Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
levr ar profed isaias.

zout a-benn tri bloaz gan̄d ann Éjipt ha gan̄d ann Étiopia :

4. Ével-sé roué ann Assiried a zizougô euz ann Éjipt hag eûz ann Étiopia eul lôd brâz a sklaved, iaouan̄k ha kôz, noaz ha divoutou noaz-gân é méz ann Éjipt.

5. Hag hî a vézô spoun̄tet, ha mézékéet, dré m’hô dôa lékéat hô géd war ann Étiopia, hag hô gloar war ann Éjipt.

6. Hag ar ré a choumô enn énézen-zé a lavaro enn deiz-zé : Chétu éta pétrâ é oa hor géd, ar ré é péré é oa hor fisian̄s, évid hon dieûbi dirâk roué ann Assiried ; ha pénaoz é hellimp-ni tec’hout ?


————


XXI. PENNAD.


Disman̄tr Babilon. Disman̄tr ann Étiopia.


1. Béac’h distrô ar môr. Ével ma teû kourven̄tennou gan̄d avel ar c’hrésteiz, ével-sé é teû eûz ann distrô, eûz a eur vrô heûzuz.

2. Eur wélédigez galet a zô diskleriet din : néb a oa disléal, a zô disléal bépréd ; néb a oa gwaster, a zô gwaster bépréd. Piñ, Élam ; grounn, Médiad ; lékéat em eûz da c’hana hé holl geinvanou.

3. Râk-sé va bouzellou a zô leûn a c’hlac’har ; diroget eo va dargreiz ével hini eur c’hrég é gwilioud ; pa glevann ounn spoun̄tet, pa wélann ounn strafiḻet.

4. Fatet eo va c’haloun, va spéred a zô gôlôet a dévalien : Babilon va muia-karet a zô deûet da spoun̄t d’in.

5. Laka ann daol ; arvest euz ar wéré ar ré a zebr hag a év ; savit, prin̄sed, kémérit hô tirennou.

6. Râk chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou d'in : Kéa, ha laka eur géder, péhini a lavarô kémen̄d ha ma wélô.

7. Hag hé-man̄ a wélaz eur c’harr rénet gan̄d daou zén, unan piñet war eunn azen, hag égilé war eur c’han̄val ; hag hén̄ a lékéaz évez brâz oud ar péz a wélé.

8. Neûzé é c’harmaz ével eul léon : War c’héd émounn évid ann Aotrou, hag é choumann em zâ héd ann deiz ; war va diwall émounn, hag é choumann em zâ héd ann nôzvésiou.

9. Hag unan eûz ann daou zén a réné ar c’harr a gomzaz, hag a lavaraz : Kouézet eo, kouézet eo Babilon, hag holl skeûdennou hé douéed a zô brévet oud ann douar.

10. C’houi va dournérez, c’houi mipien va leûr, chétu é roann da anaout d’é-hoc’h ar péz em eûz klevet gan̄d Aotrou ann arméou, Doué Israel.

11. Béac’h Duma. Béz’ é c’harmeur étrézég enn-oun eûz a Zeir : Géder, pétrâ éc’h eûz-té gwélet enn nôz-man̄ ? Géder, pétrâ éc’h eûz-té gwélet enn nôz-man̄ ?

12. Hag ar géder a lavaraz : Deûet eo ar min̄tin hag ann nôz ; mar klaskit, klaskit ; distrôit, deûit.

13. Béac’h war ann Arabia. Diouc’h ar pardaez é kouskot er c’hoat, é raven̄chou Dédanim.

14. C’houi péré a choum é douar ar c’hrésteiz, digasid dour d’ar ré hô deuz séc’hed ; digasit bara d’ar ré a dec’h.

15. Râg hî a dec’h dirâg ar c’hlézéier, dirâg ar c’hlézé noaz, dirag ar warek steñet, dirâg ar stourm grisiaz :

16. Râk chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou d’in : Eur bloaz c’hoaz, ével bloaz eur gôpraer, ha gloar Sédar a vézô tennet diout-han̄.

17. Hag ann dilerc’h eûz a warégerien Sédar a vihanai ; râg ann Aotrou, Doué Israel, en deûz komzet.


————


XXII. PENNAD.


Jéruzalem gronnet gan̄d ann Assiried.


1. Béac’h traon̄ien ar wélédigez. Pérâg é piñez-té ével-sé enn eur rumm brâz war ann tôennou ?

2. Kéar leûn a zafar, kéar leûn a dûd, kéar laouen ; ar ré a zô bét lazet