Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
levr ar profed isaias.

6. Hag Aotrou ann arméou a aozô d’ann holl boblou war ar ménez-zé, eur banvez lard, eur banvez gwîn, a gîk leûn a zûn hag a vel, a wîn c’houék ha dilec’hid.

7. Hag hén̄ a dorrô war ar ménez-zé ar chaden a éréé ann holl boblou, hag al lien a oa bét steûet enn-drô d’ann holl vrôadou.

8. Loun̄ka a rai ar marô da-vikenn : hag ann Aotrou roué a zec’hô ann daérou enn daoulagad holl, hag hén̄ a lamô diwar c’horré ann douar dismégan̄s hé bobl ; râg ann Aotrou eo en deûz hé lavaret.

9. Hag hé bobl a lavaro enn deiz-zé : Chétu hen-nez eo hon Doué ; hé c’hortozet hon eûz, hag é tieûbô ac’hanomp. Hén̄ eo ann Aotrou ; hé c’hortozet hon eûz ; tridet hon eûz, hag omb en em laouénéet enn hé zilvidigez.

10. Râk dourn ann Aotrou a arzaoô war ar ménez-zé ; ha Moab a vézô brévet dindan-han̄, ével ma eo brévet ar c’hôlô dindân ar c’harr.

11. Hag hén̄ a astennô hé zaouarn dindan-han̄ ével ma astenn ann neûn̄ier hé zaouarn évit neûn̄i ; hag ann Aotrou a vuélô hé valc’hder, oc’h hé vrévi étré hé zaouarn.

12. Hag hén̄ a zispennô da vuriou uc’hel, hag hô diskarô, hag hô zaolô d’ann douar ével poultr.


————


XXVI. PENNAD.


Kanaouen diwar-benn dieûb pobl Juda.


1. Enn deiz-zé é vézô kanet ar ganaouen-man̄ é douar Juda : Sion eo hor géar gré ; ar salver a vézô ar vûr hag ar gen̄t-vûr anézhi.

2. Digorit ann ôriou, maz ai ébarz eur vrôad reiz, hag a vîr ar wirionez.

3. Ar fazi kôz a zô éat ébiou ; ar péoc’h a viri, ar péoc’h, ô véza ma hon eûz lékéat hor géd enn-od.

4. Lékéat hoc’h eûz hô kéd enn Aotrou da-vikenn, enn Aotrou Doué kré bépréd.

5. Râg hen̄ a drec’hô ar ré a choum el léach uc’hel ; ar géar valc’h a vuélai ; hé vuélaad a rai bétég ann douar, hé lakaad a rai da stléja bétég er poultr.

6. Ann troad a vac’hô anézhi, treid ar paour, kamméjou ann davan̄teien.

7. Raven̄t ann dén reiz a zô éeun, hen̄d ann dén reiz hé lakai da valéa râg-éeun.

8. Da c’hortozet hon eûz, Aotrou, é raven̄t da varnédigézou ; da hanô ha da én̄vor eo c’hoan̄t ann éné.

9. Va éné en deuz da c’hoan̄téet a-zoug ann nôz ; diouc’h ar min̄tin é klaskinn ac’hanod a greiz va spéred ha va c’haloun. P’az pézô gréat da varnédigézou war ann douar, ar ré a choum er béd a zeskô ar reizded.

10. Hor bézet truez oud ann dén fallagr, ha na zeskô két ar reizded ; traou fallagr en deûz gréat é douar ar zén̄t, ha na wélô két gloar ann Aotrou.

11. Aotrou, sâv da zourn, ha mîr out-hô na wélin̄t ; ra wélô ar boblou hérézuz, ha r’hô dévézô méz ; ra vézô lounket da énébourien gan̄d ann tân.

12. Aotrou, té a rôi d’é-omp ar péoc’h ; rak té eo éc’h eûz gréat hon holl ôberiou enn-omp.

13. Aotrou hon Doué, mistri hô deûz hor perc’hennet hép-z-oud ; gra n’hor bézo mui a goun néméd eûz da hanô.

14. Grâ na asbévô két ar ré varô, ha na assavô két al lan̄gouineien ; râk évit-sé eo éc’h eûz hô emwélet, éc’h eûz hô brévet, éc’h eûz kollet ann én̄vor anézhô.

15. Gwarézet éc’h eûz ar vrôad-zé, Aotrou, gwarézet éc’h eûz ar vrôad-zé ; ha n’oud két bét énoret ? Hé astennet éc’h eûz bété penn ar béd.

16. Aotrou, enn hô an̄ken é en̄klaskin̄t ac’hanod, gan̄d da gélen hô likii da zistrei ouz-id.

17. Ével eur c’hrég péhini é deûz en̄géhen̄tet, ha pa eo daré da c’houilioudi, a c’harm-kaer gan̄d hé gwen̄tlou ; ével-sé omp deuet dira-z-oud, Aotrou.

18. En̄géhen̄tet hon eûz, hag ével é poan-vugalé omb bét, hag hon eûz ganet avel. N’hon eûz két gréat a zilvidigez war ann douar ; ha dré-zé né