enn-han̄ dré gribel hé benn, hag a zougaz anézhan̄ a boéz hé vléô ker buan hag eur spéred, bété Babilon ; hag hél lékéaz a-ziouc’h ar poull.
36. Hag Habakuk a c’harmaz, ô lavarout : Daniel, servicher Doué, kémer al lein en deûz digaset Doué d’id.
37. Ha Daniel a lavaraz : O va Doué, koun éc’h eûz bét ac’hanoun, ha n’éc’h eûz két dilézet ar ré a gâr ac’hanod.
38. Ha Daniel a zavaz hag a zébraz. Hôgen éal ann Aotrou a lékéaz adarré ha râk-tâl Habakuk el léac’h ma en dôa hé géméret.
39. Hôgen er seizved dervez é teûaz ar roué évit lén̄va war Zaniel. Hag ô véza tôstéet oud ar poull, é sellaz ébarz, hag é wélaz Daniel azézet é-kreiz al léoned.
40. Hag ar roué a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Brâz oud, ô Aotrou, Doué Daniel. Hag é lékéaz hé denna eûz a boull al léoned.
41. Enn hévéleb amzer é lékéaz teûrel ar ré a oa bét fellet d’ézhô kolla Daniel : hag ar ré-man̄ a oé loun̄ket râk-tal dira-z-han̄.
42. Neûzé ar roué a lavaraz : Ra zoujô holl dûd ann douar Doué Daniel : râg hén eo ar Salver, a ra arouésiou ha burzudou war ann douar, hag en deûz dieûbet Daniel eûz a doull al léoned.