mouéz ann Aotrou hon Doué, évit baléa enn hé lézen, en deûz rôet d’é-omp dré hé zervichérien ar broféded.
11. Hag Israel holl en deûz torret da lézen, hag hî hô deûz trôet hô fenn gan̄d aoun na glevchen̄t da vouéz ; hag ar valloz, hag ann argarzidigez a zô skrivet é levr Moizez servicher Doué a zô kouézet war-n-omp, ô véza ma hon eûz péc’het enn hé énep.
12. Hag hén̄ en deûz sévénet hé c’hériou, ar ré en deûz lavaret enn hon énep, hag enn éneb hor prin̄sed péré hô deûz hor barnet, évit ma tigasché war-n-omp eunn drouk brâz, ével n’eûz bét biskoaz hini dindân ann én̄v, é-c’hiz ma eo c’hoarvézet war Jéruzalem.
13. Hervez ma eo skrivet é lézen Moizez, ann holl zrouk-zé a zô deûet war-n-omp ; ha n’hon eûz két pédet dirâk da zremm, hon Doué, évit ma tistrôjemp diouc’h hor fallagriézou, ha ma anavézchemp da wirionez.
14. Hag ann Aotrou en deûz béliet war hon drouk ; hag en deûz hé zigaset war-n-omp. Gwirion eo ann Aotrou, hon Doué, enn holl ôbériou en deûz gréat ; ô véza n’hon eûz két sélaouet hé vouéz.
15. Bréma éta, ô Aotrou hon Doué, péhini éc’h eûz digaset da bobl er-méaz eûz a vrô ann Ejipt gan̄d eunn dourn kré, hag éc’h eûz gréat d’id eunn hanô ével ma eo hirio ; péc’het hon eûz : drougiez hon eûz gréat.
16. O Aotrou, hervez da holl reizded, ra zistrôi, mé az péd, da vuanégez ha da frouden diwar da géar a Jéruzalem, ha diwar da vénez san̄tel : râg enn abek d’hor péc’héjou, ha da fallagriézou hon tadou, éma Jéruzalem ha da bobl é dismégan̄s d’ar ré holl tro-war-drô.
17. Bréma éta, ô hon Doué, sélaou out gwéstlou hag out pédennou da zervicher ; ha diskouéz da zremm war da zan̄tuar, a zô didûd, hag évid-od da-onan.
18. Dinaou da skouarn, ô va Doué, ha sélaou : digor da zaoulagad, ha sell oud hor man̄tr, hag oud ar géar é péhini eo bét galvet da hanô ; râk né két hervez hor reizded en em strin̄komp d’ann douar dirâk da zremm évid da bédi, hôgen hervez ann niver brâz eûz da drugarézou.
19. Sélaou, Aotrou, habaska, Aotrou : arvest ha grâ ; na zalé két, va Doué, enn abek d’id da-unan ; rak da hanô a zô bét galvet war ar géar-man̄, ha war da bobl.
20. Ha pa gomzenn c’hoaz, hag é pédenn, hag é kovéséenn va féc’héjou, ha péc’héjou va fobl a Israel, hag é oann strin̄ket d’ann douar dirâk va Doué oc’h hé bédi évid hé vénez san̄tel :
21. Pa gomzenn c’hoaz ha pa bédenn, chétu eunn dén, Gabriel, péhini em bôa gwélet er penn-ken̄ta em gwélédigez, a nichaz hag a stokaz ouz-in, é préd sakrifiz ann abardaez.
22. Hag hén̄ a zeskaz ac’hanoun, ô komza ouz-in, hag ô lavarout : Daniel, bréma ounn deûet évid da zeski, ha da rei skian̄t d’id.
23. Adaleg ar penn-ken̄ta eûz da bédennou eo deûet ar gourc’hémenn d’in ; ha mé a zô deûet évid diskléria d’id pép-trâ, ô véza ma oud eunn dén ioulek : laka évez éta oud ar péz a livirinn, ha poell ar wélédigez.
24. Dék sizun ha tri-ugen̄t a zô bét diverréet war da bobl, ha war da géar zan̄tel, évit ma vézô kaset-da-benn ann drougiez, ha lamet ar péc’hed, ha kaset-da-gét ar fallagriez, ha digaset ar reizded peûr-baduz ; ha sévénet ar wélédigez hag ann diougan, hag éôliet san̄t ar zen̄t.
25. Gwéz éta, ha laka évéz. Abaoé ar gourc’hémenn a vézô rôet évid assével Jéruzalem, bétég ar C’hrist blénier, é vézô seiz sizun, ha diou zizun ha trî-ugen̄t ; hag al leûriou-kéar hag ar muriou a vézô assavet é amzeriou doaniuz.
26. Ha goudé diou zizun ha trî-ugen̄t é vézo lazet ar C’hrist ; hag ar bobl a dlé hé zinac’ha na vézô két hé bobl. Pobl ar prin̄s a dlé don̄t a zisman̄trô kéar hag ar san̄tuar ; hag hé divez a vézô eur gwastadur, ha goudé divez ar brézel é teûi eunn disman̄tr krenn.
27. Hôgen hén̄ a startai hé gévrédigez gan̄t meûr a hini enn eur zizun ;