Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/247

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LEVR JOEL.


————


I. PENNAD


Disman̄tr ar Judéa gan̄t gwalen ann amprévaned.



1. Gér ann Aotrou a zeûaz da Joel, mab Fatuel.

2. Sélaouit ann dra-man̄, kôzidi, ha rôit skouarn, holl dûd ann douar : ha c’hoarvézet eo bét kémen̄t-sé enn hô teisiou, pé é deisiou hô tadou ?

3. Danévellit kémen̄t-sé d’hô pugalé, hag hô pugalé d’hô bugalé-hi, hag hô bugalé-hi da eur vrôad all.

4. Dilerc’h ar viskoul en deûz debret ar c’hiḻek-raden, ha dilerc’h ar c’hiḻek-raden en deûz debret ar prén̄v, ha dilerc’h ar prén̄v en deûz debret ar merkl.

5. Dihunit, mezviérien ; gwélit, ha iouc’hit, c’houi holl péré a gâr ar gwîn c’houék ; râk lamet é vézô eûz hô kénou.

6. Râg eur vrôad kré ha diniver a zô piñet war va douar : hé den̄t a zô ével den̄t eul léon, hag hé c’hilden̄t ével ré eul léonik.

7. Enn eunn distrô é deûz lékéat ha dirusket va gwézen-fiez : enn noaz é deûz hé dibourc’het, hag hé diskaret : gwennet eo hé skourrou.

8. Gwél ével eur c’hrég iaouan̄k é deûz gwisket eur sac’h enn abek da varô pried hé iaouan̄ktiz.

9. N’eûz mui a sakrifiz nag a vraoued-kennig é tî ann Aotrou : daéraoui a râ ar véleien, ministred ann Aotrou.

10. Gwastet eo ar vrô, glac’haret eo ann douar ; gwallet eo ann éd, kollet eo ar gwiniennou, gwén̄vet eo ar gwéz-olived.

11. Reûstlet eo al labourerien, iouc’ha a râ ar winiennérien diwar-benn ar gwiniz hag ann heiz ; râg ar médéréz a zô deûet-da-gét er parkou.

12. Bévézet eo ar winien, gwévet eo ar wézen-fiez : dizéc’het eo ar gwéz-granad, hag ar gwéz-palmez, hag ar gwéz-avalou, hag holl wéz ar parkou ; râk kollet eo al lévénez é-touez bugalé ann dûd.

13. En em c’hourizit, c’houi béleien, ha gwélit ; iouc’hit, c’houi ministred ann aoter : deûit ébarz, ministred va Doué, gourvézit er sac’h : ô véza ma eo éhanet ar sakrifiz hag ar braoued-kennig é tî hô Toué.

14. Grîd eur iun san̄tel, galvit ar strollad, grounnit ann hénaoured, hag holl dûd ar vrô é tî hô Toué ; ha garmit étrézé ann Aotrou.

15. Ha pébez deiz ! râk deiz ann Aotrou a zo tôst, hag ann Holl-c’halloudek hel lakai da zon̄t war-n-omp ével eunn arné.

16. Ha n’hon eûz-ni két gwélet oc’h éhana dirâg hon daoulagad ar boéd, al lévénez, hag al lîd é tî hon Doué ?

17. Al loéned a zô breinet enn hô zeil, ar soliérou a zô diskaret, ar sanaḻou a zô dispennet ; râk kollet eo ann éd.