10. Hôgen té, mâb dén, diskouéz ann templ da dî Israel, ra vézin̄t mézékéet gan̄d hô fallagriézou, ha ra ven̄tin̄t hé ôbéridigez.
11. Ha ra zeûin̄t da rusia eûz a gémen̄t hô deûz gréat. Diskouéz d’ézhô doaré ann tî, hé hen̄chou da von̄d ébarz ha da von̄d er-méaz, hag hé holl zisrével, hag hé holl gélennou, hag hé holl reiz, hag hé holl lézennou ; ha skrîv anézhô enn hô daoulagad : évit ma virin̄t hé holl zisrével hag hé gélennou, ha ma hô sévénin̄t.
12. Hou-man̄ eo lézen ann tî a dléeur da zével war lein ar ménez : hé holl héd trô-war-drô a zô san̄tel-brâz ; hou-man̄ eo éta lézen ann tî.
13. Hôgen chétu aman̄ men̄t ann aoter diouc’h ar gwir ilinad, péhini en dôa eunn ilinad hag eur raouennad. Hé dounder a oa eûz a eunn ilinad, hag hé léd eûz a eunn ilinad ; hag hé c’hleûz bétég hé gon̄vor, ha trô-war-drô, a oa eûz a eur raouennad ; ével-sé é oa an̄t ann aoter.
14. Hag eûz a leûr ann douar bétég ar gon̄vor divéza, daou ilinad, war eul léd eûz a eunn ilinad : hag eûz ar gon̄vor divéza bétég ar gon̄vor ken̄ta, pévar ilinad, war eul léd eûz a eunn ilinad.
15. Hôgen Ariel eo dôa pévar ilinad ; hag eûz a Ariel bétég ar penn uc’héla éz oa pévar c’horn.
16. Ariel en dôa daouzég ilinad a héd, ha daouzég ilinad a léd ; hag ével-sé é oa pévar-c’hornek, hag unvan hé gorniou.
17. Hé gon̄vor a oa eûz a bévarzég ilinad a héd, hag eûz a bévarzég ilinad a léd enn hé févar c’horn ; hag hé c’hurunen trô-war-drô eûz a eunn han̄ter-ilinad, hag hé dounder eûz a eunn ilinad trô-war-drô : hôgen hé dérésiou a oa trôet war-zû ar sâv-héol.
18. Hag hen̄ a lavaraz d’in : Mâb dén, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu aman̄ lidou ann aoter, é pé zeiz-bennâg é vézô gréat ; ma vézô kenniget war-n-ézhan̄ al loen-losk, ha ma vézô skuḻet ar goad.
19. Ha té hô rôi d’ar véléien ha d’al Lévited, péré a zô eûz a wenn Sadok, péré a dôsta ouz-in, émé ann Aotrou Doué, évit ma kennigin̄t d’in eul leûé eûz ann tropel évid ar péc’hed.
20. Hag ô kémérout goad, é likii anézhan̄ war bévar c’horn ann aoter, ha war bévar c’hoñ ar gon̄vor, ha war ar gurunen trô-war-drô ; hag é glani anézhi, hag é san̄téli anézhi.
21. Ha té a gémérô al leûé a vézô bét kenniget évid ar péc’hed ; hag é tévi anézhan̄ enn eul léac’h distrô eûz ann tî, er méaz eûz ar san̄tuar.
22. Hag ann eil zervez é kennigi eur bouc’h iaouan̄k dinam évit ar péc’hed ; hag hî a c’hlanô ann aoter, ével ma hô deûz hé glanet gan̄d al leûé.
23. Ha p’az pézô hé peûr-c’hlanet, é kennigi eul leûé dinam eûz ann tropel, hag eunn tourz dinam eûz ann tropel.
24. Ha té hô c’hennigô dirâg ann Aotrou ; hag ar véléien a skuḻô c’hoalen war-n-ézhô, hag hô c’hennigô é sakrifiz-losk d’ann Aotrou.
25. A-héd seiz dervez é kennigi bemdez eur bouc’h évid ar péc’hed ; hag é vézô kenniget ivé eul leué hag eunn tourz eûz ann tropel, hag hî dinam.
26. A-héd seiz dervez é san̄télin̄t ann aoter, hag é c’hlanin̄t anézhi ; hag hî hé leûniô.
27. Ha pa vézô tréménet ann deisiou-zé, enn eizved devez ha goudé-zé, ar véléien a gennigô war ann aoter hô loéned-losk hag ar ré a gennigon̄t évid ar péoc’h ; ha mé a vézô en em unvanet gan-é-hoc’h, émé ann Aotrou Doué.
1. Hag hén̄ a lékéaz ac’hanoun da zistrei étrézég ann hen̄t eûz a zôr ar san̄tuar a-ziavéaz, a zellé oud ar sav-héol, hag a oa serret.
2. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Ann ôr-zé a vézô serret ; na vézô két