Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/196

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
194
levr ar profed ézékiel.

Togorma, war-zû ann han̄ter-nôz, hag hé holl arméou, ha kalz a bobl a vézô gan-éz.

7. En em aoz, en em reiz, té hag al lôd-brâz a dûd a zô en em strollet enn-drô d’id, ha béz da c’hourc’hémenner d’ézhô.

8. Goudé kalz deisiou é vézi emwélet ; er bloavésiou divéza é teûi enn eunn douar, a zô bét dieûbet eûz ar c’hlézé, a zô bét strollet eûz a veûr a bobl war vénésiou Israel, péré a oa bét didûd a-vépréd ; ar ré-zé a zô bét digaset eûz a douez ar boblou, hag a choum enn douar-zé gan̄t fisian̄s.

9. Hôgen té a biñô, hag a zeûiô ével eunn arné, hag ével eur goabren, évit gôlei ann douar, té ha da holl arméou, ha kals poblou gan-éz.

10. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Enn deiz-zé é savô ratosiou enn da galoun, hag é venni gwall vénosiou.

11. Hag é liviri : Piña a rinn étrézég eur vrô divur ; moñd a rinn da gavout tud é péoc’h, péré a zô é pép fisian̄s, peré a choum holl hép muriou, ha n’hô deûz na prennou na dôriou :

12. Évit ma skrapi dibourc’hou, ma en em gargi a breiz, ma likii da zourn war ar ré a oa bét dilézet, hag a zô bét lékéat enn hô reiz ken̄t, war eur bobl a zô bét strollet eûz a douez ar brôadou, a zéraoué kaoud eunn dra enn hé gerz, ha choum é-kreiz ann douar.

13. Saba ha Dédan, ha marc’hadourien Tarsis, hag hé holl léoned a lavarô d’id : Ha n’oud-dé két deûet évit kéméroud dibourc’hou ? Chétu éc’h eûz strollet eul lod brâz a dûd évit skrapa ar preiz, évit kémérout ann arc’han̄t hag ann aour, ha kâs ann arrébeuri hag ann diwiskou, hag évit falc’ha madou brâz.

14. Râk-sé diougan, mâb dén, ha lavar da Gog : Ével-henn, é lavar ann Aotrou Doué : Enn deiz-zé, pa choumô va fobl Israel gan̄t fisian̄s, ha n’her gwézi két ?

15. Té a zeûi eûz da vrô, a dû ann han̄ter-nôz, té ha kals poblou gan-éz, holl biñet war gézek, enn eur van̄den vrâz, gan̄d eunn armé gré.

16. Ha té a zavô war va fobl Israel ével koabr, évit gôlei ann douar. Enn deisiou divéza é vézi, ha mé az tigasô war va douar, évit ma anavézô ar brôadou ac’hanoun, pa vézinn bét san̄télet enn-od dira-z-hô, ô Gog.

17. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Té éta eo ann hini a béhini em eûz komzet enn deisiou ken̄t, dré c’hénou va zervichérien, proféded Israel, péré hô deûz diouganet enn deisiou-zé, pénaoz é tigazchenn ac’hanod enn hô énep.

18. Hag enn deiz-zé, é deiz donédigez Gog war zouar Israel, émé ann Aotrou Doué, va buanégez a iélô bétég ar frouden.

19. Râg em oaz, é fô va buanégez em eûz lavaret : Enn deiz-zé é vézô eur c’héflusk brâz é douar Israel.

20. Pésked ar môr, hag evned ann éñv, ha loéned ar mésiou, ha kémen̄t prévéden a stléj war ann douar, ha kémen̄d dén a zô war c’horré ann douar, a grénô dira-z-oun ; hag ar ménésiou a vézô diskaret, hag ar girsier a vézô diskolpet, hag ann holl vuriou a gouézô d’am douar.

21. Ha mé a c’halvô out-han̄ ar c’hlézé em holl vénésiou, émé ann Aotrou Doué ; klézé pép-hini a drôi oud hé vreûr.

22. Ha mé a gasô va barn war-n-ézhan̄ gan̄d ar vosen, ha gan̄d ar goad, ha gan̄d eur glaô diboell, ha gan̄t mein diven̄t : tân ha soufr a likiinn da c’hlaôia war-n-ézhan̄, ha war hé armé, ha war ann holl arméou a vézô gan̄t-han̄.

23. Ha mé a ziskouézô péger brâz ounn, péger san̄tel ounn (T) ; ha mé en em rôi da anaout dirâk kalz poblou, péré a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou ?


————


XXXIX. PENNAD


Barn ann Aotrou a-énep Gog.


1. Hôgen té, mâb dén, diougan a-énep Gog, ha lavar : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a