Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
279
levr aggéus.
ar gwéz-olived n’in̄t két c’hoaz bleûñet ? Eûz ann deiz-man̄ é venniginn anézhô.
21. Ha gér ann Aotrou a zeûaz eunn eil wéach da Aggéus er pevaré deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz, ô lavarout :
22. Komz out Zorobabel, dûk Juda, ô lavarout : Mé a géflusko kévret ann én̄v hag ann douar.
23. Disman̄tra a rinn trôn ar rouan̄télésiou, hag é vrévinn ners rén ar brôadou : diskara a rinn ar c’hirri, hag ar ré a vézô azézet enn-hô : ar c’hézeg a gouézô, hag ar ré a vézô piñet war-n-ézhô : ann dén a vézô skôet gan̄t klézé hé vreûr.
24. Enn deiz-zé, émé Aotrou ann arméou, é kémérinn ac’hanod, Zorobabel, mâb Salatiel, va zervicher, émé ann Aotrou : hag é likiinn ac’hanod ével eur ziel, ô véza ma em eûz da zilennet, émé Aotrou ann arméou.