baskéet gan̄t mil tourz, pé gan̄t mil ha mil bouc’h lard ? ha rei a rinn va c’hen̄ta-ganet évit va gwall, frouez va c’hôv évit péc’hed va éné ?
8. Diskouéza a rinn d’id, ô dén, pétrâ a zô mâd, ha pétrâ a c’houlenn ann Aotrou digan-éz : Béza reiz er varn, karout ann drugarez, ha baléa gan̄t préder gan̄d da Zoué.
9. Mouéz ann Aotrou a c’harm étrézég ar géar, hag ar ré a zouj da hanô a vézô salvet : Sélaouit, breûriézou : hôgen piou hé arnodô ?
10. Tenzoriou ar fallagriez a zô c’hoaz ével eunn tan é tî ann dén-fallagr, hag ar ven̄t gaou leûn a frouden.
11. Ha mé a hellô rei da vâd ar valan̄s gaou, hag ar poéz touelluz ?
12. Enn doazé-zé eo eo leûn hé zud-pinvidik a fallagriez : hag ar ré a choum enn-hi a lavar gevier, hag hô zéôd n’eo némét touellérez enn hô génou.
13. Râk-sé éta, hag enn abek d’as péc’héjou, em eûz déraouet skei kré war-n-od.
14. Dibri a rî, ha n’az pézô két da walc’h : da vézégez a vézô enn da greiz : mar kémérez eur ré, n’hô dieûbi két : hag ar ré az pézô dieûbet, a rôinn d’ar c’hlézé.
15. Hada a rî, ha na védi két : gwaska a rî ann olived, ha n’en em lardi két gan̄d éôl : gwaska a ri ar rézin, ha na évi két a wîn.
16. Miret hoc’h eûz kélennou Amri, hag holl ôberiou tî Ac’hab, hag hoc’h eûz baléet enn hô ioulou ; râk-sé é rôinn ac’hanod d’as koll, hag ar ré a choum enn-han̄ d’ar goapérez : hag é tougot mézégez va fobl.
1. Gwâ mé, péhini a zô deûet ével ann hini a gutuḻ ar rézin enn diskar-amzer : na gavann két eur bod rezin da zibri : va éné en deûz c’hoan̄téet ivé fiez abréd,
2. N’eûz mui a zen̄t war ann douar, n’eûz dén reiz é-béd é-touez ann dûd, holl éc’h aozon̄t spiou évit skuḻa ar goâd ; pép-hini a ia war-lerc’h hé vreûr évid hé laza.
3. Mâd é galvon̄t droug hô daouarn ; ar prin̄s a c’houlenn, hag ar barner en em werz : ann dén brâz a gomz hervez ioul hé éné, hag hî hé starta.
4. Ar gwella anézhô a zô ével eunn drézen, hag ar reiza ével eunn dréan spern. Deiz da wélédigez, deiz da emwél a zeû : neûzé e vézin̄t dispennet.
5. Na likiit két hô fisian̄s enn hô miñoun, nag hô kréd enn hô réner : serr dôr da c’hénou oud ann hini a zo gourvézet war da askré.
6. Râg ar mâb a wall-gâs hé dâd, hag ar verc’h a zâv a-éneb hé mamm, hag ar verc’h-kaer a-éneb hé mamm-gaer : hag énébourien ann dén eo tûd hé dî.
7. Hôgen mé a zellô oud ann Aotrou ; gortozi a rinn Doué va zalver ; ha va Doué am sélaouô.
8. N’en em laouéna két em énep, va énébourez, ô véza ma ounn kouézet : sével a rinn adarré, goudé ma vézinn bét azézet enn amc’houlou ; ann Aotrou eo va goulou.
9. Buanégez ann Aotrou a zouginn, ô véza ma em eûz péc’het enn hé énep, kén n’en dévézô klevet va breût, ha gréat va barn : va c’hâs a rai er goulou, ha mé a wélô hé reizded.
10. Ha va énébourez a wélô kémen̄t-sé, hag a vézô gôlôet a véz, hî péhini a lavar d’in : Péléac’h éma ann Aotrou da Zoué ? Va daoulagad hé gwélô ivé : hag hî a vézô mac’het neûzé ével fan̄k ar ruou.
11. Enn deiz-zé é vézô assavet da diez : enn deiz-zé é vézô pelléet al lézen.
12. Enn deiz-zé é teûor eûz ann Assiria bétég enn-od, ha bétég ar c’heriou kré ; hag eûz ar c’heriou kré bétég ar ster, hag eûz ar môr d’ar môr, hag eûz ar ménez d’ar ménez.
13. Hag ar vrô a vézô an̄kéniet enn abek d’hé dûd, hag enn abek da frouez hô ménésiou.