28. Hag an̄trônôz ar bobl ô véza deûet da dî Joakim hé ozac’h, ann daou zén-kôz a zeûaz ivé gwall zoaréet a-énep Suzanna, évit lakaad hé laza.
29. Hag hî a lavaraz dirâg ar bobl : Kasit da gerc’hat Suzanna, merc’h Helsias, grek Joakim. Hag é oé kaset râk-tâl.
30. Hag hî a zeûaz gan̄d hé zâd hag hé mamm, hag hé mipien, hag hé holl géren̄t.
31. Hôgen Suzanna a oa koan̄t, ha kaer-meurbéd zô-kén.
32. Hag ann dûd fallagr-zé a c’hourc’hémennaz ma vijé tennet hé gwél d’ézhi (râg eur wél é doa), évit ma hô dévijé ann dudi da wélout hé c’héned hô-gwalc’h.
33. Hé c’hérén̄t a wéïé, hag ivé ar ré holl a anavézé anézhi.
34. Neûzé ann daou zén-kôz ô sével é-kreiz ar bobl, a lékéaz hô daouarn war benn Suzanna.
35. Hag hou-man̄ enn eur wéla a zavaz hé daoulagad étrézég ann én̄v ; râg hé c’haloun é dôa fisian̄s enn Aotrou.
36. Hag ar ré-gôz a lavaraz : Pa valéemp hon-unan enn avalennek, eo deuet hou-man̄ ébarz gan̄d diou blac’h : hag ô véza lékéat serra dôriou ann avalennek, é deûz kaset ar plac’hed kuît :
37. Hag eunn dén-iaouan̄k péhini a ioa kuzet a zô deûet d’hé c’havout, hag en deûz kousket gan̄t-hi.
38. Nî a oa neûzé enn eur c’horn eûz ann avalennek, ha pa hon eûz gwélet ar gwall-zé, omp dirédet étrézég enn-hô, hag hon eûz hô gwélet ô kouska kévret.
39. N’hon eûz két gellet kregi enn dén-iaouan̄k, ô véza ma oa kréoc’h égéd-omp ; hag hén̄ en deûz digoret ann ôr hag a zô tec’het-kuit.
40. Hôgen pa hon eûz krôget enn hou-man̄, hon eûz goulennet digan̄t-hi piou é oa ann dén-iaouan̄k-zé, ha né két fellet d’ézhi hé lavarout d’é-omp : tést omp eûz a gémen̄t-sé.
41. Strollad ar bobl a grédaz d’ézhô, dré ma oan̄t-hî tûd-kôz ha barnerien ar bobl : hag é varnchon̄t Suzanna d’ar marô.
42. Neûzé Suzanna a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, hag a lavaraz : Doué peûr-baduz, té péhini a c’houiḻ é kémen̄d a zô a guzéta, hag a anavez pép-trâ abarz ma eo gréat ;
43. Té a oar pénaoz hô deûz douget ar ré-man̄ eunn testéni gaou em énep : ha chétu éz ann da vervel, hép ma em eûz gréat nétrâ eûz ar péz hô deûz é-gaou ha gan̄d drougiez tamallet d’in.
44. Ann Aotrou a zélaouaz oud hé féden.
45. Ha pa gased anézhi d’ar marô, ann Aotrou a lékéaz da zével spéred san̄tel eur c’hrenn-baotr, hanvet Daniel.
46. Péhini a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré : Dinam ounn eûz a c’hoad ar c’hrég-zé.
47. Hag ann holl bobl ô véza trôet out-han̄, a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ eo ar gér-zé éc’h eûz lavaret ?
48. Ha Daniel oc’h en em zerc’nel enn hé zâ enn hô c’hreiz, a lavaraz d’ézhô : Ha ken diskian̄t oc’h-hu, bugalé Israel, évit kâs d’ar marô eur verc’h eûz a Israel, héb béza hé barnet, hag héb béza anavézet ar wirionez ?
49. Distrôit da eur varn névez ; râg eunn testéni gaou hô deûz douget enn hé éneb-hi.
50. Ar bobl a zistrôaz éta gan̄d hast : hag ann hénaoûred a lavaraz da Zaniel : Deûz, hag azez enn hor c’hreiz, ha diskouéz ar wirionez d’é-omp : râk Doué en deûz rôet d’id énor ar gôzni.
51. Ha Daniel a lavaraz d’ézhô : Pellait anézhô ann eil diouc’h égilé, hag é varninn anézhô.
52. Pa oen̄t éta pelléet ann eil diouc’h égilé, Daniel a c’halvaz unan anézhô, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Té péhini a zô kôséet enn drouk, da béc’hédou ken̄t a zô kouézet bréma war-n-od.
53. Té péhini a varné gan̄d direizded, a waské war ar ré zinam, hag a laoské ar ré gabluz, pétrâ-bennâg ma en deûz lavaret ann Aotrou : Na gasi két d’ar marô ann dén dinam hag ann dén reiz.