier vrâz da rédek ;