tin, pa zeûi enn templ, ma na gavez két pénaoz é vezo débret holl gan̄t Bel, é varvimp holl, pé é varvô Daniel, évit béza lavaret gévier diwar hor penn.
12. Ével-sé é komzen̄t gan̄t faé, ô véza m’hô dôa gréat dindân ann daol eunn ôr gûz, dré béhini éz éan̄t bépréd ébarz, hag é tébren̄t kémen̄d a ioa.
13. Goudé éta ma oé éat ar véleien er-méaz, ar roué a lékéaz da zigas ar boéd dirâk Bel ; ha Daniel a c’hourc’hémennaz d’hé vévellou digas ludu, hag é skuḻaz anézhan̄ gan̄d eur c’hrouer dré ann holl dempl dirâg ar roué. Goudé-zé éz éjon̄t er-méaz, hag é serrchon̄t ann ôr, hag ô véza hé ziellet gan̄t bizou ar roué, éz éjon̄t-kuît.
14. Ar véléien a zeûaz ébarz a-zoug ann nôz, hervez hô boaz, gan̄d hô gragez hag hô bugalé ; hag é tebrchon̄t, hag éc’h évchon̄t kémen̄d a ioa.
15. Hôgen ar roué a zavaz kerken̄t ha goulou-deiz, ha Daniel gan̄t-han̄.
16. Hag ar roué a lavaraz : Daniel, ar ziel hag hî zô klôk ? Ha Daniel a lavaraz : Klôk eo, o roué.
17. Kerken̄t ha ma oé digoret ann ôr, ar roué ô wélout ann daol divoéd, a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Braz oud, ô Bel, ha n’eûz enn-od touellérez é-béd.
18. Ha Daniel a c’hoarzaz, hag ô virout oud ar roué n’az ajé ébarz, é lavaraz d’ézhan̄ : Sell out leûr ann templ, hag arvest da biou eo ar roudou-treid-zé.
19. Hag ar roué a lavaraz : Mé a wél roudou-treid gwazed, merc’hed, ha bugalé. Hag é savaz drouk brâz er roué.
20. Neûzé é lékéaz krégi er véleien, enn hô gragez, hag enn hô bugalé : hag hî a ziskouézaz d’ézhan̄ ann oriouigou kûz dré béré éz éan̄t enn templ, évid dibri kémen̄d a ioa war ann daol.
21. Ar roué éta a lékéaz hô laza, hag a lékéaz Bel é béli Daniel, péhini hé ziskaraz, hag hé dempl ivé.
22. Béz’ éz oa ivé el léac’h-zé eunn aérouan̄t brâz, a azeûlé ar Vabilonied.
23. Hag ar roué a lavaraz da Zaniel : Na hellez két lavarout bréma pénaoz hé-man̄ né két eunn Doué béô : azeûl éta anézhan̄.
24. Ha Daniel a lavaraz : Ann Aotrou, va Doué a azeûlann ; râg hén̄ eo ann Doué béô ; hôgen hé-man̄ né két eunn Doué béô.
25 Ha mar rôez ar galloud d’in, ô roué, é lazinn ann aerouan̄t hép klézé hag héb bâz. Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Hé rei a rann d’id.
26. Daniel éta a géméraz pék, lard, ha bléô, hag hô lékéâz da boaza kévret ; talzennou a réaz gan̄t-hô, hag hô zaolaz é génou ann aérouan̄t ; hag hé-man̄ a varvaz. Ha Daniel a lavaraz : Chétu ann hini a azeûlac’h.
27. Pa glévaz ar Vabilonied kémen̄t-sé, é savaz eunn drouk brâz enn-hô ; hag ô véza en em strollet a-éneb ar roué, é léverchon̄t : Ar roué a zô deûet da Iuzéô ; diskaret en deûz Bel, lazet en deûz ann aérouan̄t, ha lékéat ar véléien da vervel.
28. Hag ô véza deûet da gavout ar roué, é léverchon̄t d’ézhan̄ : Laka Daniel étré hon daouarn, pé é lazimb ac’hanod, té ha da holl dî.
29. Ar roué ô wélout pénaoz é oan̄t daré d’en em deûrel war-n-ézhan̄ gan̄t frouden, douget gan̄d ar rédi, a lékéaz Daniel étré hô daouarn.
30. Ar ré-man̄ a daolaz anézhan̄ é poull al léoned ; hag é choumaz énô c’houéac’h dervez.
31. Er poull éz oa seiz léon, hag é rôed d’ézhô bemdez daou gorf dén, ha daou zan̄vad : na oen̄t két rôet d’ézhô neûzé, évil ma tebrchen̄t Daniel.
32. Hôgen er Judéa édô neûzé ar profed Habakuk ; hag hé-man̄ en dôa aozet souben, hag hé lékéat gan̄t bara enn eul léstr ; hag éz éa d’hé c’hâs d’ar véderien d’ar park.
33. Hag éal ann Aotrou a lavaraz da Habakuk : Kâs da Vabilon al lein éc’h eûz azé, évid hé rei da Zaniel a zô é toull al léoned.
34. Hag Habakuk a lavaraz : Aotrou, n’ounn két bét é Babilon, ha na ouzoun két péléac’h éma ar poull.
35. Neûzé éal ann Aotrou a grôgaz