6. Râk-sé ar valloz a loun̄kô ann douar, hag ar ré a choum enn-han̄ en em rôi d’ar péc’hed ; dré-zé ar ré a labour anézhan̄ a vézô tûd diskian̄t, ha na choumô enn-han̄ német nébeûd a dûd.
7. Ar ven̄dem a wél, ar winien a falla ; hag ar ré holl a oa laouen a galoun a zô enn daérou.
8. Éhanet eo lévénez ann taboulinou, na gleveur mui trouz ar cholori, tavet eo soun c’houék ann délen.
9. Na évin̄t mui ar gwîn ô kana ; ar braoued a zeûiô da véza c’houerô da néb a évô.
10. Diskaret eo ar géar a fougé ; hé holl diez a zô serret, ha na’z â dén enn-hô.
11. Garm a vézô er ruou diwar-benn ar gwîn ; ann holl lévénez a iélô ébiou ; dudi ann douar a dréménô.
12. Didûd é vézô kéar, hag hé dôriou a vézô diskaret.
13. Hag ar péz a choumô a dûd é-kreiz ann dûd, é-kreiz ar boblou, a vézô ével al lôd bihan a olived a choum war ar gwéz pa in̄t bét héjet, hag ével ar rézin a gaveur goudé ma eo gréat ar ven̄dem.
14. Ar ré-zé a zavô hô mouéz, hag a ganô meûleûdi, hag a c’harmô eûz a greiz ar môr, pa vézo énoret ann Aotrou.
15. Râk-sé énorit ann Aotrou er gélénadurésiou ; meûlit, é énézi ar môr, hanô ann Aotrou, Doué Israel.
16. Eûz a benn ar béd hon eûz klévet meûleudiou, gloar ann dén reiz. Ha mé em eûz lavaret : Al lavar kuzet a zô évid-oun, al lavar-kuzet a zô évid-oun, gwâ mé ; torret eo al lézen gan̄t-hô, gan̄d disléalded eo torret gan̄t-hô.
17. Ar spoun̄t, ar poull hag al lindâg a zô évid-oud, té péhini a choum war ann douar.
18. Chétu pétrâ a c’hoarvézô : Ann hini a vézô lékéat da déc’hout gan̄d ar spoun̄t, a gouézô er poull, hag ann hini a vézô en em dennet eûz ar poull, a vézô dalc’het el lindâg : râk lennou ann én̄v a vézô digoret, ha diazézou ann douar a vézô horellet.
19. Gan̄t rogou é vézô roget ann douar, gan̄t torrou é vézô torret ann douar, gan̄d horellou é vézô horellet ann douar.
20. Gan̄d héjou é vézô héjet ann douar ével eunn dén mézô ; eûz hé léac’h é vézô tennet ével eunn telt a oa bét savet évid ann nôz ; hé fallagriez a vec’hiô war-n-ézhan̄ ; kouéza a rai, ha na zavô mui.
21. Chétu pétra a c’hoarvézô : Enn deiz-zé éc’h enwélô ann Aotrou ann arméou diwar-laez a zô enn én̄vou, ha rouanez ar béd a zô war ann douar.
22. Hag hî a vézô strollet enn eur strollad ével eunn horden er poull ; hag é vézin̄t dalc’het énô er vâc’h : ha goudé kalz a zeisiou é vézin̄t enwélet.
23. Neûzé al loar a rusiô, hag ann héol a dévalai, pa rénô Aotrou ann arméou war vénez Sion, hag é Jéruzalem, ha p’en dévézô diskouézet hé c’hloar dirâg hé hénaoured.
1. Aotrou, va Doué oud ; da énori a rinn, hag é veûlinn da hanô ; ô véza ma éc’h euz gréat burzudou, ha ma eo gwir da vénosiou peûr-baduz. Amen.
2. Râg enn eur bern-mein éc’h eûz lékéat ar géar ; disman̄tret eo ar géar gré ; ann diavésidi a zô deûet da choum enn-hi, évit ma éhanô da véza kéar, ha na vézô bikenn assavet.
3. Râk-sé eur bobl kré a veûlô ac’hanod, kéar ar brôadou heûzuz a zoujô ac’hanod,
4. O véza ma oud deûet da ners ar paour, ners ann dén an̄kéniet enn hé c’hlac’har ; hé zigémer enn arné, hé zishéol er c’hrouéz : râg gwen̄t ar ré c’halloudek a zô ével eunn arné en em daol oud eur voger.
5. Ével ar c’hrouéz enn eul léac’h séac’h, é vuéli safar ann diavésidi : lakaad a ri da zizec’ha nested ar ré gré, ével gan̄d ar c’hrouéz dindan eunn amzer gôlôet a c’hoabr.