Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/197

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
195
levr ar profed ézékiel.

zeû war-n-od, Gog, prin̄s ha penn Mosoc’h ha Tubal.

2. Ha mé az lakai da drei a bép tû, hag az tigasô er-méaz, hag az lakai da biña eûz a dû ann han̄ter-nôz ; hag é kasinn ac’hanod war vénésiou Israel.

3. Terri a rinn da wareg enn da zourn kleiz, hag é likiinn da gouéza da zaésiou eûz da zourn déou.

4. War vénésiou Israel é kouézi, té ha da holl vrézélidi, ha da holl boblou a zô gan-éz ; d’al loéned ferô, d’al laboused, ha d’ann holl evned, ha da loéned ann douar, em eûz da rôet da voéd.

5. War c’horré ar mésiou é kouézi ; râk mé eo em eûz komzet, émé ann Aotrou Doué.

6. Ha mé a gasô ann tân war Vagog, ha war ar ré a choum enn énézi gan̄t fisian̄s : hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

7. Ha mé a rôi da anaout va hanô san̄tel é-kreiz va fobl a Israel, ha na lézinn mui da zaotra va hanô san̄tel ; hag ar brôadou a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, San̄t Israel.

8. Chétu é teû, chétu eo deûet, émé ann Aotrou Doué ; hé-man̄ eo ann deiz a béhini em eûz komzet.

9. Hag ar ré a choum é kériou Israel a iélô er-méaz ; hag hî a zévô hag a loskô ann armou, ann tirennou, ar goafiou, ar gwarégou, hag ar saésiou, hag ar bisier dourn, hag ar pikou ; hag hî hô loskô gan̄d ann tân a-héd seiz vloaz.

10. Ha na zigasin̄t két a goat eûz ar mésiou, ha na drouc’hin̄t két a geûneûd er c’hoajou ; râg hî a rai tân gan̄d ann armou-zé ; preiza a rain̄t ar ré hô dôa hô freizet, gwasta a rain̄t ar ré hô dôa hô gwastet, émé ann Aotrou Doué.

11. Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé ; rei a rinn da C’hog enn Israel eul léac’h brudet da véz, traon̄ien ann dréménidi, é sâv-héol ar môr ; hag ar ré a dréménô a vézô souézet : hag hî a vésiô énô Gog hag hé holl armé ; hag al léac’h-zé a vézô galvet traon̄ien brézélidi Gog.

12. Ha tî Israel a vésiô anézhô a-héd seiz miz, évit karsa ann douar.

13. Holl bobl ar vrô hô bésiô ; hag ann deiz-zé é péhini em bézô san̄télet va hanô, a vézô évit-hô eunn deiz brudet-brâz émé ann Aotrou Doué.

14. Hag hî a lakai tûd évit emwélout ar vrô bépréd, évid en̄klaskout ha bésia ar ré a vézô choumet war-c’horré ann douar, évid hé garza ; goudé seiz miz é téraouin̄t ôber ann en̄klask-zé.

15. Hag hî a gerzô war-drô d’ar vrô ; ha pa wélin̄t askourn eunn dén, é likiin̄t eunn arouéz out-han̄, évit ma vézô bésiet gan̄d ar vésiérien é traonien brézélidi Gog.

16. Hôgen Amona eo hanô ar géar ; hag hî a garzô ann douar.

17. Hôgen té, mâb dén, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Lavar d’ann holl laboused, ha d’ann holl evned, ha da holl loéned ar mésiou : Deûit kévret, hastit, rédit a bép tû étrézég ar viktim em eûz lazet évid-hoc’h, ar viktim brâz a zô war vénésiou Israel ; évit ma tebrot gîk, ha ma évot c’hoad.

18. Kîg ar ré gré a zébrot, ha goad prin̄sed ann douar a évot ; eûz ann tourzed, hag eûz ann ein, hag eûz ar vouc’hed, hag eûz ann tirvi, eûz ann evned-mûz, hag eûz ar ré larda.

19. Ha c’houi a zébrô lard enn hô kwalc’h, hag a évô goad kén na vézviot, eûz ar viktim a lazinn évid-hoc’h.

20. Ha c’houi en em walc’hô war va zaol gan̄d ar marc’h, ha gan̄d ar marc’hek kré, ha gan̄d ann holl dûd a vrézel, émé ann Aotrou Doué.

21. Ha mé a lakai va gloar é-touez ar brôadou ; hag ann holl vrôadou a wélô ar varnédigez em bézô gréat, ha va dourn em bézô pounnéréet war-n-ézhô.

22. Ha tî Israel a wézô pénaoz eo ann Aotrou hô Doué, a neûzé, ha da-vikenn.

23. Hag ar brôadou a wézô pénaoz tî Israel a zô deûet da sklâv enn abek d’hé fallagriez, ô véza ma hô deûz va dilézet, hag em eûz kuzet va dremm out-hô, hag em eûz hô lékéat étré daouarn hô énébourien, hag in̄t kouézet holl dindan ar c’hlézé.