Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/287

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
285
levr zac’harias.

arméou : Distrôet ounn out Sion, hag é chouminn é-kreiz Jéruzalem : ha Jéruzalem a vézô galvet kéar a wirionez, ha ménez Aotrou ann arméou, ar ménez san̄tel.

4. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : C’hoaz é choumô gwazed-kôz ha merc’hed-kôz é leûriou-kéar Jéruzalem ; ha tûd gand eur vaz enn ho dourn enn abek d’al lôd brâz eûz hô deisiou.

5. Hag hé leuriou-kéar a vézô leûn a baotrédigou hag a verc’hédigou a c’hoariô enn hé leûriou-kéar.

6. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Mar d-eo diez ann dra-zé enn deisiou-zé da zaoulagad dilerc’h ar bobl-zé, ha diez é vézô d’am daoulagad, émé Aotrou ann arméou ?

7. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Chétu mé a zieûbô va fobl eûz a vrô ar sâv-héol, hag eûz a vrô ar c’hûs-héol.

8. Ha mé hô digasô, hag hî a choumô é-kreiz Jéruzalem : hag hî a vézô da bobl d’in, ha mé a vézô da Zoué d’ézhô er wirionez hag er reizded.

9. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Krévait hô taouarn, c’houi péré a glev enn deisiou-man̄ ar geriou-man̄ dré c’hénou ar broféded, enn deiz é péhini eo bét diazézet tî Aotrou ann arméou, évit sével hé dempl.

10. Râg abarz ann deisiou-zé na oa két a c’hôbr évid ann dûd, nag a c’hôbr évid al loéned, ha né oa két a béoc’h évid ar ré a iéa ébarz, nag évid ar ré a iéa er-méaz, enn abek d’ann en̄krez : ha mé am boa dilézet ann dud holl ann eil oud égilé.

11. Hôgen bréman̄ na aozinn két ann dilerc’h eûz ar bobl-man̄ ével enn deisiou ken̄t, émé Aotrou ann arméou.

12. Râg hâd a béoc’h é vézô : ar winien a rôi hé frouez, ann douar a rôi hé éd, hag ann én̄vou a rôi hô glîz : ha mé a lakai ann dilerc’h eûz ar bobl-zé da berc’henna kémen̄t-sé.

13. Hag ével-henn é c’hoarvéz : Ével ma oc’h bét da valloz é-touez ar brôadou, tî Juda, ha tî Israel ; ével-sé é tieûbinn ac’hanoc’h, hag é viot da vennoz : n’hô pézet két a aoun, r’en em grévai hô taouarn.

14. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Ével ma em eûz mennet hô klac’hari, pa hô deûz hô tadou tennet war-n-ézhô va droug, émé ann Aotrou,

15. Ha n’em eûz két bét a druez ouz-hoc’h ; ével-sé ounn trôet, hag em eûz mennet enn deisiou-man̄ ôber-vâd da dî Juda, ha da Jéruzalem : n’hô pézet két a aoun.

16. Hôgen chétu aman̄ ar péz a réot : Ra lavarô pép-hini ar wirionez d’hé nésa : Barnit oud hô persier hervez ar wirionez hag ar péoc’h.

17. Na vennet hini droug enn hé galoun a-éneb hé viñoun : na garit két al léou gaou : râk kémen̄t-sé a gasaann, émé ann Aotrou.

18. Ha gér Aotrou ann arméou a zeûaz din, ô lavarout :

19. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Iûn ar pevaré mîz, ha iûn ar pempved, ha iûn ar seizved, ha iûn ann dékved a drôi évit tî Juda é dudi hag é lévénez, hag é goéliou lîd : karit hép-kén ar wirionez hag ar péoc’h.

20. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Don̄d a rai ivé ar boblou, hag é choumin̄t é kalz eûz hô kériou,

21. Ha tûd unan a iélô da gavout tûd ébén, ô lavarout : Déomp da bédi dirâg ann Aotrou, ha klaskomp Aotrou ann arméou : ha mé a iéiô ivé.

22. Don̄d a rai éta kalz poblou, ha brôadou kré da glaskout Aotrou ann arméou é Jéruzalem, ha da bédi dirâg ann Aotrou.

23. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Enn deisiou-zé dék dén eûz a béb brôad hag eûz a béb iéz, a gémérô eur Iuzeo dré benn-piḻ hé zaé, ô lavarout : Gan-é-hoc’h éz aimp : râk klevet hon eûz pénaoz éma Doué gan-é-hoc’h.


————


IX. PENNAD


Lévénez évit merc’h Sion.


1. Béac’h gér ann Aotrou é douar