béden ; eunn ôr war-zû ann han̄ter-nôz, hag eunn ôr war-zû ar c’hrésteiz ; ha léd léac’h ar béden, eûz a bemb ilinad trô-war-drô.
12. Kévren ann tî a oa rannet, ha trôet war-zû ann hen̄t a zell oud ar môr, a oa eûz a zég ilinad ha tri-ugen̄t a léd ; ha môger ann tî a oa eûz a bemb ilinad a devder trô-war-drô ; hag hé héd eûz a zég ilinad ha pévar-ugen̄t.
13. Hag hén̄ a ven̄taz ann tî, eûz a gan̄t ilinad a héd ; hag ar gévren eûz ann tî a oa rannet, eûz a gan̄t ilinad a héd.
14. Hag al léd dirâk tâl ann tî, hag ann hini a oa rannet é tû ar sâv-héol, eûz a gan̄t ilinad.
15. Hag hén̄ a ven̄taz héd ann tî, dirâg ann hini a oa rannet diouc’h ann diadré, hag ar pon̄dalésiou a bép tû, eûz a gan̄t ilinad, gan̄d ann templ a-ziabarz, ha porchédou al leûren.
16. Ann treûzou, hag ar prénestrou a-dreûz, hag ar pon̄dalésiou trô-war-drô é tri zû, dirâk pép treûzen, hag hî gôlôet a goat a bép tû ; hôgen ann douar a iéa bétég ar prenestrou, hag ar prénestrou a oa serret a-ziouc’h ann ôriou.
17. Ha bétég enn tî a-ziabarz, hag enn holl vôger trô-war-drô, enn diabarz hag enn diavéaz, diouc’h ar ven̄t.
18. Ha kérubined ha gwéz palmez kizellet : eur wézen-balmez étré pép kérubin ; hag ar gérubined hô dôa diou zremm :
19. Dremm eunn dén oud eur wézen-balmez enn eunn tû, ha dremm eul léon oud ar wézen-balmez enn tû all ; hag ével-sé é oa reizet enn tî holl trô-war-drô.
20. Adaleg ann douar bété lein ann ôr, é wéled ar gérubined hag ar gwéz-palmez kizellet war vôger ann templ.
21. Pévar-c’hornek é oa ann ôr, ha tâl ar san̄tuar ; gwél ouc’h gwél.
22. Ann aoter, péhini a oa a goat, en dôa trî ilinad a uc’hélded, ha daou ilinad a héd ; hag hé c’horniou, hag hé gorré, hag hé c’hostésiou a oa a goat. Hag hen̄ a lavaraz d’in : Chétu ann daol a dlé béza dirâg ann Aotrou.
23. Diou zôr a ioa enn templ hag er san̄tuar.
24. Hag enn diou zôr éz oa ivé diou zôrik a bep tû, péré en em blégé ann eil war ébén ; ha diou zôrik a ioa a bép tû d’ann ôr vrâz.
25. Ha war zôriou ann templ éz oa kizellet kérubined ha gwéz-palmez, ével ma oan̄t kizellet war ar môgériou : râk-sé éz oa treûstou koat é-tâl ar porched enn diavéaz.
26. War ar ré-zé éz oa prénestrou a-dreûz, ha doaréou gwéz-palmez a bép tû, war beûliou ar porched, war gostésiou ann tî, ha war ar vôger holl.
1. Hag hen̄ a gasaz ac’hanoun el leûren a-ziavéaz, dré ann hen̄t a gâs d’ann han̄ter-nôz ; hag hén̄ am lékeaz da von̄t é kampr ann ten̄zor, a ioa râg-éeun d’ann tî rannet, ha d’ann hini a oa trôet oud ann han̄ter-nôz.
2. Ann héd eûz a dâl ann tî-zé adalek dôr ann han̄ter-nôz a oa eûz a gan̄t ilinad, hag al léd eûz a han̄ter-kan̄t ilinad.
3. Oud al leûren a-ziabarz eûz a ugen̄t ilinad, hag oud al leûren a-ziavéaz pavézet gan̄t mein, é péléac’h édô ar pondalez frammet out trî pon̄dalez all.
4. Ha dirâk kamprou ann ten̄zor éz oa eur palier eûz a zég ilinad a léd, a zellé oud ann diabarz war-zû eunn hen̄t eûz a eunn ilinad ; hag hô dôriou a oa oud ann han̄ter-nôz :
5. Kamprou ann ten̄zor a oa izéloc’h oud kréac’h, ô véza ma oan̄t harpet war ar pon̄dalésiou, péré a valégé ouc’h traon̄, hag é-kreiz ann tî.
6. Râk trî c’hembot a ioa, ha n’hô dôa két a beûliou, ével ma oa peûliou al leûrennou ; râk-sé é valégen̄t ouc’h ann douar hag é-kreiz eûz a han̄ter-kan̄t ilinad.
7. Ar vôger a-ziavéaz eûz a gamprou ann ten̄zor, péré a oa é hen̄t al