Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/285

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
283
levr zac’harias.


V. PENNAD


Diwar-benn al lévr a nîch.


1. Ha mé a drôaz, hag a zavaz va daoulagad : ha chétu é wéliz eul levr-rollet hag a niché.

2. Hag ann éal a lavaraz d’in : Pétrâ a wélez-dé ? Ha mé a lavaraz : Mé a wél eul levr-rollet hag a nîch ; eûz a ugen̄t ilinad a héd, hag eûz a zég ilinad a léd.

3. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Ar valloz eo a zô deûet er-méaz war c’horré ann douar holl : râk pép laer a vézô barnet, ével ma eo skrivet enn-han̄ : ha pép touer a vézô barnet ivé diout-han̄.

4. Hé zigas a rinn, émé Aotrou ann arméou : hag hén̄ a zeûi é tî al laer, hag é tî ann hini a dou é gaou em hanô : hag hen̄ a choumô é kreiz hé dî, hag é vévézô anézhan̄, hag hé goat, hag hé vein.

5. Hag ann éal a gomzé enn-oun a iéaz er-méaz, hag a lavaraz d’in : Saô da zaoulagad, ha gwél pétrâ eo ann dra-zé a ia er-méaz.

6. Ha mé a lavaraz : Pétrâ eo ? Hag hen̄ a lavaraz : Eur pôd a ia â er-méaz. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz : hô lagad eo enn douar holl.

7. Ha chétu é oé douget eur poéz ploum, ha chétu eur c’hrég a oa azézet é-kreiz ar pôd.

8. Hag hen̄ a lavaraz : Houn-nez eo ar fallagriez. Hag hén̄ a daolaz anézhi é-kreiz ar pôd, hag a lékéaz ar poéz ploum war hé c’hénou-hén̄.

9. Ha mé a zavaz va daoulagad, hag a zellaz : ha chétu diou c’hrég a zeûaz er-méaz ; hag ann avel a c’houézé enn hô diou-askel ; râk diou-askel hô doa ével diou-askel skoul : hag hi a c’horrôaz ar pôd étré ann douar hag ann én̄v.

10. Ha mé a lavaraz d’ann éal a gomzé enn-oun : Péléac’h é tougon̄t-hi ar pôd ?

11. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Évit ma vézô savet eunn tî d’ézhan̄ é brô Sennaar, ma vézô startéet, ha lékéat énô war hé ziazez hé-unan.


————


VI. PENNAD


Gwélédigez ar pevar c’harr.


1. Ha mé a drôaz, hag a zavaz va daoulagad, hag a zellaz : ha chétu pevar c’harr a zeûé er-méaz eûz a greiz daou vénez : hag ar ménésiou-zé a oa ménésiou arem.

2. Oud ar c’hen̄ta karr éz oa kézeg gell, hag oud ann eil karr kézek dû.

3. Hag oud ann trédé karr kézeg gwenn, hag oud ar pevaré karr kézek brîz, ha kré.

4. Ha mé a gomzaz, hag a lavaraz d’ann éal a gomzé enn-oun : Pétrâ eo ar ré-zé, va aotrou ?

5. Hag ann éal a respoun̄taz, hag a lavaraz d’in : Ar ré-zé eo ar péder avel ann én̄v, a ia er-méaz, évit sével dirâk trec’her ann douar holl.

6. Ar c’hézek dû a iéaz er-méaz war-zû brô ann han̄ter-nôz ; hag ar ré wenn a iéaz war hô lerc’h ; hag ar ré vrîz a iéaz er-méaz war-zû brô ar c’hrésteiz.

7. Hôgen ar ré gréva anézhô a iéaz er-méaz, hag hî a glaské mon̄t ha rédek dré ann douar holl. Hag hén a lavaraz : It, ha rédit dré ann douar holl. Hag hî a rédaz dré ann douar holl.

8. Hag hén̄ a c’halvaz ac’hanoun, hag a gomzaz ouz-in, ô lavarout : Chétu ar ré a zô éat er-méaz war-zû brô ann han̄ter-nôz hô deûz lékéat da éhana va avel é brô ann han̄ter-nôz.

9. Ha gér ann Aotrou a zeûaz din, ô lavarout :

10. Kémer digan̄d ar ré a zô bét dizouget, digan̄t Holdai, digan̄t Tobias, ha digan̄d Idaias, péré a zô deuet eûz a Vabilon : ha té a zeûi enn deiz-zé, hag éz î é ti Josias mâb Sofonias.

11. Hag é kéméri aour hag arc’han̄t, hag é ri kurunennou, a likii war benn Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz ;

12. Hag é komzi out-han̄, ô lavarout : Ével-henn é komz Aotrou ann arméou, ô lavarout : Chétu ann dén a zô hanvet ar sav-héol : anézhan̄ hé-unan é vézô ganet, hag hén̄ a zavô eunn templ d’ann Aotrou.