Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/269

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
267
levr michéas.

14. Pask da bobl gan̄d da wialen, dén̄ved da zigwéz, ar ré a choum hô-unan er c’hoad, é-kreiz ar C’harmel : ra beûrin̄t é Basan hag é Galaad ével enn deisiou kôz.

15. Ével enn deisiou é péré é tenniz ac’hanod eûz a vrô ann Éjipt, é tiskouézinn burzudou d’ézhan̄.

16. Ar brôadou a wélô, hag hî a vézô mézékéet gan̄d hô holl ners. Lakaad a rain̄t hô dourn war hô génou, hô diskouarn a vouzarai.

17. Lipa a rain̄t ar poultr ével ann aéred, ével ar prén̄ved é vézin̄t strafilet enn hô ziez : spoun̄ta a rain̄t dirâg ann Aotrou hon Doué, hag hô dévézô aoun ra-z-od.

18. Pé Zoué a zô hén̄vel ouz-id, té péhini a lam ar fallagriez, hag a drémen dreist péc’hed dilerc’hiou da zigwéz ? Na zigasô mui hé frouden, rag hén̄ a gâr ann drugarez.

19. Distrei a rai ouz-omp, hag é rai trugarez enn hor c’hen̄ver : kâs a rai da-gét hor fallagriézou, hag é taolô hon holl bec’héjou é gwéled ar môr.

20. Da wirionez a rôi da Jakob, ha da drugarez da Abraham, ével ma éc’h eûz hé douet d’hon tadou abaoé ann deisiou kôz.