Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/266

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
264
levr michéas.

gwélédigez, ha tévalien évid diougan : ann héol a guzô war ar broféded, hag ann deiz a zuô war-n-ézhô.

7. Ar ré hô deûz gwélédigésiou a vézô mézékéet, ha mézékéet ann diouganerien : hag hî holl a guzô hô dremm, ô véza n’en dévézô két respoun̄tet Doué.

8. Hôgen mé a zô leûn eûz a ners spéred ann Aotrou, a varn hag a c’halloud, évid diougani da Jakob hé wall, hag hé béc’hed da Israel.

9. Sélaouit ann dra-man̄, prin̄sed tî Jakob, ha c’houi barnerien tî Israel ; c’houi péré a argarz ar varn hag a ziskar kémen̄d a zô reiz .

10. C’houi péré a zâv tiez é Sion gan̄d ar goâd, hag é Jéruzalem gan̄d ar fallagriez.

1l. Hô frin̄sed a varn évit rôou, hô béleien a zesk évit gôbr, hag hô froféded a ziougan évid arc’han̄t : hag hî en em harp war ann Aotrou, ô lavarout : Ha n’éma két ann Aotrou enn hor c’hreiz ? na zeûi két a zrouk war-n-omp.

12. Râk-sé é viot kiriek ma vézô aret Sion ével eur park, ha ma teûi Jéruzalem ével eur bern mein, ha ménez ann templ ével lec’hiou-uc’hel ar c’hoajou.


————


IV. PENNAD


Dispennadur ar brôadou savét a-énep Sion.


1. Chétu pétrâ a c’hoarvézo. É divez ann deisiou é vézô savet tî ann Aotrou war lein ar ménésiou : uc’hel é savô war ar c’hrec’hiennou : hag ar boblou a zeûi founn étrézeg enn-han̄.

2. Ha kalz brôadou a zeûi, hag a lavarô : Deûit piñomp da vénez ann Aotrou, ha da dî Doué Jakob : hag hén̄ a zeskô d’é-omp hé hen̄chou, ha nî a iélô enn hé ravenchou : râg al lézen a zeûi er-méaz eûz a Zion, ha gér ann Aotrou eûz a Jéruralem.

3. Hag hén̄ a varnô étré kalz a boblou, hag a gastizô brôadou kré bété brôiou pell : hag hi a drôi hô c’hlézeier é souc’hou, hag hô gwafiou é pigellou : ha na zavô két eûr vrôad ar c’hlézé war eur vrôad all : ha na zeskin̄t mui da vrézélékaat.

4. Ha pép-hini a azézô dindân bér winien, ha dindân hé wézen-fiez, ha na vézô spoun̄tet gan̄t dén : râg génou ann Aotrou en deûz hé lavaret.

5. Râg ann holl boblou a valéô pép-hini é hanô hé Zoué : hôgen nî a valéô é hanô ann Aotrou hon Doué da-vikenn hag enn-tu-all.

6. Enn deiz-zé, émé ann Aotrou, é strollinn ann hini gamm, hag é c’hrounninn ann hini em boa distolet ha glac’haret :

7. Ha mé a lakai ann hini gamm enn dilerc’hiou, hag ann hini a oa bét glac’haret, enn eur vroâd gré : hag ann Aotrou a rénô war-n-ézhô war vénez Sion, a neûzé da-vikenn.

8. Ha té, tour koabrek ann tropel, merc’h Sion, bétég enn-od é teûi : ar penn-c’halloud a zeûi d’id, rouan̄télez merc’h Jéruzalem.

9. Pérâg oud-dé bréma glac’haret ? Ha n’éc’h eûz két a roué, ha marô eo da guzulier, ma oud é poan ével eur c’hrég é gwilioud ?

10. En em c’hlac’har, hag en em rec’h, merc’h Sion, ével eur c’hrég é gwilioud : râk bréma éz i er-méaz eûz a géar, hag é choumi er mésiou, hag é teûi bété Babilon : énô é vézi dieûbet, énô ann Aotrou az tennô eûz a zourn da énébourien.

11. Bréma ivé eo en em strollet kalz brôadou enn da énep, ô lavarout : Ra vézô labézet : ha ra zellô hol lagad out Sion.

12. Hôgen hî n’hô deûz két anavézet ménosiou ann Aotrou, ha n’hô deûz két poellet hé ratoz ; râg hén̄ en deûz hô strollet ével ar c’hôlô war al leur.

13. Saô, merc’h Sion, ha dourn-hi : râk mé a rôi d’id eur c’horn houarn, hag ivinou arem : kalz poblou a vac’hi hag é wéstli d’ann Aotrou hô freizou, hag hô madou da Aotrou ann douar holl.


————