p’az éann er-méaz, prin̄s ar C’hrésied a zô deûet d’en em ziskouéza.
21. Koulskoudé é rôinn da anaoud d’id ar péz a zô merket é skritur ar wirionez : ha n’eûz dén ô skoazia ac’hanoun é kémen̄t-sé, némét Mikael hô prin̄s-c’houi.
1. Hôgen mé, aba ar bloaz ken̄ta eûz a Zarius ar Médiad, a zô bét savet évit ma krévaché ha ma startaché.
2. Ha bréma é rôinn da anaoud d’id ar wirionez : Chétu é savô c’hoaz tri roué er Bersia ; hag ar pévaré a vézô pinvidikoc’h égéd ar ré all holl : ha pa vézô deûet da véza galloudek gan̄d hé vadou, é ken̄traouô ann holl boblou out rouan̄télez ar C’hrésied.
3. Hôgen sével a rai eur roué kré, a aotrouniô gan̄d eur galloud brâz, hag a rai ar péz a garô.
4. Ha pa vézô bét savet, hé rouan̄télez a vézô dispennet, hag a vezô rannet war-zû ar pévar avel eûz ann én̄v ; n’az ai két d’hé nested, ha na virô két ar galloud gan̄t péhini en dôa aotrouniet : râg hé rouan̄télez a vézô diframmet gan̄t ré all c’hoaz, estr égéd ar ré-man̄.
5. Ha roué ar c’hrésteiz en em grévai : hag unan eûz hé brin̄sed a vézô galloudékoc’h égét-han̄, hag en dévézô kalz a véli ; râk braz é vézô hé aotrouniez.
6. Ha goudé eur bloavésiou-bennâg, é rain̄t kévrédigez étré-z-hô : ha merc’h roué ar c’hrésteiz a zeûi da gavout roué ann han̄ter-nôz évid ôber karan̄tez : hôgen na gavô két eur vréac’h gré, ha n’en em startai két hé gwenn : hî hé-unan a vézô gwerzet, nag ivé ar ré hô dôa hé digaset, hag ann dûd-iaouan̄k péré hô dôa hé c’hen-nerzet a-héd ann amzériou.
7. Hôgen eunn taol a zavô eûz a c’hrisien ann hévélep plan̄ten : hag hén̄ a zeûi gan̄d eunn armé ; hag a iélô é provin̄sou roué ann han̄tez-nôz : hag hén̄ hô gwastô hag hô c’hémérô.
8. Hag hén̄ a gasô gan̄t-han̄ ével sklaved enn Éjipt, hô douéed, hô skeudennou, hag hô listri arc’han̄t hag aour ar ré gaéra : tréac’h é vézô da roué ann han̄tez-nôz.
9. Roué ar c’hrésteiz a iélô enn hé rouan̄télez, hag a zistrôi d’hé vrô hé-unan.
10. Hôgen hé vipien en em gen̄traouô, hag a strollô arméou brâz : hag unan a zeûi gan̄d hast, hag ével eunn dic’hlann : hag hén̄ a zistrôi, hag en em gen̄traouô, hag a stourmô oud hé holl ners.
11. Neûzé roué ar c’hrésteiz ô véza héget a zavô, hag a stourmô out roué ann han̄ter-nôz : eunn armé brâz a strollô, hag eut lôd brâz a dûd a vézô lékéat étré hé zaouarn.
12. Eul lôd brâz a gémérô, hag hé galoun a stambouc’hô : meûr a vîl a zispennô, hôgen na vézô két tréac’h.
13. Râk roué ann han̄ter-nôz a zistrôi adarré, hag a strollô eunn armé brasoc’h c’hoaz égéd ar gen̄ta : ha da benn eur bloavésiou-bennâg, é teûi gan̄d hast, gan̄d eunn armé vrâz ha kalz madou.
14. Hag enn amzeriou-zé é savô meûr a hini a-énep roué ar c’hrésteiz : mipien ar ré eûz da bobl péré hô dévézô torret al lézen a zavô ivé évit sévéni ar wélédigez, hag hi a gouézô.
15. Ha roué ann han̄ter-nôz a zeûi, hag a rai savennou douar, hag a gémérô kériou ar ré gréva : ha brec’hiou ar c’hrésteiz na hellin̄t két harza ; ar ré-zilennet a zavô évid énébi, ha n’hô dévézô két a ners.
16. Pa zeûi enn hé énep é rai ar péz a garô, ha na vézô dén évit sével out-han̄ : enn douar brudet-brâz éz ai, ha gan̄d hé zourn é vézô dispennet.
17. Trei a rai hé zremm évit kémérout hé rouan̄télez holl, hag é doaré vâd é rai enn hé gén̄ver : merc’h ar gragez a rôi d’ézhan̄, évid hé golla ; hôgen na zeûi két a benn, hag hî na vézô két évit-han̄.
18. Trei a rai hé zremm étrézég ann énézi, hag é kémérô kalz anézhô : hag hén̄ a rai penn out prin̄s hé vézégez,