lakaimp hon éd er-méaz, ma vihanaimp ar ven̄t, ha ma kreskimp ar sikl, ha ma poézimp gan̄t balan̄sou touelluz.
6. Évit ma lakaimp gan̄d hon arc’han̄t ar beorien, hag ann davan̄teien dindân hon treid, ha ma werzimp d’ézhô usien hon éd ?
7. Touet en deûz ann Aotrou diwar-benn balc’hder Jakob : na an̄kounac’hainn bikenn hini eûz hô ôberiou.
8. Goudé-zé ha na vézô két diskaret hô douar, ha na vézô két glac’haret hé holl dud : sével a rai ével eur ster dic’hlannet ; kéflusket é vézô, hag é rédô ével ster ann Éjipt ?
9. Enn deiz-zé, émé ann Aotrou Doué, é kouskô ann héol é-kreiz ann deiz, hag é c’hôlôinn ann douar a dévalien é léac’h goulou.
10. Trei a rinn hô kwéliou é daérou, hag hoc’h holl ganaouennou ô keinvanou : digas a rinn ar zâc’h war bép kein, hag ar moalder war bép penn : hé lakaad a rinn ével glac’har marô eur penn-her, hag hé zivez ével eunn deiz c’houerô.
11. Chétu é teûi ann deisiou, émé ann Aotrou, ma kasinn ann naounégez war ann douar : nann ann naounégez a vara, nag ar zéc’hed a zour, hôgen ann naounégez da glevout gér ann Aotrou.
12. Reûstlet é vézin̄t eûz a eur môr d’égilé, hag eûz ann han̄ter-nôz d’ar sâv-héol : klask a rain̄t é pép tû gér ann Aotrou, ha n’her c’havin̄t két.
13. Enn deiz-zé ar plac’hed-iaouan̄k koan̄t, hag ar baotred-iaouan̄k a varvô gan̄d ar zéc’hed :
14. Hi péré a dou é péc’hed Samaria, hag a lavar : Béô eo da Zoué, ô Dan, ha béô eo hen̄t Bersabée : hî a gouézô, ha na assavin̄t mui.
1. Gwélet em eûz ann Aotrou enn hé zâ war ann aoter : hag hen̄ en deûz lavaret : Skô war ar vudurun, hag horell ar gourin : râg ar bizoni a zô enn hô fennou holl ; ha mé a lazô gan̄d ar c’hlézé ann divéza anézhô : na vézô két a dec’h évit-hô. Tec’hi a fellô d’ézhô, hag ann hini a dec’hô na vézô két dieûbet.
2. Ha pa ziskenfen̄t bétég ann ifern, va dourn hô zennfé ac’hanô ; ha pa biñfen̄t bétég ann én̄v, mé hô diframmô ac’hanô.
3. Ha p’az ajen̄t da guza war lein ar C’harmel, é c’houiḻinn hag é tenninn anézhô ac’hanô : ha pa dec’hchen̄t a zirâk va daoulagad bété gwéled ar môr, é c’hourc’hémenninn da eunn aer, hag a grogô enn-hô énô.
4. Ha p’az ajen̄t é sklavérez é-raog hô énébourien, é c’hourc’hémenninn d’ar c’hlézé, hag hén̄ hô lazô : ha mé a lakai va daoulagad war-n-ézhô évid ann droug, ha nann évid ar mâd.
5. Hag ann Aotrou, Doué ann arméou, a stokô oud ann douar, hag hén̄ a zizéc’hô : ha kémen̄d hini a choum war-n-ézhan̄ a vézô glac’haret : hag hen̄ a zavô ével eul ster dic’hlannet, hag a rédô ével ster ann Éjipt.
6. Ann hini en deûz savet hé drôn enn én̄v, hag en deûz diazézet hé stroll war ann douar : ann hini a c’halv doureier ar môr, hag a skuḻ anézhô war c’horré ann douar : ann Aotrou eo hé hanô.
7. Ha n’oc’h két d’in, mipien Israel, ével mipien ann Étiopied, émé ann Aotrou ? Ha n’em eûz-mé két lékéat Israel da biña eûz a vrô ann Éjipt ; hag ar Filistined eûz ar C’happadosia, hag ar Siried eûz a Siren ?
8. Chétu daoulagad ann Aotrou Doué war ar rouan̄télez a bec’h, ha mé a vrévô anézhan̄ diwar c’horré ann douar : hôgen na gasinn két da-nétra tî Jakob, émé ann Aotrou.
9. Râk chétu é c’hourc’hémenninn, ha mé a héjô é-touez ann holl vrôadou tî Israel, ével ma héjeur ann éd er c’hrouer : ha na gouézô két d’ann douar ann distéra greûnen.
10. Gan̄d ar c’hlézé é varvô ar ré holl eûz va fobl a béc’h, hag a lavar : Ann drouk-zé né két tôst, ha na zeûi két war-n-omp.