enn hé énep, gan̄t kirri, gan̄t marc’héien, ha gan̄d eul lôd brâz a listri : mon̄d a rai enn hé zouarou ; hô gwasta a rai, hag é tréménô dreist.
41. Hag hén̄ a iélô enn douar a c’hloar, ha kalz a vézô dispennet : ar ré-zé hép-kén a vézô dieûbet eûz hé zaouarn, Édom, ha Moab, ha penn-kéar bugalé Ammon.
42. Astenna a rai hé zourn war ar brôiou, ha brô ann Éjipt na dec’hô két.
43. Hén̄ a vézô da vestr d’ann ten̄zoriou aour hag arc’han̄t, ha d’ann holl draou talvouduz-brâz eûz ann Éjipt : al Libia hag ann Étiopia a dreûzô ivé.
44. Strafiḻet é vézô gan̄d ar c’helou a zeûi d’ézhan̄ eûz ar sâv-héol, hag eûz ann han̄ter-nôz : hag hén̄ a zeûi gan̄d eul lôd brâz a dûd évit brévi ha laza meûr a hini.
45. Hag hén̄ a zavô telt hé léz étré ar môriou, war ar ménez brudet ha san̄tel : hag éz ai bétég hé lein, ha na vézô dén évid hé gen-nerza.
1. Hôgen enn amzer-zé é savô Mikael ar prin̄s brâz, péhini a zâv évit bugalé da bobl : hag é teûi eunn amzer ha n’eo két bét unan hén̄vel out-han̄, abaoé ma eûz bét dérou d’ar brôadou bété neûzé. Hag enn amzer-zé é vézô savétéet eûz da bobl, kémen̄d hini a vézô skrivet hé hanô el levr.
2. Hag al lôd brâz eûz ar ré a zô kousket é poultr ann douar a zihunô ; lôd évid ar vuez peûr-baduz, ha lôd all évid eur vézegez vrâz a wélin̄t bépréd.
3. Hôgen ar ré a vézô bét desket a luc’hô ével skéd ann oabl : hag ar ré hô dévézô desket meûr a hini er reizded, ével stéred peûr-baduz.
4. Ha té, Daniel, serr ar geriou-zé, ha siell al levr-man̄ bétég ann amzer merket : meûr a hini a lennô enn-han̄, hag ar wiéziégez a greskô.
5. Ha mé Daniel a zellaz, ha chétu ével daou zén all a oa enn hô zâ : unan enn tû-man̄ war aod ar ster, hag égilé enn tû all, war aod all ar ster.
6. Ha mé a lavaraz d’ann dén a oa gwiskét gan̄t lîn, hag a oa enn hé zâ war zouréier ar ster : Peûr é vézô ann divez eûz ar vurzudou-zé ?
7. Ha mé a glévaz ann dén a oa gwisket gan̄t lîn, hag a oa enn hé zâ war zouréier ar ster, péhini goudé béza savet hé zourn déou hag hé zourn kleiz étrézég ann én̄v, a douaz dré ann hini a vév da-vikenn, pénaoz é vézô enn eunn amzer, amzeriou, hag ann han̄ter eûz a eunn amzer ; ha pénaoz pa vézô peûr-skiñet ners ar bobl san̄tel, é vézô sévénet kémen̄t-sé.
8. Ha mé a glévaz, ha na boelliz két. Hag é liviriz : Va Aotrou, pétra a vézô goudé-zé ?
9. Hag hén̄ a lavaraz : Kéa, Daniel, râg ar gériou-zé a zô serret ha siellet, bétég amzer hô sévénidigez.
10. Kalz a vézô dilennet, a vézô, gwennet, hag a vézô arnodet ével dré ann tân : hag ar ré fallagr a rai fallagriez ; hag ann holl ré fallagr na boellin̄t két, hôgen ar ré wiziek a boellô.
11. Hag abaoé ann amzer ma vézô bét lamet ar sakrifiz peûr-baduz, ha ma vézô savet heûz ann disman̄tr, é vézô mil deiz dék ha pévarzék-ugen̄t.
12. Euruz eo ann hini a c’héd, hag a ia bété mil deiz pemzék ha c’houézék-ugen̄t.
13. Hôgen té, kéa bétég ann divez : arzaôi a rî, hag é choumi enn da zoaré bété divez da zeisiou.
1. Eunn dén a ioa hag a choumé é Babilon, hag a oa hanvet Joakim.