Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/249

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
247
levr joel.

20. Hag é pellainn diouz-hoc’h ann hini a zeû eûz ann han̄ter-nôz, hag é tistolinn anézhan̄ enn eunn douar dihen̄t ha didûd : ar penn uc’héla anézhan̄ out môr ar sâv-héol, hag ar penn izéla oud ar môr pella : hag hé fléar a zavô, hag hé vreinadurez a biñô, ô véza ma en deûz embréget gan̄t rogoni.

21. N’az péz két a aoun, ô douar, trîd hag en em laouéna : râg ann Aotrou a rai traou kaer.

22. N’hô pézet két a aoun, loéned ar mésiou ; râg géot ann distrô a héginô ; ar gwéz a zougo hô frouez ; ar gwéz-fiez hag ar gwiniennou a rôi hô founder.

23. Ha c’houi, bugalé Sion, tridit, hag en em laouénait enn Aotrou hô Toué ; ô véza ma en deûz rôet d’é-hoc’h eur mestr évid deski ar reizded, ha ma lakai da ziskenna war-n-hoc’h ar glaô abréd hag ar glaô divéza, ével er penn-ken̄ta.

24. Hô leûriou a vézô leûn a éd, hag hô kwaskellou a fennô-dreist ar gwîn hag ann éôl.

25. Ha mé a zistolô d’é-hoc’h ar bloavésiou hô deûz loun̄ket ar c’hiḻek-raden, hag ar prén̄v, hag ar merkl, hag ar viskoul, hag ann armé vrâz em eûz kaset ouz-hoc’h.

26. Neûzé é tebrot hag en em vagot, hag hô pézô hô kwalc’h : hag é veûlot hanô ann Aotrou hô Toué, péhini en deûz gréat burzudou enn hô kén̄ver : ha va fobl na vézô mui bikenn mézékéet.

27. Ha c’houi a wézô pénaoz émounn é-kreiz Israel : ha pénaoz eo mé ann Aotrou hô Toué, ha n’eûz hini all é-béd : ha va fobl na vézô mui bikenn mézékéet.

28. Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô goudé-zé : skuḻa a rinn va spéred war bep kik : hô mipien hag hô merc’hed a ziouganô : hô tûd-kôz a gavô ar wirionez enn hô huvréou, hag hô tûd-iaouan̄k hô dévézô gwélédigésiou.

29. Enn deisiou-zé é skuḻinn ivé va spéred war va zervichérien ha war va mitisien.

30. Ha mé a lakai da wélout burzudou enn én̄v, ha war ann douar, goad, ha tân, ha korven̄tennou môged.

31. Ann héôl a vézô trôet é tévalien, hag al loar é goad, abarz ma teûi deiz braz ha spoun̄tuz ann Aotrou.

32. Chétu pétrâ a vézô : néb a c’halvô hanô ann Aotrou, a vézô salvet : râg ar zilvidigez a vézo, ével ma en deûz lavaret ann Aotrou, war vénez Sion, hag é Jéruzalem, hag enn dilerc’hiou en dévézô galvet ann Aotrou.


————


III. PENNAD


Barnédigézou-Doué a-éneb énébourien hé bobl.


1. Râk chétu enn deisiou-zé, hag enn amzer-zé, p’am bézô lékéat da zistrei sklaved Juda ha Jéruzalem,

2. É strollinn ann holl vrôadou, hag é kasinn anézhô é traon̄ien Josafat : hag é strivinn gan̄t-hô énô diwar-benn Israel va fobl ha va digwéz, hô deuz skiñet é-touez ar brôadou, ha va douar, hô deûz rannet.

3. War va fobl hô deûz taolet ar sort : el lec’hiou a c’hadélez hô deûz lékéat ar baotred-iaouan̄k, hag ar merc’hed-iaouan̄k hô deûz gwerzet évit gwîn, hag évid éva.

4. Hôgen pétrâ a zô étré c’houi ha mé, Tir ha Sidon, hag holl harzou ar Palestina ? Ha c’houi a fell d’é-hoc’h en em ven̄ji ac’hanoun ? Mar fell d’é-hoc’h en em ven̄ji ac’hanonn, râk-tâl é tistolinn ann drouk war hô penn hoc’h-unan.

5. Va arc’han̄t ha va aour hoc’h eûz kéméret : enn hô templou hoc’h eûz kaset ar péz em boa a gaéra hag a zudiusa.

6. Gwerzet hoc’h eûz mipien Juda, ha mipien Jéruzalem da vipien ar C’hrésied ; évid hô fellaad diouc’h hô harzou.

7. Chétu mé a dennô anézhô eûz al léac’h é péhini hô poa hô gwerzet : hag é tistrôinn ann drouk war hô penn hoc’h-unan.

8. Ha mé a werzô hô mipien hag hô merc’hed étré daouarn mipien