dûk Juda, ha spéred Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz, ha spéred holl zilerc’h ar bobl : hag hî a zeûaz, hag en em lékéaz da laboura é tî Aotrou ann arméou hô Doué.
1. Er pévaré deiz war-n-ugen̄t eûz ar c’houec’hved mîz, enn eil vloaz eûz ar roué Darius.
2. Er seizved mîz, enn unan war-n-ugen̄t eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou dré zourn Aggéus ar profed, ô lavarout :
3. Komz out Zorobabel mâb Salatiel, dûk Juda, hag out Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz, hag oud dilerc’h ar bobl, ô lavarout :
4. Piou ac’hanoc’h a zô choumet, hag en deûz gwélet ann tî-man̄ enn hé c’hloar gen̄ta ? hag é pé zoaré hen gwélit-hu bréman̄ ? ha n’eo két dirag hô taoulagad ével pa né vé két ?
5. Hôgen bréma en em gréva, Zorobabel, émé ann Aotrou : en em gréva, Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz : en em grévait, holl bobl ar vrô, émé Aotrou ann arméou : ha labourit ; râk mé a zô gan-é-hoc’h, émé Aotrou ann arméou.
6. Mirout a rinn ar gér em eûz rôet d’é-hoc’h pa oc’h deûet er-méaz eûz a vrô ann Éjipt : ha va spéred a vézô enn hô kreiz : n’hô pézet két a aoun.
7. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : C’hoaz eunn nébeût, ha mé a géfluskô ann én̄v hag ann douar, hag ar môr, hag ar séac’h.
8. Ha mé a hejô ann holl vrôadou : hag ann hini a zô c’hoan̄téet gant ann holl vrôadou a zeûiô : ha mé a leûniô ann ti-man̄ a c’hloar, émé Aotrou ann arméou.
9. D’in eo ann arc’han̄t, ha d’in eo ann aour, émé Aotrou ann arméou.
10. Gloar ann divéza ti-zé a vézô brasoc’h égéd hini ar c’hen̄ta, émé Aotrou ann arméou : ha mé a rôi ar péoc’h el léac’h-zé, émé Aotrou ann arméou.
11. Er pevaré war-n-ugen̄t eûz ann naved mîz, enn eil vloaz eûz ar roué Darius, é teuaz gér ann Aotrou da Aggéus ar profed, ô lavarout :
12. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Grâ ar goulenn-man̄ d’ar véleien diwar-benn al lézen, ô lavarout :
13. Ma laka eur ré kik san̄télet enn hé askré, ha mar stok oud ar penn anézhan̄ bara, pé iôd pé gwîn, pe éôl, pé eur boéd-bennâg all ; hag hén̄ a vézô san̄télet ? hag ar véleien a respoun̄taz hag a lavaraz : Nann.
14. Hag Aggéus a lavaraz : Mar stok eur ré a vézô bét saotret gan̄d eur c’horf-marô, oud unan eûz ann traou-zé, ha na vézô két saotret ? Hag ar véleien a respoun̄taz, hag a lavaraz : Saotret é vézô.
15. Neûzé Aggéus a lavaraz d’ézhô : Ével-sé éma ar bobl-zé, ével-sé éma ar vrôad-zé dira-z-oun, émé ann Aotrou ; hag ével-sé éma holl labour hô daouarn : ha kémen̄d a gennigon̄t énô, a zô saotret.
16. Ha bréman̄ likiid hô ménoz war ann deiz-zé ha ken̄t, abarz ma oé lékéat méan war véan é templ ann Aotrou.
17. Pa dôstéec’h oud ugen̄t boézellad éd, na gavec’h néméd dék ; ha p’az éac’h er waskel, évit tenna han̄ter-kan̄t pôdad gwîn, ha na gavec’h néméd ugen̄t.
18. Hô skôet em eûz gan̄d eunn avel loskuz, gan̄t merkl ha gan̄t kazarc’h em eûz skôet holl labouriou hô taouarn : hag hini ac’hanoc’h n’eo distrôet étrézeg enn-oun, émé ann Aotrou.
19. Ha bréman̄ likiid hô ménoz war ann deiz-man̄, ha war ann amzer da-zon̄t, adaleg ar pevaré deiz war-n-ugen̄t eûz ann naved mîz ; adaleg ann deiz é péhini eo bét taolet diazez templ ann Aotrou : likiid hô ménoz war gémen̄t-sé.
20. Ha na wélit-hu két pénaoz ann éd né két c’hoaz diwanet ; pénaoz ar winien, ar gwéz-fiez, ar gwéz-granad,