c’haniou a zeûi-da-nétra, hag a zizec’hô : ar c’hors hag ar broenn a wén̄vô.
7. Aoz ar c’houériou a zizec’hô er vammen ; ann holl hadou a-héd hô aod a zizec’hô, a wévô, hag a iélô-da-nétra.
8. Ar beskéterien a vézô glac’haret ; ar ré holl péré a daol ann higen er ster a skuḻô daérou ; ar ré a steñ hô rouéjou war-c’horré ann douréier, a vézévellô.
9. Ar ré a labouré al lîn, a gribé anézhan, hag a réa gan̄t-han̄ neûd moan, a vézô mézékéet.
10. Al lec’hiou douret a zeûi da hesk ; hag ar ré holl péré a réa poullou évit paka pésked.
11. Diskian̄t eo prin̄sed Tanis ; ar guzulierien fûr-zé da Faraon hô deûz rôet eur c’huzul diskian̄t. Pénaoz é livirit-hu da Faraon : Mâb ar ré fûr ounn, mâb ar rouanez kôz ?
12. Péléac’h éma bréma da ré fûr ? Ra rôin̄t da anaoud d’id, ra ziouganin̄t d’id pétrâ a venn Aotrou ann arméou diwar-benn ann Éjipt ?
13. Diskian̄t eo deuet da véza prin̄sed Tanis ; digalounékéet eo prin̄sed Memfis ; touellet eo bét gan̄t-hô ann Éjipt, ners hé boblou.
14. Ann Aotrou en deûz kemmesket enn hé c’hreiz eur spéred a abafder ; hag hî hô deûz lékéat ann Éjipt da horella enn hô holl ôberiou, ével ma horell eunn dén mézô pa zisloun̄k.
15. Ha na wézô két ann Éjipt pétrâ da ôber, nag ar penn nag al lost, nag ar ré gré nag ar ré zister.
16. Enn deiz-zé ann Éjiptianed a vézô ével gragez ; saouzani a rain̄t, spoun̄tet-brâz é vézin̄t, pa wélin̄t Aotrou ann arméou oc’h héja hé zourn war-n-ézhô ;
17. Douar Juda a vézô da spoun̄t d’ann Éjipt ; piou-bennâg en dévézô koun eûz a Juda, a grenô gan̄d ar gwél eûz ar péz en dévézô mennet Aotrou ann arméou enn hé énep.
18. Enn deiz-zé é vézô pemp kéar é douar ann Éjipt a gomzô iez Kanaan, hag a douô dré Aotrou ann arméou ; unan anézhô a vézô hanvet kéar ann héol.
19. Enn deiz-zé é vézô eunn aoter d’ann Aotrou é-kreiz douar ann Éjipt, hag eur peûlvan d’ann Aotrou war hé harzou.
20. Eunn arouéz é vézô hag eunn desténi da Aotrou ann arméou é douar ann Éjipt. Râg hî a c’harmô étrézég ann Aotrou enn abek d’hô heskiner, hag hén̄ a gasô d’ézhô eur salver hag eur gwarézer, a zieûbô anézhô.
21. Hag ann Aotrou a vézô anavézet gan̄d ann Éjipt, hag ann Éjiptianed a anavézô ann Aotrou enn deiz-zé ; hag hî a azeûlô anézhan̄ gan̄d hostivou ha rôou ; hô gwéstlou a gennigin̄t hag a rôin̄t d’ézhan̄.
22. Hag ann Aotrou a skôi war ann Éjipt eur gouli, hag hé iac’hai ; hî a zistrôi oud ann Aotrou, hag hén̄ a habaskai out-hô, hag hô iac’hai.
23. Enn deiz-ze é vézô eunn hen̄t eûz ann Éjipt d’ann Assiria ; hag ann Assiried a iélô enn Éjipt, hag ann Éjiptianed enn Assiria ; hag ann Éjiptianed a vézô dindan béli ann Assiried.
24. Enn deiz-zé Israel a vézô da drédé d’ann Éjiptian ha d’ann Assiriad ; ar vennoz a vézô é-kreiz ann douar,
25. En deûz benniget Aotrou ann arméou, ô lavarout : Benniget eo ann Éjipt va fobl, hag ann Assiria, labour va daouarn, hag Israel va digwéz.
1. Er bloaz é péhini Tartan, kaset gan̄t Sargon, roué ann Assiried, a zeûaz da Azot, a stourmaz out-hi, hag hé c’héméraz :
2. Enn amzer-zé ann Aotrou a gomzaz oud Isaias, mab Amos, ô lavarout : Kéa, ha tenn ar zâc’h diwar da zargreiz, ha diwisk da voutou eûz da dreid. Hag hén̄ a réaz ével-sé, hag a iéaz noaz ha divoutou.
3. Hag ann Aotrou a lavaraz : Ével ma en deûz baléet va servicher Isaias, noaz ha divoutou, da arouéz ha da vurzud eûz ar péz a dlé da c’hoarvé-