digoret, ha na dréménô dén dré-z-hi ; ô véza ma eo éat ébarz ann Aotrou Doué Israel dré-z-hi, hag é vézô serret
3. Évid ar prin̄s. Ar prin̄s hé-unan a azézô enn-hi, évit dibri bara dirâg ann Aotrou ; dré hen̄d dôr ar porched éz ai ébarz ha dré ann hévéleb hen̄t éz ai er-méaz.
4. Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun dré hen̄d dôr ann han̄ter-nôz dirâg ann tî ; hag é selliz, ha chétu gloar ann Aotrou a leûniaz tî ann Aotrou ; ha mé a gouézaz war da dremm.
5. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Mâb dén, laka enn da galoun, ha gwél gan̄d da zaoulagad, ha sélaou gan̄d da ziskouarn kémen̄d a livirinn d’id diwar-benn ann holl lidou eûz a dî ann Aotrou, ha diwar-benn hé holl lézennou ; ha laka enn da galoun hen̄chou ann templ, hag ann holl hen̄chou da von̄d er-méaz eûz ar san̄tuar.
6. Hag é liviri da dî Israel péhini a heskin ac’hanoun, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ra vézô a-walc’h hô kwallou d’é-hoc’h, tî Israel.
7. Béza digaset em san̄tuar mipien diavésidi, dienwad a galoun, ha dienwad a gîk, péré a zaotr va zî : béza kenniget va baraou, al lard hag ar goad ; béza torret va c’hévridigez gan̄d hoc’h holl wallou.
8. N’hoc’h eûz két miret kelennou va zan̄tuar : lékéat hoc’h eûz évit mirout kélennou va zan̄tuar diwallérien diouc’h hô ménoz hoc’h-unan.
9. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Kémen̄d diavésiad dienwad a galoun, ha dienwad a gîk n’az ai két em san̄tuar, na kémen̄t mab diavésiad a zô é-touez bugalé Israel.
10. Al lévited hô-unan, péré a zô en em dennet pell diouz-in évid heûlia fazi bugalé Israel, hag a zô bét faziet diouz-in ô von̄t war-lerc’h hô idolou, hag hô deûz douget hô fallagriez ;
11. Ar ré-zé a vézô da den̄zoridi em san̄tuar, da borsiérien oud dôriou va zî, ha da zervichérien em zî ; hî a lazô al loéned da leski, ha viktimou ar bobl ; hag hî en em zalc’hô enn hô zâ dira-z-hô, évid hô zervicha.
12. O véza ma hô deûz hô zervichet dirâg hô idolou, ha ma in̄t deûet da wall-skouér da dî Israel, ha da abek d’hé fallagriez ; râk-sé em eûz savet va dourn war-n-ézhô, émé ann Aotrou Doué, hag é tougin̄t hô fallagriez :
13. Ha na dôstain̄t két ouz-in évid ôber ar garg a vélek dira-z-oun, ha na dôstain̄t két oud hini eûz ann traou san̄tel a zô tôst da zan̄t ar zen̄t ; hôgen hî a zougô hô mézégez, hag ar gwallou hô deûz gréat.
14. Ha mé hô lakai da borsiérien ann tî, ha da zervichérien enn-han̄, évit kémen̄t a vézô da ôber.
15. Hôgen ar véléien hag al lévited mipien Sadok, péré hô deûz miret lidou va zañtuar, pa belléé bugalé Israel diouz-in, ar ré-zé a dôstai ouz-in évit va zervicha ; hag hî a choumô enn hô zâ dira-z-oun évil kenniga d’in al lard hag ar goad, émé ann Aotrou Doué.
16. Hî a iélô ébarz va zan̄tuar, hag hî a dôstai out va zaol évit servicha ac’hanoun, hag évit mirout va lidou.
17. Ha p’az ain̄t ébarz dôriou al leûren a-ziabarz, é vézin̄t gwisket gan̄t diḻad lîn ; ha n’hô dévézô nétrâ a c’hloan war-n-ézhô, pa rain̄t hô zervich oud dôriou al leûren a-ziabarz, hag enn diabarz.
18. Talédouigou lîn hô dévézô war hô fennou, ha lavrégou lîn enn-drô d’hô digroazel ; ha n’en em c’hourizin̄t két é doaré da c’houézi.
19. P’az ain̄t er-méaz el leûren a-ziavéaz é-touez ar bobl, é tiwiskin̄t ann diḻad hô dôa évid ôber hô c’harg, hag é likiin̄t anézhô é kampr ar san̄tuar, hag é wiskin̄t diḻad all ; ha na zan̄télin̄t két ar bobl gan̄d hô zaéou.
20. Na douzin̄t két hô fennou, ha na lézin̄t két hô bléô da greski ; hôgen hô zrouc’ha hag hô c’hrenna a rain̄t.
21. Bélek é-béd na évô gwîn, pa dléô mon̄d ébarz al leûren a-ziabarz.
22. Na zimézin̄t két gan̄d eunn in̄tan̄vez, na gan̄d eur c’hrég dilézet, hôgen gan̄t plac’hed-iaouan̄k eûz a wenn tî Israel. Koulskoudé é hellin̄t ivé kéméroud da c’hrég eunn in̄tan̄vez, a vézô in̄tan̄vez diwar eur bélek.
23. Deski a rain̄t d’am pobl pétrâ a zô san̄tel hag ar péz a zô saotr, dis-