Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/271

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
269
levr nahum.

ann hini a zeû d’az grounna : laka évez oud ann hen̄t, ken-nerz da zargreiz, en em gréva muia ma helli.

2. Râg ann Aotrou a zistolô hé c’halloud da Jakob ; hag hé c’halloud da Israel : râg ar wasterien hô deûz hô skiñet, ha saotret hô c’hreskou.

3. Tiren hé dûd-kré a lûc’h ével tân, hé dûd-a-vrézel a zô gôlôet a vouk : é liou tân eo lerennou hé girri é deiz ann emgann, hag hô c’harrénerien a zô môrédet.

4. Ann hen̄chou a zô leûn a reûstl : ar c’hirri a stok ann eil oud égilé el leûriou-kéar : ann dremm anézhô a zô ével kleûzeûriou, hag ével luc’hed réd.

5. Nivéri a rai hé dud kréva, péré a gerzô gan̄d err braz : piña a rain̄t buan war ar vûr, hag éc’h aozin̄t lec’hiou klét.

6. Dôriou ar steriou a zô digor, hag ann templ a zô dispennet bétég ann diazez.

7. Ann dûd-a-vrézel a zô kéméret ha kaset é sklavérez : hag hé merc’hed a vézô kaset-kuît hag hî ô keina ével koulmed, hag ô krôza é gwéled hô c’haloun.

8. Ha Niniva a zô gôlôet a zour ével eul lenn : hogen hî a dec’h : Savit, savit, ha dén na zistrô.

9. Skrapit ann arc’han̄t, skrapit ann aour : n’eûz penn d’hé madou ha d’hé holl draou kaer.

10. Disman̄tret eo, ha diskaret, ha diroget : dizéc’het eo hô c’haloun, hô daoulin a grén, hô digroazel a zô diners ; hô dremmou holl a zô du pôd.

11. Péléac’h éma kéô al léoned, ha peûrvan al léonédigou, al léac’h é péhini en em denne al léon, hag hé léonédigou, ha na oa dén évid hô spoun̄ta ?

12. Al léon a géméré hag a lazé péadrâ évid hé léonédigou, hag hé leonézed, hag é leûnié hé géô a breiz, hag hé doull a skarz.

13. Chétu mé a zeû étrézég enn-od, émé Aotrou ann arméou ; ha mé a zevô da girri bétég ar môged, hag ar c’hlézé a zispennô da léonédigou : da breiz a denninn diwar ann douar, ha na vézô klevet mui mouéz da gannaded.


————


III. PENNAD


Niniva glac’haret ha kaset-da-gét.


1. Gwâ té, kéar a c’hoad, leûn a c’hevier hag a bép toullérez ; té péhini a skrâp héb éhan.

2. Klevout a rann strakl ar fouet, ha trouz ar rodou, hag ar c’hézeg a c’houirin, hag ar c’hirri a rûḻ, hag ar varc’heien a biñ.

3. Hag ar c’hlézeier ô luc’ha, hag ar gwafiou ô stérédenni, hag eul lôd braz a dûd lazet, hag eur gwall zisman̄tr : hag eul lazérez dizivez, hag ar c’horfou ô kouéza ann eil war égilé :

4. Enn abek da holl c’hadélésiou ar c’hreg fall-zé kaer ha koan̄t, péhini é deûz gréat strôbinellou, é deûz gwerzet ar brôadou gan̄d hé gadélésiou, hag ann tiadou gan̄d hé strôbinellou.

5. Chétu mé a zeû étrézég enn-od, émé Aotrou ann arméou, hag é tizôlôinn da vézégez dira-z-od, hag é tiskouézinn da noazded d’ar brôadou, ha da vézégez d’ar rouan̄télésiou.

6. Ha mé a daolô war-n-od da argarzidigésiou, hag é c’hôlôinn ac’hanod a véz, hag é likiinn ac’hanod da skouér.

7. Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô : kémen̄d hini az kwélô, a dec’hô diouz-id, hag a lavarô : Disman̄tret eo Niniva : piou a vézô glac’haret diwar da benn ? Péléac’h é klaskinn-mé eunn dizoanier d’id ?

8. Ha gwell oud égéd Aleksandria ar boblou, péhini a zô diazézet é-kreiz ar steriou, hag é deûz dour trô-war-drô ; péhini é deûz ar môr da vadou, hag ann doureier évit muriou ?

9. Ann Étiopia a oa hé ners, hag ann Éjipt, ha kalz ré all : ann Afrika hag al Libia a oa da gen-nerz d’ézhi.

10. Ha koulskoudé hî ivé a zô bét kaset é sklavérez : hé bugaligou a zô bét flastret é penn hé ruou, taolet eo bét ar sort war hé zûd ar ré vrudéta, hag hé brasa tûd a zô bét karget a chadennou.

11. Hôgen té a vézvô, hag a vézô