Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/296

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
294
levr malac’hias.

ré valc’h, hag ann holl ré fallagr a vézô ével kôlô : hag ann deiz-zé da zon̄t a loskô anézhô, émé Aotrou ann arméou, hép lézel gan̄t-hô na gwenn, na grisien.

2. Hôgen ann héol a reizded a zavô évid-hoc’h, c’houi péré a zouj va hanô, hag ar zilvidigez a géfot dindân hé ziou-askel : ha c’houi a zeûi er-méaz, hag a zaḻô ével leûé eunn tropel.

3. Ha c’houi a vac’hô ar ré fallagr, pa vézin̄t deûet da ludu dindân kaloun hô treid, enn deiz a rinn, émé Aotrou ann arméou.

4. Hô pézet koun eûz a lézen Moizes va zervicher, em eûz gourc’hémennet d’ézhan̄ é Horeb, évit kâs da Israel holl va c’hélennou ha va barnédigézou.

5. Chétu mé a gasô d’é-hoc’h Élias ar profed, abarz ma teûi deiz braz hag eûzuz ann Aotrou.

6. Hag hén̄ a drôi kaloun ann tadou oud hô bugalé, ha kaloun ar vugalé oud hô zadou ; gan̄d aoun na zeûfenn, ha na skôfenn ann douar a valloz.