38. Hag ann holl lec’hiou é péré é choum bugalé ann dûd, ha loéned ar mesiou ; lékéat en deûz ivé dindân da zourn evned ann én̄v, ha pép-trâ en deûz lékéat da bléga dindân da véli ; té eo éta ar penn aour.
39. Ha da c’houdé é savô eur rouan̄télez all distéroc’h égéd da hini, a vézô a arc’han̄t ; hag eunn drédé rouan̄télez all, a vézô a arem, hag a aotrouniô war ann douar holl.
40. Hag ar bévaré rouan̄télez a vézô ével ann houarn ; ével ma vrév ha ma drec’h pép-trâ ann houarn, ével-sé hou-man̄ a vrévo, hag a lakai da bléga pép-trâ.
41. Hôgen ô véza ma éc’h eûz gwélet pénaoz ann treid ha biziad ann treid a oa, lôd a brî, ha lôd a houarn ; ar rouan̄télez-zé a vézô rannet ; ha pétrâ-bennâg ma vézô savet a houarn, é vézô kemmesket koulskoudé gan̄t prî ha gan̄d douar, ével ma éc’h eûz gwélet.
42. Hag ével ma oa biziad ann treid lôd a houarn, ha lôd a brî ; ar rouan̄télez a vézô ivé lôd stard, ha lôd all bresk.
43. Hag ével ma éc’h eûz gwélet pénaoz ann houarn a zô bét kemmesket gan̄d ar prî ha gan̄d ann douar, hî en em gemmeskô ivé gan̄t gwenn ann dûd ; hôgen na vézin̄t két unvanet étré-z-hô, ével na hell két ann houarn en em unvani gan̄d ar prî.
44. Hôgen é deisiou ar rouan̄télésiou-zé, Doué ann én̄v a zavô eur rouan̄télez ha na vézô bikenn kaset-da-gét, eur rouan̄télez ha na vézô bikenn rôet da eur bobl all ; hôgen hî a ziskarô hag a vrévô ann holl rouan̄télésiou all, hag a badô da-vikenn.
45. Hag ével ma éc’h eûz gwélet pénaoz ar méan a zô en em zistaget eûz ar ménez, hép dourn é-béd, en deûz brévet ar prî, hag ann houarn, hag ann arem, hag ann arc’han̄t, hag ann aour, ann Doué brâz en deûz diskouézet d’ar roué ar péz a dlé da c’hoarvézout enn amzer da zon̄t ; ével-sé ann huvré a zô gwîr, ha gwirion hé displég.
46. Neûzé ar roué Nabukodonosor en em daolaz war hé c’hénou d’ann douar, hag a azeûlaz Daniel ; hag é c’hourc’hémennaz é vijé kenniget d’ézhan̄ é sakrifiz hostivou hag ésan̄s.
47. Hag ar roué a gomzaz oud Daniel, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Évit-gwir hô Toué eo Doué ann doueed, hag Aotrou ar rouéed, ha disklérier ar misteriou, pa éc’h eûz gellet rei da anaout ann dra guzet-zé.
48. Neûzé ar roué a zavaz meûrbéd Daniel, hag a rôaz d’ézhan̄ rôou brâz ha kaer-meûrbéd ; hag hén̄ hel lékéaz da brin̄s war holl brovin̄sou Babilon, ha da benn war holl dûd fûr Babilon.
49. Neûzé Daniel a bédaz ar roué, hag hen̄ a rôaz da Zidrac’h, da Visac’h ha da Abdénago ar véli war géfridiou provin̄s Babilon ; hôgen Daniel a ioa bépréd out pors ar roué.
1. Ar roué Nabukodonosor a lékéaz da ôber eur skeûden aour, eûz a dri-ugen̄t ilinad a uc’helded, hag eûz a c’houeac’h ilinad a léd, hag a lékéaz hé sével é kompézen Dura eûz a brovin̄s Babilon.
2. Neûzé ar roué Nabukodonosor a gasaz évit strolla ar brin̄sed, ar pennou-brô, ar varnérien, ann duged, ar pennou-armé, ar vleñérien hag holl brin̄sed ar provin̄sou, évit ma en em gavchen̄t kévret da wéstlérez ar skeûden en dôa savet ar roué Nabukodonosor.
3. Neûzé en em strollaz ar brin̄sed, ar bennou-brô, ar varnérien, ann duged, ar pennou-armé, ar vleñérien, hag holl brin̄sed ar provin̄sou, évit ma en em gavchen̄t kévret da wéstlérez ar skeûden en dôa savet ar roué Nabukodonosor ; hag hî a oa enn hô zâ dirâg ar skeûden en dôa savet ar roué Nabukodonosor.
4. Hag ann embanner a c’harmé gan̄d eur vouéz gré : Ouz-hoc’h poblou, breûriézou, ha tûd a béb iéz, eo lavaret,