Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/192

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
190
levr ar profed ézékiel.


XXXV. PENNAD


Disman̄tr ann Iduméed.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mab dén, trô da zaoulagad war-zu ménez Seir, ha diougan enn hé énep, ha lavar d’ézhan̄ :

3. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a zeû étrézég enn-od, ménez Seir, hag éc’h astenninn va dourn war-n-od, hag az likiinn da véza gwastet ha didûd.

4. Diskara a rinn da gériou, ha té a vézô didûd ; hag é wézi pénaoz eo mé ann Aotrou.

5. O véza ma oud bét eunn énébour peûr-baduz, ha ma oud éat gan̄d ar c’hlézé war-lerc’h bugalé Israel, é amzer hô glac’har, é amzer hô gwasa fallagriez.

6. Râk-sé ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, mé az rôi d’ar goâd, hag ar gôad a heûliô ac’hanod ; hag ô véza ma éc’h eûz kaséet ar goâd, ar goad a heûliô ac’hanod.

7. Ha mé a lakai ménez Seir da véza gwastet ha didûd ; hag é pellainn diout-han̄ ar ré a iéa hag a zeûé.

8. Leûnia a rinn hé vénésiou gan̄d ar ré eûz hé dûd a vézô bét lazet ; enn da grec’hiennou, hag enn da draon̄iennou, hag er frouden é kouézin̄t dindân ar c’hlézé.

9. Da lakaad a rinn enn eunn distrô peûr-baduz ; ha da gériou a vézô didûd ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.

10. O véza ma éc’h eûz lavaret : Diou vrôad ha diou vrô a vézô d’in, ha da zigwéz em bézô anézhô ; pétrâ-bennâg ma édô ann Aotrou énô :

11. Râk-sé ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, é rinn d’id hervez da vuanégez, hag hervez ann hérez hag ar c’hâs éc’h eûz diskouézet enn hô c’hén̄ver ; hag é teûinn da véza brudet enn hô zouez, p’am bézô da varnet.

12. Ha té a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, ha pénaoz em eûz klévet ann holl gunuc’hennou éc’h eûz embannet a-enep ménésiou Israel, ô lavarout : Didud in̄t ; roet in̄t d’é-omp da loun̄ka.

13. Hô kénou a zô bét savet em énep ; gériou balc’h hoc’h eûz lavaret diwar va fenn ; ha mé em eûz hé c’hlévet.

14. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Pa vézô ar vrô holl el lévénez, mé az lakai enn eunn distrô.

15. Ével ma oud en em laouénéet diwar-benn digwéz tî Israel, ô véza ma eo bét disman̄tret, ével-sé é rinn d’id : disman̄tret é vézi, ménez Seir, hag ann Iduméa holl ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.


————


XXXVI. PENNAD


Distrô bugalé Israel enn hô douar.


1. Hôgen té, mâb dén, diougan diwar-benn ménésiou Israel, ha lavar : Ménésiou Israel, sélaouit gér an Aotrou :

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma en deûz ann énébour lavaret diwar hô penn : Ac’hâ, ar c’hréc’hiennou peûr-baduz a zô bét rôet d’é-omp é digwez :

3. Râk-sé diougan, ha lavar : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma oc’h bét gwastet ha mac’het trô-war-drô, ha deûet da zigwez d’ar brôadou all, ha ma oc’h deûet da zorc’hen ha da c’hoapérez ar boblou :

4. Râk-sé, ménesiou Israel, sélaouit gér ann Aotrou Doué : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué d’ar ménésiou, ha d’ar c’hrec’hiennou, d’ar froudou, ha d’ann traon̄iennou, d’ar c’hôz-diez didûd, ha d’ar c’hériou dilézet, péré a zô diboblet ha goapéet gan̄d ar boblou all trô-war-drô.

5. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ével ma em eûz komzet é fô va buanégez a-éneb ar brôadou all, hag a-éneb ann Iduméa holl, péré a zô en em rôet va douar é digwéz gan̄t lévénez, a greiz hô c’haloun hag hô éné ; ha ma hô deûz hé zistolet évid hé wasta ;

6. Râk-sé diougan diwar-benn douar