brô ann Éjipt, évit ma rénché war ziou rouan̄télez.
18. Hag hén̄ a iéaz enn Éjipt gan̄d eunn armé vrâz, gan̄t kirri, gan̄d olifan̄ted, gan̄t marc’heien, hag eul lôd brâz a listri.
19. Hag hén̄ a vrézélékaaz out Ptoléméus roué ann Éjipt, ha Ptoléméus en doé aoun ra-z-han̄ hag a dec’haz, hag é oé lazet d’ézhan̄ kalz a dûd.
20. Hag hen̄ a géméraz ar c’heriou kré eûz a vrô ann Éjipt : hag é skrapaz dibourc’hou brô ann Éjipt.
21. Hag Antiokus goudé m’en doé skôet gan̄d ann Éjipt enn trédé bloaz ha seiz-ugen̄t, é tistrôaz ; hag é piñaz oud Israel.
22. Hag hén̄ a biñaz étrézé Jéruzalem gan̄d eunn armé vrâz.
23. Hag hén̄ a iéaz gan̄t balc’hder er san̄tuar ; hag é kéméraz ann aoter aour, ha kan̄toler ar goulou, hag ann holl listri, ha taol ar barn-kennig, hag ar pilligou, hag ar c’hôpou, hag ann ézan̄souérou aour, hag ar wél, hag ar c’hurunennou, hag ar vraven̄tez aour, a oa dirâg ann templ : hag hén̄ hô brévaz holl.
24. Hag hén̄ a géméraz ann arc’han̄t, hag ann aour, hag al listri kaer, hag ann tenzoriou kuzet a gavaz : ha goudé m’en doé hô skrapet holl, é tistrôaz d’hé vrô.
25. Hag hén̄ a réaz eul lazérez brâz a dûd, hag a gomzaz gan̄d eur balc’hder brâz.
26. Neûzé é oé eur c’han̄v brâz é-touez pobl Israel, hag enn hô holl vrô.
27. Ar brin̄sed hag ann hénaoured a geinvanaz : ar plac’hed-iaouan̄k hag ar baotred-iaouan̄k a oé gwén̄vet : ha géned ar merc’hed a oé trôet.
28. Ann holl ézec’h en em lékéaz da wéla, hag ar c’hragez a zélaoué war hô gwéle-eûreûd.
29. Ann douar a oé strafiḻet gan̄d doan ann dûd a oa war-n-ézhan̄, hag holl di Jakob a oé gôlôet a véz.
30. Ha da benn daou vloaz, ar roué a gasaz prin̄s ar gwiriou é keriou Juda ; hag hen̄ a zeûaz da Jéruzalem gan̄d eul lôd brâz a dûd.
31. Hag hen̄ a lavaraz d’ézhô geriou a béoc’h évid hô zouella : hag hî ar grédaz d’ézhan̄.
32. Hôgen hén̄ en em daolaz enn-eunn-taol war géar, hag a wastaz meûrbéd anézhi ; hag é lazaz eul lôd brâz eûz a bobl Israel.
33. Dibourc’hoû kéar a géméraz : lakaad a réaz ann tan enn-hi, hag é tiskaraz hé ziez, hag hé muriou trô-war-drô.
34. Ar c’hragez a gaschon̄t é sklavérez ; hag é skrapchon̄t hô bugalé hag hô loéned.
35. Hag hi a zavaz enn-drô da géar David eur vur brâz ha kré, ha touriou stard, hag é réjon̄t anézhi eur c’hré évit-hô :
36. Hag é lékéjon̄t énô eur wenn a béc’hed, tûd fallagr, hag en em startjon̄t enn-hi : hag é lékéjon̄t énô ho armou hag hô boéd, hag é tastumchon̄t ivé enô dibourc’hou Jéruzalem.
37. Hag hî a choumaz énô, hag a zeûaz da eul lindag brâz.
38. Spiou a aozen̄t d’ar ré a zeûé d’en em zan̄téla, ha da wall ziaoul Israel é teûjon̄t.
39. Skuḻa a réjon̄t ar goad dinam enn-drô d’ar san̄tuar, hag é saotrchon̄t ar san̄tuar.
40. Tûd Jéruzalem a dec’haz enn abek d’ézhô, hag hî a zeûaz da choumadur d’ann diavésidi, ha diavésiadez évid hé gwenn ; hag hé bugalé hé dilézaz.
41. Hé san̄tuar a oé disman̄tret ével eunn distrô, hé goéliou a oé trôet é kañv, hé deisiou sabbat é mézégez, hag hé énoriou é nétrâ.
42. Hé mézégez a oé kévatal d’hé gloar ; hag hé uc’helder a oé trôet é kan̄v.
43. Neûzé ar roué Antiokus a skrivaz d’hé rouan̄télez holl, évit ma vijé unvan ann holl bobl, ha ma tilézché pép-hini hé lézen hé-unan.
44. Hag ann holl vrôadou a rôaz hô grâd da c’hourc’hémenn ar roué Antiokus.
45. Kalz eûz ann Israélited a blégaz d’hé sklavérez : sakrifisou a réjon̄t d’ann idolou, hag é saotrchon̄t ar sabbat.
46. Hag ar roué a gasaz lizéri dré