zô hétuz d’ézhan̄ ével-sé : anéz, péléac’h éma Doué ar varn ?
1. Chétu mé a gâs va éal, péhini a aozô ann hen̄t dirâk va dremm. Ha râk-tâl é teûi enn hé dempl ann trec’her a glaskit, hag éal ar gévrédigez a vennit. Chétu é teû, émé Aotrou ann arméou.
2. Hôgen piou a hellô menna é deiz hé zonédigez, ha piou a choumô enn hé zâ évid hé wélout ? Râg hén̄ a vézô ével tân ann teûzer, hag ével louzaouenn-ar-c’homm.
3. Hag hén̄ a azézô ével ann hini a deûz hag a c’hlân ann arc’han̄t : glana a rai bugalé Lévi, hag hô lakai da véza skléar ével ann aour hag ann arc’han̄t ; hag hî a gennigo sakrifisou d’ann Aotrou er reizded.
4. Ha sakrifiz Juda ha Jéruzalem a vézô hétuz d’ann Aotrou, ével enn deisiou ken̄t, hag ével er bloavésiou kôz.
5. Ha mé a dôstai ouz-hoc’h é barn, hag a hastô da véza tést a-éneb ann drubarded, hag ann avoultrerien, hag ar ré a dorr hô lé ; a-éneb ar ré a zinac’h gôbr ar gôpraer, a-éneb ar ré a vâc’h ann in̄tân̄vézed, ann emzivaded, hag ann diavésidi, ha na zoujon̄t két ac’hanoun, émé Aotrou ann arméou.
6. Râk mé eo ann Aotrou, ha na drôann két : ha c’houi, bugalé Jakob, n’oc’h két bét bévézet.
7. Adalek deisiou hô tadou oc’h pelléet eûz va lézennou, ha n’hoc’h eûz két hô miret. Distroit ouz-in, ha mé a zistroi ouz-hoc’h, émé Aotrou ann arméou. Hôgen c’houi a lavar : É pétrâ é tistrôimp-ni ?
8. Mar teû eunn dén da héga Doué, pérâg é hégit-hu ac’hanoun ? Ha c’houi a lavar : É pétrâ é hégomp-ni ac’hanod ? Enn déogou hag er préveûdiou.
9. Milliget oc’h enn diénez, ô véza ma hoc’h eûz holl va héget.
10. Digasit ann holl zéogou em soliérou évit ma vézô boéd em zî, ha va arnodit war gémen̄t-sé, émé ann Aotrou, ma na zigorinn két d’é-hoc’h paliou ann én̄v, ha ma na skuḻinn két va bennoz war-n-hoc’h gan̄t founder.
11. Gourdrouza a rinn ann amprévaned krinuz, ha na vévézinn két frouez hô touar : na vézô két difrouez ar winien enn hô mésiou, émé Aotrou ann arméou.
12. Hag ann holl vrôadou hô kalvô tûd gwenvidik : râg hô touar a vézô eunn douar dudiuz, émé Aotrou ann arméou.
13. Paotta a râ hô keriou em énep, émé ann Aotrou.
14. Ha c’houi a lavar : Pétrâ hon eûz-ni lavaret enn da énep ? Lavaret hoc’h eûz : Didalvoudégez eo servicha Doué : péléac’h éma hor gounid évit béza miret hé c’hourc’hémennou, hag évit béza baléet gan̄d doan dirâg Aotrou ann arméou ?
15. Bréma éta na c’halvimp gwenvidik néméd ar ré rôk : râg hî a zô savet oc’h ôber fallagriez : temptet hô deûz Doué, hag hî a zô bét gwarézet.
16. Neûzé ar ré a zouj ann Aotrou hô deûz komzet ann eil oud égilé : hag ann Aotrou en deûz lékéat évez, hag en deûz sélaouet : hag hen̄ en deûz skrivet eul levr da én̄vor dira-z-han̄, é gounid ar ré a zouj ann Aotrou, hag a venn enn hé hanô.
17. Hag hî a vézô d’in da duoni, émé Aotrou ann arméou, enn deiz a rinn : ha mé hô zrugarézo, ével ma trugarez eunn dén hé vâb a zervich anézhan̄.
18. Hag é tistrôot, hag é wélot pétrâ a zô étré ann dén reiz hag ann dén direiz, hag étré ann hini a zervich Doué, hag ann hini n’hé zervich két.
1. Râk chétu é teûi eunn deiz hag a loskô ével eur fourn : hag ann holl