al Liban a zô bét glac’haret diwar hé fenn, hag holl wéz ar mésiou a zô bét horellet.
16. Gan̄t trouz hé disman̄tr em eûz spoun̄tet ar brôadou, pa hé c’hasenn d’ann ifern, gan̄d ar ré a ziskenné er poull ; hag ann holl wéz dudiuz ar ré vrasa hag ar ré uc’héla eûz al Liban, péré a oa bét douret, a zô bét dizoaniet é gwéled ann douar.
17. Râg hî ivé a ziskennô enn ifern, gan̄d ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé ; ha kémen̄d hini anézhô a vézo bét da vréac’h d’ézhi, a vézô azézet dindân hé skeûd é-kreiz ar brôadou.
18. Out piou oud-dé hén̄vel, té péhini a zô kér brâz ha kenn uc’hel é-touez ar gwéz dudiuz ? Chétu oud bét diskennet gan̄d ar gwéz dudiuz é gwéled ann douar ; é-kreiz ar ré-zienwadet é kouski, gan̄d ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé. Ével-sé é vézô Faraon hag hé holl bobl, émé ann Aotrou Doué.
1. Hag enn daouzékved bloaz, enn daouzékved mîz, enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, é teuaz gér ann Aotrou d’in, ô lavarout :
2. Mâb dén, grâ eur c’heinvan diwar-benn Faraon, roué ann Éjipt, ha lavar d’ézhan̄ : Out léon ar brôadou oud bét hén̄vel, hag oud ann aérouan̄t a zô er môr : skei a réez gan̄d da gorn kémen̄d a oa enn da steriou, tévalaad a réez ann doureier gan̄d da dreid, hag é vac’hez hô steriou.
3. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Astenna a rinn war-n-od va rouéjou gan̄d eul lôd brâz a boblou, hag é tidenninn ac’hanod em zeûlen.
4. Da deûrel a rinn war ann douar, hag é tilézinn ac’hanod war c’horré ar mésiou : lakaad a rinn evned ann én̄v da choum war-n-od, ha loéned ann douar holl d’en em walc’ha ac’hanod.
5. Da gîg a likiinn war ar ménésiou, hag é leûninn ann traon̄iennou gan̄d da vreinadurez.
6. Skuḻa a rinn da c’hoad brein war zouar ar ménésiou, hag é leûninn ann traon̄iennou gan-éz.
7. Pa vézi marô, é c’hôlôinn ann én̄v, hag é likiinn ar stéred da véza dû ; ann héol a c’hôlôinn gan̄d eur goabren, hag al loar na rôi két hé goulou.
8. Holl c’houlaouennou ann én̄v a likiinn da wéla war-n-od ; ann dévalien a skuḻinn war da zouar, émé ann Aotrou Doué, pa gouézô da ré-c’hlazet é-kreiz ann douar, émé ann Aotrou Doué.
9. Ha mé a lakai da skrija kaloun meûr a bobl, pa rôinn da anaout da zisman̄tr é-touez ar brôadou, é brôiou ha na anavézez két.
10. Ha me a lakai kalz poblou da zaouzani diwar da benn, hag hô rouéed a vézô spoun̄tet-brâz enn abek d’id, pa zéraouô va c’hlézé tréménoud dira-z-hô : ha pép-hini anézhô a grénô évit-han̄ hé-unan é deiz da zisman̄tr.
11. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Klézé roué Babilon a zeûi war-n-od.
12. Gan̄t klézéier ar ré gré é tiskarinn da lôd brâz a dûd : didrec’huz eo ann holl vrôadou-zé ; hag hi a gasô-da-gét balc’hder ann Éjipt, hag hé holl dûd a vézô bévézet.
13. Ha mé a lakai da vervel ann holl loéned a oa war-héd ann douréier vrâz ; ha na vézin̄t mui kéflusket gan̄t troad ann dén ; ha karn al loéned n’hô strafiḻô mui.
14. Neûzé é likiinn hô douréier da véza dizaotr, hag hô stériou da véza ével éô1, émé ann Aotrou Doué.
15. P’am bézô gwastet douar ann Éjipt ; pa vézô deûet didûd hé holl brô ; p’am bézô skôet gan̄d hé holl dûd ; hî a wézô neûzé pénaoz eo mé ann Aotrou.
16. Ével-henn hé gwéli, ével-henn hé gwélin̄t : merc’hed ar brôadou a wélo anézhan̄ ; gwélet é vézô war ann Éjipt, ha war hé holl bobl, émé ann Aotrou Doué.
17. Hag enn daouzékved bloaz, er