1. Chétu pétrâ a ziskouézaz d’in ann Aotrou Doué : Chétu é savaz eul lôd brâz a giḻein-raden pa zéraouaz ar glaô divezad da rei géot, hag ar glaô divézad hé lékéaz da zével goudé ma oa bét trouc’het gan̄d ar roué.
2. Ha chétu pétrâ a c’hoarvézaz : Pa oé peûr-zebret géot ann douar, é liviriz : Aotrou Doué, grâ truparez, mé az péd : piou a assavô Jakop, râk bihan eo ?
3. Hag ann Aotrou a réaz trugarez war gémen̄t-sé : Na vézô két kémen̄t-sé, émé ann Aotrou.
4. Chétu pétrâ a zistouézaz d’in ann Aotrou Doué : Chétu ann Aotrou Doué a c’halvé ar varn dré ann tân ; hag hén̄ a loun̄kaz eul loun̄k brâz, hag a zebraz lôd kévret.
5. Hag é liviriz : Aotrou Doué, éhan, mé az péd : piou a assavô Jakob, râk bihan eo ?
6. Hag ann Aotrou a réaz trugarez war gément-sé : Na vézo két kémen̄t-sé kenn-nébeut, émé ann Aotrou Doué.
7. Chétu pétrâ a ziskouezaz d’in ann Aotrou. Chétu ann Aotrou a oa enn hé zâ war eur vôger fuḻet, hag eul loa-vasoun enn hé zourn.
8. Hag ann Aotrou a lararaz d’in : Pétrâ a wélez-té, Amos ? Ha mé a lavaraz : Eul loa-vasoun. Hag ann Aotrou a lavaraz : Chétu mé a lakai al loa-vasoun é-kreiz va fobl a Israel : na fuḻinn mui anézhan̄.
9. Lec’hiou uc’hel ann idolou a vézo dispennet, ha lec’hiou san̄tel Israel a vézô diskaret : ha mé a zavo gan̄d eur c’hlézé war dî Jéroboam.
10. Neûze Amasias bélek Bétél a gasaz étrézé Jéroboam roué Israel, ô lavarout : Dispac’het eo Amos enn da énep é-kreiz tî Israel : ar vrô na hell mui gouzan̄vi hé holl lavariou.
11. Rag ével-henn é lavar Amos : Gan̄d ar c’hlézé é varvô Jéroboam, hag Israel a vézô dizouget é sklavérez er-méaz eûz hé vrô.
12. Hag Amasias a lavaraz da Amos : Kéa, gwélér, ha tec’h da vrô Juda, ha debr bara éno, ha diougan énô.
13. Hôgen na ziougan mui é Bétel râg énô éma templ ar roué, ha penn-kéar ar rouan̄télez,
14. Hag Amos a respoun̄taz hag a lavaraz da Amasias : N’ounn két eur profed, na mâb eur profed : eur meser ounn hag a vév gan̄t fiez gouéz.
15. Hag ann Aotrou en deûz va c’héméret p’az éann war-lerc’h va zropel : hag ann Aotrou en deûz lavaeet d’in : Kéa, ha diougan d’am pobl a Israel.
16. Sélaou éta bréma gér ann Aotrou : Té a lavar : Na ziougan két war Israel, ha na zrouk-komz két diwar-benn tî ann idol.
17. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Da c’hrég en em rôi d’ar c’hadélez é kéar : da vipien ha da verc’hed a gouézô dindân ar c’hlézé, ha da zouarou a vézô men̄tet gan̄d ar gorden : ha té a varvô enn eunn douar saotret ; hag Israel a vézo dizouget é sklavérez er-méaz eûz hé vrô.
1. Chétu pétrâ a ziskouézaz d’in ann Aotrou Doué : Chétu é wéliz eur c’hrôg frouez.
2. Hag héñ a lavaraz : Pétra a wélez-té, Amos ? Ha mé a lavaraz : Eur c’hrôg frouez. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Deûet eo ann divez war va fobl a Israel : n’az inn mui é-biou d’ézhan̄.
3. Skôriou ann templ a strakô enn deiz-zé, émé ann Aotrou Doué : kalz a dûd a varvô : taolet é vézin̄t er-méaz é pép léac’h enn eur dével.
4. Sélaouit ann dra-zé, c’houi péré a vâc’h ar béorien, hag a laka da vervel tavan̄teien ann douar,
5. O lavarout : Pa vézô éat ar mîz é-biou, évit ma werzimp hor marc’hadourez, hag ar Sabbat, évit ma