Juda ; hag hî hô gwerzô d’ar Sabéed, brôad a bell ; râg ann Aotrou en deûz hé lavaret.
9. Embannit kémen̄t-sé é-touez ar brôadou, san̄télit ar brézel, savit ar ré gré : ra dôstai, ra zavo ann holl vrézélidi.
10. Trôit hô souc’hiou é klézeier, hag hô pigellou é gwafiou ; ra lavarô ann dén laosk : Kré ounn.
11. Dirédit, ha deûit, holl vrôadou trô-war-drô, hag en em strollit : énô é tiskarô ann Aotrou da ré gré.
12. Ra zavô, ha ra biñô ann holl vrôadou é traon̄ien Josafaf : râg énô éc’h azézinn évit barna ann holl vrôadou trô-war-drô.
13. Kémérit hô filsier, râg éog eo ar médérez : deûit ha diskennit, râg leûn eo ar waskel, ar waskou a ia dreist : râk paottet eo hô drougiez.
14. Poblou, poblou, deûit da draon̄ien al lazérez : râk tôst eo deiz ann Aotrou é traon̄ien al lazérez.
15. Ann héol hag al loar a dévalai, hag ar stéred a zinac’hô hô goulou.
16. Ann Aotrou a iudô eûz a Zion, hag a rôi da glevout hé vouéz eûz a Jéruzalem : ann én̄vou hag ann douar a grénô : hôgen ann Aotrou a vézô géd hé bobl, ha ners mipien Israel.
17. Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou hô Toué, a choum é Sion, va ménez san̄tel : ha san̄tel é vézô Jéruzalem, hag ann diavésidi na dreûzin̄t mui anézhi.
18. Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé : ar ménésiou a skuḻo mél c’houék, hag al léaz a rédô eûz ar c’hrec’hiennou : é holl c’houeriou Juda é rédô ann dour ; hag eur feun̄tenn a zeûi er-méaz eûz a dî ann Aotrou, hag a zourô froud ann drein.
19. Ann Éjipt a vézô enn an̄ken, hag ann Iduméa a zeûi ével eunn distrô eûzuz : ô véza ma hô deûz gwall-aozet mipien Juda, ha ma hô deûz skuḻet ar goad dinam enn hô brô.
20. Ar Judéa a vézô tudet da-vikenn, ha Jéruzalem a badô a gan̄tved é kan̄tved.
21. Ha mé a c’hlanô hô goâd, n’em boa két glanet : hag ann Aotrou a choumô é Sion.