<bnowiki/>
2. Ha mé hé frénaz évid-oun gan̄t pemzék péz ac’han̄t, hag eur c’horus heiz, hag eunn han̄ter-gorus heiz.
3. Hag é liviriz d’ézhi : Va gortozi a rî a-zoug kalz deisiou ; n’en em rôi két d’ar c’hadélez, na da eunn ozac’h all : ha mé az gortozô ivé :
4. Râg a-héd kalz deisiou é choumô bugalé Israel hép roué, hag hép prin̄s, hag hép sakrifiz, hag héb aoter, hag héb éfod, hag hép térafim.
5. Ha goudé-zé é tistrôi bugalé Israel, hag e klaskin̄t ann Aotrou hô Doué, ha David hô roué : hag hî a zoujô ann Aotrou hag hé vâd-obériou enn deisiou divéza.
1. Sélaouit gér ann Aotrou, bugalé Israel, râg ann Aotrou a ia da varna tûd ann douar : râk n’eûz két a wirionez, n’eûz két a drugarez, n’eûz két a wiziégez Doué war ann douar-zé.
2. Ann touadellou, ar gevier, al lazérez, al laéron̄si, hag ann avoultriez a zô dic’hlannet, hag ar goad en deûz tizet ar goad.
3. Rak-sé é vézô g1ac’haret ann douar-zé, ha kémen̄d a choum enn-han̄ a vézô gwanet, ha léoned ar mesiou, kerkoulz hag evned ann én̄v : pesked ar môr ivé a vézô kéflusket.
4. Koulskoudé na varnô két pép-hini, ha dén na damallô : râk da bobl a zô ével ar ré a éneb oud ar véleien.
5. Râk-sé é kouézi hiriô, hag ar profed a gouézô ivé gan-éz : lékéat em eûz da vamm da dével enn nôz.
6. Va fobl a davô, ô véza n’en deûz két bét a wiziégez : dré ma éc’h eûz distolet ar wiziégez, é tistolinn ac’hanod, évit na vézi két da vélek d’in : ével ma éc’h eûz an̄kounac’héet lézen da Zoué, é an̄kounac’hainn ivé da vugalé.
7. Ével m’hô deûz péc’het em énep, dré ma in̄t deûet da baotta, é trôinn hô gloar é mézégez.
8. Péc’héjou va fobl a zebrin̄t, hag é ken̄dalc’hin̄t hô énéou enn hô fallagriez.
9. Ével d’ar bobl é vézô d’ar bélek : hag é emwélinn anézhan̄ hervez hé hen̄chou, hag hé vénosiou a zistolinn d’ézhan̄.
10. Dibri a rain̄t, ha na vézin̄t két gwalc’het : d’ar c’hadélez in̄t en em rôet ; ha n’hô deûz két éhanet : ô véza ma hô deûz dilézet ann Aotrou, ha n’hô deûz két miret hé lézen.
11. Ar c’hadélez, ar gwîn, hag ar vézven̄ti a laka da golla ar c’haloun.
12. Va fobl en deûz goulennet kuzul digan̄d hé goat, hag hé vâz é deûz diouganet d’ézhan̄ : râg ar spéred a c’hadélez en deûz hô zouellet ; hag hî a zô en em zaotret ô pellaad diouc’h hô Doué.
13. War lein ar ménésiou é réan̄t sakrifisou, ha war ar c’hrec’hiennou é teven̄t ézan̄s : dindân ann derô hag hag élô, hag ar gwéz sapr, ô véza ma oa mâd hô skeud : râk-sé hô merc’hed en em rôi d’al loustoniou hag hô kragez d’ann avoultriez.
14. Na emwélinn két war hô merc’hed pa en em rôin̄t d’al loustoniou, na war hô kragez pa en em rôin̄t d’ann avoultriez : râg ar ré-zé hô-unan a heûḻ ar merc’hed fall, hag a râ sakrifisou gan̄t tud laosk ; hag ar bobl diskian̄t a vézô gwanet.
15. Ma en em roez d’ar c’hadélez, té Israel, da-vihana na béc’hét két Juda : n’az ît két da C’halgala, ha na biñit két da Vétaven : ha na livirit két enn eur doui : Béô eo ann Aotrou.
16. Râk distrôet eo Israel ével eunn ounner a gâr saḻa ; neûzé ann Aotrou hô faskô, ével eunn oan enn éc’honder
17. Éfraim en deûz kéméret hé idolou évid hé lôd : dilez-hén̄.
18. Rannet eo hô banvez, d’ar c’hadélez in̄t en em rôet : hé warézerien a zô dâ gan̄t-hô hé vézékaat.
19. Ann avel hé éréô war hé ziou-askel, hag hî a vézô mézékéet enn abek d’hô sakrifisou.