zirag eul léon, hag é teûjé eunn ours d’hé ziarbenna, pé pa zeûjé enn tî, hag oc’h harpa hé zourn war ar vôger, é krôgché enn-han̄ eunn aer.
20. Ha né kéd éta tévalien, ha nann goulou, deiz ann Aotrou, amc’houlou, ha nann skéd enn-han̄ ?
21. Kasaad ha disteûrel a rann hô kwésiou ; na hétann két hô strolladou.
22. Ha pa gennigfac’h d’in sakrifisou-losk, ha rôou, n’hô digémérinn két : ha na zellinn két oud hoc’h hostivou ar ré larta.
23. Pella diouz-in ann trouz eûz da ganaouennou : râk na zélaouinn két soniou da liren.
24. Râk va barn a rédô ével dour, ha va reizded ével eur froud kré.
25. Ha kenniget hoc’h eûs-hu d’in hostivou ha sakrifisou enn distrô a-héd daou-ugen̄t vloaz, tî Israel ?
26. Hôgen digaset hoc’h eûz tabernakl ho Molac’h, ha skeûden hoc’h idolou, stéréden hô toué, hô poa gréat hoc’h-unan.
27. Râk-sé é likiinn hô tizougen enn tu-hon̄t da Zamas, émé ann Aotrou : Doué ann arméou éo hé hanô.
1. Gwâ c’houi péré a zô pinvidig é Sion, hag a laka hô fisian̄s é ménez Samaria ; c’houi péré a zô hanvet pennou ar boblou, hag en em ziskouéz gan̄d eur fougé vrâz é tî Israel.
2. Tréménit dré C’halané, ha gwélit ; hag îd alesé da Émat ar brâz : ha diskennit é Gét é brô ar Filistined, hag er gwella rouan̄télésiou eûz ar c’heriou-zé : hag ec’honoc’h eo hô harzou-hi égéd hoc’h harzou-hu ?
3. C’houi péré a zô rannet évid ar gwall zeiz, hag a zô tôst diouc’h gwalen ar fallagriez.
4. C’houi péré a gousk war wéléou olifan̄t, hag a vrâg war hô flédou : péré a zebr ar gwella ein eûz a douez ann dén̄ved, hag al larta leûéou eûz a greiz ann tropel.
5. C’houi péré a gân out son ann délen ; hag a gréd béza hén̄vel oud David, pa hoc’h eûz binviou ével-t-han̄.
6. C’houi péré a év gwîn é fiolennou, hag en em lard gan̄d éôl ar c’houéka : ha péré a zô dihégar é-kén̄ver glac’har Jozef.
7. Râk-sé bréma é vézin̄t dizouget gan̄d ar ré gen̄ta d’ar sklavérez, hag ar strollad tûd c’hadal-zé a vézô skiñet.
8. Touet en deûz ann Aotrou Doué enn-han̄ hé-unan ; ann Aotrou Doué ann arméou en deûz lavaret : Mé a argarz rogen̄tez Jakob : hé diez a gasaann ; hag é rôinn hé géar gan̄d ar ré a chôum enn-hi.
9. Mar d-eo choumet dék dén enn eunn tî, é varvin̄t ivé.
10. Hé gâr nésa a gémérô anézhan̄, hag hé zevô, évit kâs hé eskern er-méaz eûz ann tî : hag hén̄ a lavarô d’ann hini a vézô é gwéled ann tî : Ha c’hoaz éz eûz unan-bennâg gan-éz ?
11. Hag hen̄ a lavarô : N’eûs hini ; hag égilé a lavarô d’ézhan̄ : Tâv, ha n’az péz két a goun eûz a hanô ann Aotrou.
12. Râk chétu ann Aotrou a c’hourc’hémennô, hag hén̄ a lakai da gouéza ann tî brâz gan̄d horellou, hag ann tî bihan gan̄t tarzou.
13. Ha redeg a hell ar c’hézeg é-touez ar rec’hier, pé hag é helleur arat énô gan̄d éjenned : ha c’houi hoc’h eûz trôet ar varn é c’houervder, ha frouez ar reizded é huélen-c’houérô ?
14. Ha c’houi en em laouéna é nétrâ, hag a lavar : Ha né két gan̄d hon ners hon-unan omp deûet da véza galloudek ?
15. Hôgen chétu é likiinn da zével enn hoc’h énep, tî Israel, émé ann Aotrou, Doué ann arméou, eur vrôad hag a vac’hô ac’hanoc’h adalek penn brô Emat, bété froud ann distrô.