2. Aotrou, klevet em eûz da c’hér, hag ounn bét spoun̄tet. Da labour eo, Aotrou, rô ar vuez d’ézhan̄ é-kreiz ann amzeriou. É-kreiz ann amzeriou é tiskouézi anézhan̄ : pa vézô droug enn-od, ez pézô koun eûz da drugarez.
3. Euz ar c’hrésteiz é teûi Doué, hag ar san̄t eûz a vénez Faran. Hé c’hloar é deûz gôlôet ann én̄vou : hag ann douar a zô leûn eûz hé veûleûdi.
4. Hé skéd a vézô ével goulou : kerniel a zeûi eûz hé zaouarn. Énô eo kuzet hé ners.
5. Ar marô a gerzô dira-z-han̄ : hag ann diaoul a zeûiô er-méaz dirâg hé dreid.
6. Arzaôi a-réaz, hag é ven̄taz ann douar. Selloud a réaz, hag é teûzaz ar brôadou : ar ménésiou a-viskoaz a zô bét brévet : krec’hiennou ar béd a zô bét kroummet dindân kamméjou hé beûr-badélez.
7. Enn abek d’ar fallagriez em eûz gwélet teltou ann Étiopied : pallennou douar Madian a vézô reûstlet.
8. Hag oud ar steriou, Aotrou, eo savet da vuanégez ? hag oud ar steriou eo savet da frouden ? hag oud ar môr eo savet da érez ? Pa biñez war da gézek, ha war da girri évit digas ann dieûb.
9. Heja, heja a rî da warek, évit sévéni ar gér éc’h eûz touet d’ar breûriézou. Steriou ann douar a ranni.
10. Ar ménésiou hô deûz da wélet, hag hî a zô bét doaniet : ann doureier brâz a zô éat ébiou : al loun̄k en deûz gréat trouz : savet en deûz hé zaouarn out-kréac’h.
11. Ann héol hag al loar a zô arzaôet enn hô lôk : out goulou da zaésiou, out skéd da wâf foultruz éz ain̄t.
12. Mac’ha a rî ann douar enn da vuanégez, saouzani a rî ar brôadou enn da frouden.
13. Deûet oud er-méaz évit savétei da bobl, évit hé zavétei gan̄d da Grist. Skôet éc’h eûz gan̄t penn ti ar fallagr : hé lékéat éc’h eûz enn noaz adaleg ar gwéled bétég al lein.
14. Milliget éc’h eûz hé walen-roué, ha penn hé vrézélidi, péré a zeûé ével eunn arné évit va dispenna. Trida a réan̄, ével ann hini a loun̄k ar paour enn disgwél.
15. Eunn hen̄t éc’h eûz gréat d’as kézek a-dreûz ar môr, é fan̄k doureier brâz.
16. Klevet em eûz, ha va c’hôv a zô bét kéflusket : gan̄d ann trouz hô deûz krénet va muzellou, ra zeûi ar vreinadurez em eskern : ra leûniô ac’hanoun ; évit ma vézinn enn éhan é deiz ann en̄krez, ha ma en em unaninn gan̄d hor pobl évit piña gan̄t-han̄.
17. Râg ar gwéz-fiez na vleûin̄t két, ha na vézô két a rezin oud ar gwiniennou. Ar gwéz-olived a zinac’hô hô frouez : hag ar parkou na rôin̄t két â éd. Tennet é vézô ann dén̄ved eûz hô c’hreier : ha na vézô mui a zaoud er staoliou.
18. Hôgen mé en em laouénai enn Aotrou : hag é tridinn é Doué va Zalver.
19. Ann Aotrou Doué eo va ners : hag hen̄ a lakai va zreid ével ré ar c’hirvi. Hag hen̄ am digasô gounidek war va lec’hiou-uc’hel out son ar c’hanaouennou.