Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/194

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
192
levr ar profed ézékiel.

30. Paotta a rinn frouez ar gwéz, hag édou ar parkéier, évit na zougot mui mézégez ann naounégez é-touez ar boblou.

31. Ha don̄d a rai koun d’é-hoc’h neûzé eûz hô kwall hen̄chou, hag eûz hô troug-ôberiou ; hag hô fallagriézou, hag hô kwallou a zisplijô d’é-hoc’h.

32. Né kéd évid-hoc’h her grinn, émé ann Aotrou Doué, bézet anat évid-hoc’h ; bézit mézékéet ha rusiit eûz hoc’h hen̄chou, tî Israel.

33. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Enn deiz é péhini em bézô hô klanet eûz hoc’h holl fallagriézou, em bézô aspoblet hô kériou, hag assavet hô tizériou,

34. Ma vézô labouret a-névez ann douar-zé péhini a oa didûd, ha gwastet holl é daoulagad ann holl argarzérien,

35. É livirin̄t : Ann douar fraost-zé a zô deûet ével eul liors dudiuz ; ar c’hérioû didûd, ha dilézet, ha gwastet, a zô deûet da véza kré.

36. Ha kémen̄t a choumô eûz ar brôadou enn-drô d’é-hoc’h a wézô pénaoz mé ann Aotrou eo em eûz assavet ar péz a oa bét diskaret, em eûz asplan̄tet ar péz a oa bét deûet frâost, pénaoz eo mé ann Aotrou em eûz komzet, hag em eûz gréat.

37. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Bugalé Israel am c’havô c’hoaz, évit ma rinn kémen̄t-man̄ évit-hô ; hô faotta a rinn ével eunn dropel dûd,

38. Ével eunn dropel zañtel, ével tropel Jéruzalem enn hé gouéliou lîd. Ével-sé ar c’hériou didûd ken̄t, a vézô leûn a dropellou tûd ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.


————


XXXVII. PENNAD


Grounn Israel ha Juda.


1. Dourn ann Aotrou a zeûaz war-n-oun, hag am c’hasaz er-méaz gan̄t spéred ann Aotrou ; hag hén̄ am lézaz é-kreiz eur gompézen a oa leûn a eskern.

2. Hag hén̄ am c’hasaz enn hô zouez trô-war-drô ; hôgen hî a oa paot war c’horré ann douar, ha séac’h meûrbéd.

3. Hag hen̄ a lavaraz d’in : Mâb dén, ha té a gréd é vé béô ann eskern-zé ? Ha mé a lavaraz : Aotrou Doué, té her goar.

4. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Diougan diwar-benn ann eskern-zé, ha lavar d’ézhô : Eskern séac’h, sélaouit gér ann Aotrou.

5. Ével-henn é lavar ann Aotrou d’ann eskern-zé : Chétu mé a lakai eur spered enn-hoc’h, hag é vévot.

6. Ha mé a lakai da zével war-n-hoc’h nervennou, ha kîk da greski war-n-ézhô ; hag éc’h astenninn kroc’hen war gémen̄t-sé ; hag é rôinn spéred d’é-hoc’h ; hag é vévot, hag é wiot pénaoz eo mé ann Aotrou.

7. Ha mé a ziouganaz ével ma oa bét gourc’hémennet d’in ; ha pa ziouganenn, é oé klévet eunn trouz, hag e oé gwélet eur fin̄v ; hag ann eskern a dôstaaz oud ann eskern, pép-hini oud hé framm.

8. Ha mé a wélaz, ha chétu é savaz war-n-ézhô nervennou, ha kîk : kroc’hen en em astennaz ivé war-n-ézhô ; hôgen na oa két a spéred enn-hô.

9. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Diougan d’ar spéred ; diougan, mâb dén, ha lavar d’ar spéred : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Deûz, spéred, eûz ar béder avel, ha c’houéz war ar ré varô-zé, évit ma asbévin̄t.

10. Ha mé a ziouganaz ével m’en dôa gourc’hémennet d’in ; hag ar spéred a iéaz enn-hô, hag é vévchon̄t ; hag hî a zavaz war hô zreid, enn eunn armé brâz-meûrbéd.

11. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Mâb dén, ann holl eskern-zé eo tî Israel ; hî hô deûz lavaret : Dizéc’het eo hon eskern, ha kollet eo hor géd ; ha nî a zô rannet.

12. Râk-sé diougan, ha lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé, va fobl, a zigorô hô pésiou, hô tenna a rinn eûz hô pésiou, hag é tigasinn ac’hanoc’h é douar Israel.

13. Ha c’houi a wézô, va fobl, pé-