l. Sélaouit ann dra-man̄, béleien ; likit évez, tî Israel ; ha rôit skouarn, tî ar roué : râg éma ar varn war-n-hoc’h, ô véza ma oc’h deûet da lindâg er wéré, ha da roued lédet war ann Tabor.
2. Ann hostivou hoc’h eûz distrôet enn dounder : ha mé em eûz hô tamallet eûz a gémen̄t-sé holl.
3. Mé a anavez Éfraim, hag Israel né két kuzet ouz-in : pénaoz bréma en em rô Éfraim d’ar c’hadélez, hag eo en em zaotret Israel.
4. Na rôin̄t két hô ménosiou da zistrei oud hô Doué, ô véza ma éma ar spéred a c’hadélez enn hô c’hreiz, ha na anavézon̄t két ann Aotrou.
5. Ha balc’hder Israel en em ziskouez war hé zremm ; hag Israel hag Éfraim a gouézô enn hô fallagriez, ha Juda ivé a gouézô gan̄t-hô .
6. Gan̄d hô dén̄ved, ha gan̄d hô éjenned éz ain̄t da glaskout ann Aotrou, ha n’her c’havin̄t két : en em dennet eo diout-hô.
7. Lézen ann Aotrou hô deûz torret, ô véza ma hô deûz ganet mipien a-ziavéaz : abenn eur miz ac’hann é vézin̄t dispennet gan̄t kémen̄t a zô d’ézhô .
8. Sounit gan̄d ar c’horn é Gabsa, ha gan̄d ar c’horn-boud é Rama : iouc’hit é Bétaven, ha war da lerc’h, Benjamin.
9. Éfraim a vézô glac’haret é deiz hé gastiz : é breûriézou Israel em eûz diskouézet va gwirionez.
10. Prin̄sed Juda a zô deûet ével ar ré a loc’h ann harzou : skuḻa a rinn war-n-ézhô va buanégez ével dour.
11. Tamallou é-gaou a c’houzan̄vô Éfraim ; gan̄d ar varn é vézô man̄tret ; ô véza ma en deûz déraouet heûlia al lousdoni.
12. Râk-sé ounn ével eunn tartouz évid Éfraim, hag ével breinadurez évit tî Juda.
13. Hag Éfraim a wélaz hé zinerzded, ha Juda hé chaden : hag Éfraim a iéaz étrézég Assur, hag a gasaz da gavout eur roué évid hé warézi : hôgen hén̄ na hellô két hô iac’haat, na terri hô chaden.
14. Râk mé a vézô ével eul léonez évid Éfraim, hag ével eul léonik évit tî Juda : mé, mé a grogô enn-han̄, hag a iélô kuît : hé gâs a rinn gan-én̄, ha dén n’hé skrapô diouz-in.
15. Mé a iélô hag a zistrôi d’am léac’h : kén na zeûot da fallaat, ha da glaskout va dremm.
1. Enn hô en̄krez é savin̄t min̄tin-mâd étrézég enn-oun : Deûit, ha distrôomp oud ann Aotrou :
2. Râg hén̄ eo en deûz kroget enn-omp, hag é tieûbô ac’hanomp ; hén̄ eo en deûz skôet gan-é-omp, hag a iac’hai ac’hanomp.
3. Ar vuez a rôi d’é-omp a-benn daou zervez ; hag enn trédé deiz hol lakai da zével, hag é vévimp dira-z-han̄. Neûzé hor bézô ar wiziégez, hag éc’h heûḻimp ann Aotrou évid hé anaout. Hé zonédigez a zô aozet ével ar goulou-deiz, hag hén̄ a zeûi war-n-omp ével ar glaô abréd hag ar glaô divézad a gouéz war ann douar.
4. Pétrâ a rinn-mé d’id, Éfraim ? Pétrâ a rinn-mé d’id, Juda ? Hô trugarez a zô ével koabr ar min̄tin, hag ével ar glîz a drémen gan̄d ar min̄tin.
5. Râk-sé em eûz hô fustet gan̄t va froféded, hag em eûz hô lazet gan̄t geriou va génou : da varnédigézou a vézô ker skléar hag ar goulou.
6. Râg gwell eo gan-én̄ ann drugarez égéd ann azeûlidigez ; ha gwiziégez Doué, égéd ar sakrifisou-losk.
7. Hôgen ar ré-zé ével Adam hô deûz torret ar gévrédigez, hag a zô bét énô disléal em c’hén̄ver.
8. Eur géar ôberourien idolou eo Galaad ; saotret eo gan̄d ar goâd.
9. Hag ével ma aoz al laéroun spiou